Devri

a-walc'h

a-walc'h

adv.

(1) Assez.

(1633) Nom 71b. Vua immatura, acerba : raisin qui n'est point assez meur : ræsin na ve quet meür aoüalch.

(1659) SCger 128b. Ahoalc'h, tr. «asses.» ●(1732) GReg 56a. Assez, suffisamment, tr. «Avoalc'h.» ●(17--) EN 694. ne soufran qued a voailh deus ma meus merited, tr. «je ne souffre pas assez pour ce que j'ai mérité.» ●(1710) IN 136. pehini a alfac'h eas aoualc'h da sicour.

(1878) EKG II 158. em boa avoualac'h da ober oc'h evesaat va zaout. ●303. braz avoualac'h.

(1906) GWEN 30. var bouez beza pis awallac'h. ●(1910) MAKE 91. eur podhouarn henvel awalc'h ouz eur bailh-kouez.

(2) Tout à fait, complètement.

(1912) MMPM 136. tec'het affo [euz an iliz] abarz ma vez echu awalc'h [an ofern]. ●(1923) FHAB Meurzh 95. kement a brez o deveze da zestum ar peziou-ze a-raok m'o deveze bet amzer da goueza mat a-walc'h war an douar ha da yena eun tammik. ●(1924) FHAB Here 362. N'oa ket deiz a-walc'h c'hoaz p'en em gavis e Kemper. ●(1928) FHAB Ebrel 123. antronoz, n'oa ket deiz a-walc'h c'hoaz, pa deuas an den yaouank, gwisket gantan e zilhad, da zihuna e gamarad. (1932) FHAB C'hwevrer 54. met n'eo mui henvel a-walc'h ouz kent. ●(1934) FHAB Eost 347. an oaled neuze n'oa ket henvel a-walc'h ouz breman.

(3) Suffisamment.

(1911) BUAZperrot 119. hag a bouez ober awalc'h varnezan, e teuas a benn d'e lakât da zizrei d'e vro.

(4) Dont da vezañ ... a-walc'h : obtenir sa taille normale.

(1866) FHB 73/167b. Pa vezont deut da veza preved avoalc'h, e toullont ar greun.

(5) Bien, bellement.

(1936) LVPR 88. C'houi 'brezeg awalc'h, aotrou person, emezan d'in. Met ar pez a lavarit ne deu ket da vir, atao.

(6) Micher a-walc'h : métier assez dur.

(1939) KLDZgwal 37. Hounnez, va zud, a zo micher a-walc'h.

(7) Bezañ a-walc'h : peut-être bien.

(1908) PIGO II 146. – N'e ket Julig ar c'hemener e oa ? – Bean awalc'h, mes me eo ken fall ma daoulagad !...

(8) Sur a-walc'h : sûrement.

(1902) TMJG 348. Zur awalc'h renke béa eun dra bannag o c'harz. ●(1912) BUAZpermoal 708. anez ze, e tanzeomp trubuilh, sur awalc'h, a-benn an amzer da zont.

(9) N'eo ket a-boan a-walc'h da : il n'est pas près de, il était loin de.

(1935) LZBl Du/Kerzu 256. Siouas ! n'oa ket c'hoaz a boan awalc'h da c'hellout diazeza iliz Dakar.

(10) (en plt de qqn) Bezañ a-walc'h : être sensé, avoir tous ses esprits.

(1960) BAHE 24/14. M'en em c'houlennen awechou hag-eñ e oa a-walc'h an den-se (= fur a-walc'h).

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...