Devri

dudi

dudi

m. & adv. –

I. M.

(1) Plaisir, agrément.

(1505) Vc 21. Meulody louenez dudy, tr. «Louange, joie, agrément.»

(1710) IN I 380. ma zeo ur chalm hac un dudi e glevet o cana. ●(1732) GReg 254a. Deduit, divertissement, passe-tems agreable, tr. «Dudy. deduy

(1855) MAV 6. dudiou kals dreist duduion (lire : dudiou) ar bed-man. ●(1860) BAL 67. an dudi o velet un dra ken caer. ●(1862) JKS 42. Ker braz oa dudiou ho ene pa droent ho spered war-zu Doue. ●101. Dudiou ann dud vad a zeu digant Doue. ●(1866) BOM 44. Kane dam euz gant kalz dudi. ●(1868) FHB 155/404b. ann dudiou en deuz dija tanveet. ●(1882) BAR 36. Eun dudi eo sellet outho.

(1907) KORN 6. Ha c’hoarierien vrezonek Bro-Leon o deus kavet an tu da lakaat an daou dra-ze d’en em gocha ker klok ma’z eo eun dudi her gwelet evit holl vignoned Breiz-Izel. ●(1910) MBJL 100. bean hon deus breman on gwalc'h a dudi. ●139. C'hoant ganimp da hadtanva eun hevelep dudi.

(2) Délice, délectation, agrément, ravissement.

(1924) ZAMA 188. Darn a ouel, ha darn a gan : Ar bed a zo dudi ha poan ! ●(1932) TUML 25. Pebez levenez ! Pebez dudi !

(3) Bezañ, en em gavout en dudi : être dans le ravissement, dans l'enchantement.

(1911) BUAZperrot 728. An holl er gouent a ioa en dudi dirak an testeniou kaer a zantelez a ziskoueze bemdez. ●(1912) FHAB Genver 4. perag ec'h en em gavet en dudi, evel ma reat. ●(1928) BFSA 130. En dudi e voe Bugale ar Sant. ●(1953) BLBR 57/3. hag e vezan en dudi dirak an daolenn a zispak dirazon.

(4) Kavout un dudi : trouver plaisant.

(1909) FHAB Here 300. Evelse ema an den : e galon, divlazet diouz ar mare breman a gav eun dudi prederia var an amzer goz.

(5) Kavout e zudi o : trouver son plaisir à.

(1911) BUAZperrot 714. N'oa c'hoaz nemet eur bugel hag e kave he dudi o chom en iliz, daouarn kroaziet, da ginnig he c'halon d'he fried eus an nenv.

(6) Ober dudi ub. : ravir, enchanter qqn.

(1969) BAHE 62/19. o neizhioù hag o vioù bihan a rae va dudi.

(7) Gant dudi : avec plaisir, avec ravissement.

(1922) FHAB Gouere 204. e sellas gant dudi ouz oberennou (…) al liver. ●(1969) BAHE 60/50. Polo a flume gant dudi un dornad boued gwak.

II. Tr. adv. Evel un dudi : comme par enchantement.

(1878) EKG II 124. ar gleizenn a deuaz ganen, evel un dudi.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...