Devri

holl

holl

adj., pron. & adv.

I. Adj. ind.

(1) Tous.

(14--) Ab inscription. An materi a studiaff, pe prederaf a cafaf garu / Goude hon holl fet en bet man, divez peb vnan eu an maru, tr. « Le sujet que j’étudie, quand je le médite, je le trouve dur : / Après toute notre carrière en ce monde, la fin de chacun est la mort. » ●(1499) Ca 149a. Oll. g. tout. ●(1530) Pm 185 (Tremenuan). hon holl querent, tr. «tous nos amis.» ●(1557) B I 59. Hoz holl daffar, na ret mar, preparet, tr. «Sans doute, préparez tous vos matériaux. ●(1575) M 154. Dre é hol ysily, hep muy ouz studiaff, tr. « Par tous ses membres, à y penser seulement. » ●(1647) Am.ms 631. Pa hen defer brein oll madou an Indes., tr. « Quand même le pourri aurait-il toutes les richesses de l’Inde »

(2) [postposé à un subst.] Tous.

(1925) DLFI n° 7/2a. Ia, ha ne ket me a lavar an draze, mes an dud oll.

(3) [postosé à un adj. verb.] Tous.

(1942) DRAN 94. Ar peziou 75 ha 155 a zo bet skrapet holl gant an argadourien.

(4) [postposé à une loc. prép.] Goude kement-mañ holl : après tout ceci.

(1847) FVR 73. Evel-se goude kement-man holl, e savaz keflusk dre ar vro, ha dreist holl enn tu Treger.

(5) [au dimin.] Hollik : presque tout.

(1904) LZBg Gwengolo 198. ollik er péh e zou merchet abarh.

(6) [au négatif] An, en holl : du tout.

(1879) BMN 116. Morse an oll prosez ebed ne teue da lacaat yenijen etre amezeien. ●199. ha morse an oll ger c'huero ebed ne zeue euz he c'hinou. ●(1880) SAB 254. tristidigez ebed an oll. ●257. ne vezo disevel ebed an oll. ●(1894) BUZmornik 816. Diskleria a reaz eta agrenn ne gemerje pried ebet ann holl.

(1900) MSJO 98. eun den n'oa ket anavezet an oll gant ar mab. ●(1910) FHAB Meurzh 73. na netra c'hreat, netra an holl ebet. ●(1922) FHAB Genver 3. arabad (...) fisiout re en holl en e lavarou flour. ●(1927) TSPY 53. evit d'in-me ne ra ket en holl. ●(1934) PONT 70. Nan zur, ne welan netra, netra 'n holl. ●189. Netra 'n holl muioc'h. ●(1958) BRUD 3/11. «N'out ket re skuiz ?» «Tra an oll

(7) [à l’affirmatif] En, an holl : le tout, en tout, etc.

(1880) SAB 274. Tristidigez ebed, peb seurt joa tout atao atao, setu eno, eme sant Augustin, petra anv an oll ar vuez eternel.

(1959) BRUD 8/24. Abalamour e-neus gouezet ober en-oll e-giz ma ree ar markiz e-unan.

II. Pron. ind.

(1) Tous.

(c.1501) Donoet 3-5. oull dre nerz a sinodoche ex [s]imile, tr. « tous par force de synecdoche » ●(1580) G 594. Duet aman oll, tr. «Venez ici tous.»

(1907) PERS 70. Falvezout a rea d'ezhan ho anaout holl.

(2) An holl : le tout, la totalité.

(1633) Nom 9a. Argumentum, periocha : sommaire ou argument : soummær, argumant pe en hiny ez coumprener an oll.

(3) An holl : tout le monde.

(1933) ALBR 44. eur pôtr dizrouk evel ma oa ha barrek d'ober troiou ha ne raje ket an holl.

(4) Tous les défauts.

(1959) BRUD 7/19. Saoz oa hoaz ive mar plij, oll edont gantañ, ar paour-kaez den !

III. Loc. adv.

(1) A'n holl holl : de tout en tout.

(1499) Ca 9a. Annoll oll. de tout en tout. ●149a. g. de tout en tout b. ann oll oll.

(2) Holl a-bezh : tous ensemble.

(1878) EKG II 147. evit kana ha iouc'hal-oll a-bez.

(3) D'an holl vuiañ : le plus souvent.

(1834) SIM 197. cazi qement drouc a erru ganeomp pe a reomp d'ar re-all, a broven, d'an oll vuia, demeus hon dievestet.

(4) Holl-d'an-holl : complètement.

(1907) PERS 70. Falvezout a rea d'ezhan ho anaout holl, anaout ho ezomou, ho foaniou, beza oll d'an oll evit ho gounit da Jesus-Christ.

(5) En holl d'an holl : entièrement, totalement.

(1732) GReg 885a. Souverainement, entierement, tr. «En holl d'an holl.» ●930a. Totalement, tr. «En oll d'an oll

(1862) JKS 22. en em rei da Zoue enn-holl-d'ann-holl. ●(1868) FHB 183/214a. breton en-oll-d'an-oll.

(1909) FHAB Mae 129. An den, dre natur, a c'hoanta beza eürus en oll d'an oll. ●(1909) FHAB Mezheven 162. ha pa darzo an deiz-se, e vezimp eürus en holl d'an holl. ●(1957) AMAH 99. Kentañ tra pourchaset ganin e Varsovia e voe ur c’hant berr-loeroù hag a goustas din ugent real en holl d’an holl.

(6) Eus an holl d'an holl =

(1869) SAG 40. An traou en han a iafe var ho fenn euz an oll-d'an-oll.

(7) War, àr an holl : en plus.

(1856) GRD 335. en treu aral e vou reit t'emb ar en ol. ●(1896) LZBt Mae 3. Ar gwennek dastumet war an oll gand ar re en penn pep dizenez.

(1913) AVIE 194. rah en treu zé vou reit d'oh ar en ol. ●(1941) DIHU 365/364. Un hantér lèu ar en ol hor bo d'obér enta.

(8) Nag en holl nag en tout : pas du tout.

(1984) HYZH 154-155/36. N'm blije ket amañ n'holl nag en tout !

(9) Re-holl : par trop.

(1864) KLV 37. mar deu ar goanv da greghi re-oll war ann douar. ●(1896) LZBt Mae 11. ha ne fell ket reoll fiout enhan.

(10) Re en holl : de trop.

(18--) CST viii. e gorn-butun a gare re en holl.

(1910) BUJA 27. N'hon eus ket da glemm re an holl. ●(1935) FHAB Gwengolo 247. Tud a zo hag a zo touellet, re en holl, gand ar galleg.

(11) Hag an holl : complètement.

(1908) KMAF 34. Eur stal gaer avad, Skouarnek, ha pa vefe gwir hag an holl. ●(1924) ZAMA 88. N'em eus ket gallet morse gouzout da vat peseurt kerentiez a zo etrezomp. Ha, p'am bije gouezet hag an holl, kement-se n'en dije ket talvezet d'in da nemeur.

(12) Holl-razh-ribus : sans exception.

(1869) FHB 215/43b. digan Doue e teu deom pep tra, ar boued, an dour, ar gwin, kemment a efom, an dillad a wiskom, oll rac'h ribiz.

(13) Ha holl : et autre.

(1839) BESquil 136. ou bihuance e oé bara heï-brèn a ol, guet lezeu pe grouyad, darrihuet én deur guet un nebedicg blêd. ●306. É vara e oé groeit a segal, heï ha quêrh, brèn ha ol.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...