Devri

damdost

damdost

adv. & prép.

I. Adv.

A. spat. Pas loin, tout près.

(1908) PIGO II 157. E dri gensord a gavas damdost, o c'houzougal hag o sellet war be tu e oa êt. ●(1925) FHAB Ebrel 154. Arru damdost, ar c'hloareg a ya da glevet an doare. ●(1935) BREI 422/4b. eur pesketaer hag en em gave demdost. ●(1954) VAZA 19. Da goulz ar c’horaiz bihan, pa dremene gant ar prosesion damsdost d’he zi.

B. temp.

(1) Damdost goude : peu après.

(1869) FHB 208/412b. demdosd goude gouel ann Holl-Zent.

(2) Damdost da : à peu près.

(1907) LZBt Genver 11. damdost d'ar memez koulz. ●(1912) BUAZpermoal 923. Breman zo demdost da c'houec'h kant vla. ●(1933) ALBR 19. Demdost da greisteiz e oa neuze.

(3) Damdost war un dro : À peu près au même moment.

(1902) PIGO I 102. Per hag e vreur-kaer a arruaz er ger, d'an noz, damdost war eun dro.

C. sens fig.

(1) À peu près, pratiquement, presque.

(1877) EKG I 207. An Aoutrou Levot, enn he leor, hervez va c'hreden-me, a zo demdost a du gant ar republikaned.

(1906) BOBL 16 juin 91/2e. Ar gwez a gollo daou-ugent dre gant demdost. ●(1907) FHAB Eost 176. al lizeri-ze peurvuia a vez skrivet e galleg fall ken aliez demdost a faot enno evel a c'her. ●(1907) AVKA 217. Mar a hini an evo heuillet damdost ar Lezen epad ho bue. ●(1908) KMAF 35. ar re genta a ouie (...) skriva damdost evel eur c'haz. ●43. Me oar petra dremen en ti-man, damdostik, kouls hag en tier all. (1909) NOAR vi. Demdost an holl istoriou. ●(1923) FHAB Mezheven 219. a lavar demdost ar pez a lavare skrivagner Feiz ha Breiz. ●(1928) LEAN 58. An emgleo-ze a lavar damdost evelhen.

(2) (en plt d'une taille, d'une quantité) Presque.

(1910) MAKE 33. damdostik ken hir ha re an azen. ●(1933) IVGV 15. Demdost holl brezegerien ar feiz. ●(1941) ARVR 24/3b. damdost ken koz hag heñ. ●(1949) KROB 18-19/7. demdost da bemp kant lur. ●(1957) BLBR 99/18. Damdost da bemp kant mil anezo.

(3) Skeiñ damdost : tomber à peu près dans une estimation.

(1931) VALL 742b. Tomber à peu près (dans un estimation), tr. «skei damdost

(4) Tous près.

(1948) KROB 7/5. ar skuizder a stlejas anezañ war e wele hag her c'hasas demdost d'ar bez.

(5) =

(1866) LZBt Genver 86. eno e oe dam dost d'in bean lac'het.

(6) = (?) daoust da se (?).

(1907) LZBt Genver 3. Damdost da ze, peb hini gle zenti ouz gourc'hemen hon Zalver.

II. Prép. spat.

(1) Damdost a : tout près de.

(1887) RCP IV 28. En eur barezik vihan dem-dost a Landréger, tr. «Dans une petite paroisse tout près de Tréguier.»

(2) Damdost ac'hano : tout près de là.

(1907) AVKA 13. Damdost ac'hane e oa mesaerien.

(3) =

(1909) KTLR 1. Demdost e oa eun tiik paour. ●(1923) AAKE 104. Ar re ma, a oa demdost gant ar re vac'hagnet, a zo deuet da welet petra 'zo a-nevez. ●(1923) ADML 63. an diou rod veïn war c'horre eben ha demdost e lakeaz sevel ar rod-vraz en he zav.

(4) Damdost amañ, aze, eno : tout près d'ici, de là.

(18--) KTB.ms 14 p 106. Ma welas dam-dost enno ul lojenn vihan. ●(18--) KTB.ms 14 p 271. hag a lezjont ann delio lore-se da gouea drem-dost eno.

(1911) BUAZperrot 437. Demdost aman ez eus eur verc'h. ●(1923) FHAB C'hwevrer 46. ar ganolierien a gemere ar pez o devoa ezomm er c'hantin a oa demdost eno. ●(1924) KANNgwital 263/197. eur c'havarn gouez demdost eno. ●(1928) BFSA 237. eun itron fur a oa o chom demdost eno.

(5) Presque.

(1903) MBJJ 56. eur gærik koant (...) Harpet eo ouz ar mene, he zreid damdost er mor.

(6) Damdost da : près de.

(1849) GBI I 50. drem-dost d'ar Ieodet, tr. «près du Guéodet.» ●(1877) EKG I 228. Ar Mari-Stella a ioa, d'ar mare-ze, demdost da Falmouth.

(1902) TMJG 346. dremdost d'ar c'hê. ●(1905) BOBL 16 septembre 52/3b. dremdost d'hon bro. ●(1915) MMED 318. ar Prussianed a ioa demdost d'ezo.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...