Devri

daou

daou

adj., adv. & prép. –ioù

I. Adj. num. card.

A. Deux (au masculin).

(1499) Ca 70b. Dou. g. deux. ●(1530) Pm 216. dou (variante : daou) pesq, tr. «cinq (lire : deux) poissons.» ●(1612) Cnf 18b. gant vnan pe dou.

(c.1680) NG 355. didan deu blé. ●(1732) GReg 285a. Deux, pour le masc[ulin] genre, tr. «Daou. dou. (Van[netois] deü).»

(1842) JAC.ms 25. ma daou vent a bilfen pa vean animet, tr. (GMB 405) «quand je suis en fureur, je battrais un homme ayant le double de ma taille.» ●(1856) VNA 5. ces deux Langues, tr. «en neu Langage-cé.»

(1907) AVKA 125. pemp bara heiz ha daou besk. ●(1910) BJAR 46. En neu vrezélaour vrasan ag ou amzér e oé deit de vout amied aveit mat.

B. [en locution]

(1) En un daou vloaz : en deux ans.

(1910) MBJL 10. 'N eun daou vlâ e teujont a-benn da vouga falskreden Pelaj.

(2) Bezañ etre (an) daou : hésiter.

(1922) BUPU 14. Hi e chom én arvar un herrad ; é ma étré en neu, rak ne houi ket rè doh petra sentein. ●(1924) FHAB Meurzh 97. Etre daou edo evelse ha n'oa ket evit kaout plijadur gant netra ebet ken.

(3) Groupe de deux personnes.

(1943) FHAB Gwengolo/Here 350. (Kleder) heligenta a veze etre an daouiou da welet piou en defe ar c'haera lanfas hag a labourfe ar buanan.

(4) Etre daou : sur ces entrefaites.

(1889) ISV 454. Etre daou setu er woalern / Coumoullen du ken na lugern.

(5) Etre daou benn an deiz : tout le long du jour.

(1911) SKRS II 6. Goude beza goalgasset anezhi etre daou benn an deiz.

(6) A zaou unan, unan a zaou : de deux choses l'une.

(1576) Cath 19. neuse an impalazr leun a frenesy a lauaras dezy choas vnan a daou : daoust dit pete a sacrifio hac ez beuy a pe a anduro tonrmanchou exquis ha ma vizy distruget, tr. «Alors l'empereur, plein d'emportement, lui dit : choisis un des deux : ou bien tu sacrifieras et tu vivras, ou bien tu endureras des tourments cruels et tu seras mise à mort.»

(1860) BAL 3. Unan a zaou a zigouezo ganeen, ar Baradoz pe an Ifern. ●(18--) SAQ II 125. A zaou unan : pe ni' zo er stad a bec'hed marvel pe er stad a bec'hed veniel.

(1906) KPSA 146. Unan a zaou : pe eur c'hristen a drec'h e ioulou fall, pe e ioulou fall a drec'h anezan. ●149. Pe c'houi a vezo sant, pe c'houi a vezo daonet, unan a-zaou ; an eil pe egile.

(7) Unan an daou : de deux choses l'une.

(1732) GReg 285a. L'un des deux, tr. «Unan an daou. unan an naou

(1907) AVKA 101. Unan an daou : pe anzavet ec'h eo mad ar wec'hen (...) pe laret ec'h eo fall ar wec'hen.

(8) Ober unan a zaou =

(1950) KROB 21/1. D'an dilerc'hidi kaledet ober unan a zaou : pe digas d'eomp ar pez 'zo dleet, pe kregi en o fluenn da laret ehana-krenn kas d'ezo ar gelaouenn…

(9) Un daou pe dri : deux ou trois.

(1909) BLYA 80. Eun daou pe dri lizer.

(10) An daou a : les deux.

(1942) DHKN 59-60. é kreskè un tammig disprizans én hé halon aveit en deu a ré « goh »-sé hag e sellè hi èl en deu zevéhan ag ur midad a uéharal, didan merùel.

C. [empl. devant un f.] Deux.

(1960) BLBR 128/21. daou higenn a zén avad, prest atao da farsal.

II. Loc. adv.

(1) Daou-ha-daou : deux par deux.

(1557) B I 458. Orcza ! dou ha dou dezrouet, tr. «Allons ! commencez deux à deux.»

(1659) SCger 44a. deux a deux, tr. « daou a daou

(1849) LLB 1300. staget ind deu ha deu.

(2) A-zaouioù : deux par deux.

(1904) DBFV 44a. a zeueu, tr. «par deux, deux à deux.» ●(1927) GERI.Ern 90. a-zaouiou (ils viennent) deux à deux, (mettre) par couples. ●(1945) GPRV 4. o c'hana a-zaouiou.

(3) Hon-daou : nous deux.

(1741) RO 1548. Demp on dau camarat.

(1878) EKG II 152. hon daou ni en em glevo.

(1908) NIKO 14. Kouhat e hramb hun deu. ●(1970) BHAF 27. araog eh errujom on daouig e bourk Kaoueneg.

(4) Ho-taou : vous deux.

(1557) B I 245. Petra voen secret aquetou / A compsech oar un dro hoz dou / huy han Autrou a guiryou bras ? tr. «Quel était le secret dont vous parliez tout à l'heure avec tant d'animation vous et le prince ?»

(5) O-daou : eux deux.

(1650) Nlou 8. En presep vn egen, hac vn asen, ho daou, tr. «dans l'étable d'un bœuf et d'un âne, tous deux.»

(1846) DGG 119. gant ho taoulagad o daou. ●(1849) LLB 1071. kenteh el m'ou des laret ia ou deu.

(1732) GReg 285a. Tous deux, tous les deux, tr. «Ho daou

III. Loc. prép. Da bep daou : à chaque groupe de deux.

(1889) SFA 86. eul lodenn da bep daou ac'hanomp.

IV.

(1) Bezañ etre daou : ne pas savoir prendre une décision.

(1906) HIVL 16 (G) Henri Lasserre. Er vugalé aral oé étré en neu; eun ou doé ha neoah hoant de huélet ind eùé. ●(1910) MBJL 172 (T) L. le Clerc. Eur wej ouspenn an neus diskoeet ne oar nemet bean etre daou.

(2) Bezañ etre daou : être à demi ivre.

(1974) THBI 193 (Ki) M. Divanac'h. Sur awalc'h an deviou pardon pe frikou, n'eus gwell nezo tre daou (gais).

(3) Ober daou soñj :

(1913) FHAB Meurzh 67. mar gouvefe ar Vretoned pevez mizer a zo o c'hortoz anê er vro louz-man e rafent daou sonj rog kuitât ar gêr.

(4) Nag evit unan nag evit daou : voir unan.

(5) Na c'hortoz nag unan na daou : voir unan.

(6) En em gavout etre unan pe zaou : voir unan.

(7) Bezañ tapet etre daou dan : voir tan.

(8) Ober daou daol gant ur maen : voir taol.

(9) Deviñ ar gantol dre an daou benn : voir kantol.

(10) Troc'hañ ar blouzenn etre daou : voir plouzenn.

(11) Etre daou benn an deiz : voir penn.

(12) Etre an daou benn eus an amzer : voir penn.

(13) Pakañ an daou benn : voir pakañ.

(14) Skoulmañ an daou benn : voir skoulmañ.

(15) Troc'hañ diouzh an daou du : voir troc'hañ.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...