Devri

degemer .1

degemer .1

m. –ioù

(1) Accueil.

(1732) GReg 9b. Accueillir bien, tr. «Ober un diguemer mad.»

(1844) LZBg 2l blezad-2l lodenn 112. er hetan diguemérieu-zé. ●(1860) BAL 38. eat ouc'h araog, da apresta diguemer deomp. ●(1867) MGK 75. Ha c'hoaz c'houi ho pe c'hoant da gaout digemer mad ! ●(1869) FHB 215/42a. eun digemer all, hag hema a vez great ar solenna ma c'heller.

(1907) LZBt Genver 23. An oll en em lakeaz en pleg d'ober eun digemer deuz ar gwella. ●(1908) FHAB Gwengolo 273. ar geriou a frito d'ar verc'h, hervez an digemer ! (1919) LZBl Genver 33. An digemer great d'eomp 'oa peuz-seven.

(2) Goulenn degemer : demander à être reçu.

(1911) BUAZperrot 259. Yaouank flamm oa c'hoaz pa c'houlennas digemer e manati sant Mark. ●(1935) SARO 16. e c'houlennas digemer en hano Doue.

(3) Reiñ degemer d'ub. : recevoir, accueillir qqn.

(1889) ISV 404. Merc'hed Rieu n'o deus ket roet a zigemer din.

(1901) FHAB Genver 201. rei digemer d'ar zoudarded cleiz-ze. ●(1908) FHAB Even 185. hag ar re-ma, pa c'hellent tapa peg en eur beleg pe en dud vad a roe digemer d'ezo, o lakea var eur bilig-ru. ●(1915) HBPR 69. na falvezas gantho biken, rei digemer d'hezan. ●249. Ar pennou bras deuz Kemper (...) a reaz d'hezan an digemer ar guella.

(4) Ober degemer d'ub. : accueillir qqn.

(1915) HBPR 212. eun niver bras a dud deuet var digarez ober digemer d'ar belek koz.

(5) Refuge.

(1912) MMPM 31. Ha c'hui Mari, digemer ar bec'herien ?…

(6) Kavout degemer : être reçu.

(1911) BUAZperrot 36. e skoaz evit an eil gwech var dor santez Martha hag e kavas digemer. ●675. A bouez ober o chouchet e c'helljont kaout digemer e kastel Beuzit.

(7) Degemer dic'hras, teuc'h, treut : accueil frais, froid.

(1869) FHB 250/323b. eun digemer dic'hras tre.

(1906) BOBL 03 février 72/3b. eno neuz bet eun digemer treut digant ar ministr. ●(1907) AVKA 200. Ar servijer a deuas d'ar ger da gonta an digemerio teuc'h an evoa bet. ●(1924) BILZbubr 43-44/1033. Bidoullig, mar plich, a reas eun digemer treut da becherou he mestr.

(8) Degemer kalonek, karadek : accueil chaleureux.

(1877) EKG I 83. rei d'eomp ar galouneka digemer.

(1910) ISBR 216. Digemér kaer ha karadek e oé bet groeit dehon. ●(1910) MBJL 73. Digemer kalonek en kêr Londrez.

(9) Degemer mat, vat : bon accueil, bienvenue.

(1874) FHB 500/236a. eur voleaden a zigemer vad. ●(1877) BSA 77. ha digemer vad a rea ato d'an oll boaniou.

(1904) BOBL 1er octobre 2/2b. o deuz gret beb a ziskour evid lâret digemer mad. ●(1907) AVKA 190. Ha Martha, hi, a veske hag a verve evid aoza pep tra evid un digemer mad. ●(1908) FHAB Even 178. da ober gourc'hemennou en dro deomp evit ma kafont digemer mad e peb ti !

(10) Degemer trenk =

(1909) FHAB Kerzu 355. an digemer trenk ha kasaüz o deuz great tud ar C'houarnamant da Lizer Eskipien Frans var ar skoliou.

(11) Degemer birvidik : accueil agité, rugueux.

(1889) ISV 354. e doare da rei eun digemer birvidik d'ar forbanet.

(12) Sal-degemer : salon.

(1939) MGGD 28. Pa en em gavas an diaveziad er sal-zegemer.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...