Devri

glin

glin

m./f. (anatomie) d. daoulin, daoulinoù

(1) Genou.

(1499) Ca 71a. g. genoilz vide in glin. ●92a. Glin. g. genoil. ●(c.1500) Cb. [querzet] qui va a genoulx. b. nep a querz oar e daoulin. ●(1530) Pm 102b (Tremenuan). Neuse ez stousont piz tizmat / Dan nouglynou en vn couhat, tr. «Alors ils se prosternèrent tous vite / A genoux, en un instant.» ●(1621) Mc 110. oz derchel an daou dorn croaset voar pennou'n daou glin. ●(1633) Nom 27b. Suffrago ; le iarret des iambes de derriere, à l'endroit des genoux de devant, és bestes ; iarritell an diuar á dref, oz hars an daouglin á raoc, en chatal. ●(1650) Nlou 40. Voar é daouglin, tr. «à genoux.»

(1659) SCger 62a. genouil, tr. «glin, p. daoulin.» ●150a. glin, tr. «genoux.» ●daoulin, tr. «les genoux.» ●(1732) GReg 455b. Genou, tr. «Glin.» ●Les genoux, les deux genoux, tr. «Daoulin. an daoulin. an naoulin. Van[netois] en dëulin.» ●Être à genoux, tr. «beza var bennou e zaoulin.» ●Qui a un genou à terre, tr. «war ur c'hlin.» ●(1744) L'Arm 8b. S'agenouiller, tr. «Stouyein ou Stouy ar enn eulin.» ●(1752) BS 8-9. A guelet a rêr den ebet o stouet var e daoulin evit o fidi ? ●(1790) MG 77. hum laquad ar en eulin. ●(17--) TE 390. Ean e stouyas enta ar ur hlin.

(1849) LLB 183. én earh bet en deuhlin. ●(1860) BAL 217. e savas var e daoulin. ●(1879) BAN 225. ar c'hlin glanv. ●(1880) SAB 76. e pleg ur c'hlin da adori ur veis all. ●(1889) ISV 197. Loiza a goez var he daoulin, he daouarn pok ha pok.

(1907) PERS 364. Ar re [an dud] a zo a blas, a bep tu d'an hent hag en tiez, a gouez d'an daoulin evel p'o divije c'hoant da gaout, eur vech c'hoaz, bennoz an Aot. Person. ●(1911) SKRS II 222. Sevel a ra dioc'htu divar he zaoulin. ●(1918) BNHT 5. hé glin e oé ker foèuet. ●(1929) FHAB Mae 173. war bennou o daoulin. ●(1936) PRBD 19. oc'h en em dreina war e zaoulin.

(2) Coude.

(1921) GRSA 201. ru tan en arzorn betag er glin.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...