Devri

jeu

jeu

f. –ioù

I.

(1) Jeu (activité).

(1847) MDM 39. epad ar skol hag en ho cheuiou.

(1985) AMRZ 190. c'hoariou a beb seurt : cheu gillou, cheu voulou.

(2) Jeu, ce qui sert à jouer (cartes, etc.).

(1936) BREI 460/2a. eur podad jistr hag eur jeu gartou.

(3) (théâtre) Scène.

(1929) EMPA [3]. Ar jeu a dremen en eun tammig ti-soul, a us d’an aod, e Bugelez (Perwenan).

II.

(1) Bezañ gant e jeu : être à son affaire, à son ouvrage.

(1883) HJM 1. he ben gant he jeu, tr. «tout à son ouvrage.»

(1936) BREI 459/2b. Bet gant ho «jeu», emezan, ha taolit evez mat !

(2) Treiñ e jeu gi : tourner mal.

(1935) BREI 427/4b. Ar jeu a droas souden en jeu gi : Bourdonnec a grogas e gorzailhenn e gamarad, ha heman (…) distaga gant egile eur pikol tôl troad.

(3) Klevout e jeu : en entendre pour son compte.

(1944) VKST Genver 13. Deiz ar bloaz-nevez hon eus klevet hor «cheu» gant an Aotrou Person. ●(1982) PBLS 46. (Sant-Servez-Kallag) klevet em-eus ma jeu, tr. «j’en ai entendu pour mon compte, je me suis fait rouspéter.»

(4) Histoire, affaire.

(1959) BAHE 18/6. e c’houlennas diganin hag-eñ e oan e sell da zerc’hel pell gant ar jeu-se.

(5) Ober e jeu da ub. : régler son compte à qqn.

(1967) BAHE 52/2. En ur ober 4 pe 5 devezh e voe graet o jeu da Nasser ha d’e Ejiptiz. ●(1970) BHAF 91. An taol-ze, ez eas ar paotr-koz en gouez hag urz a roas dioustu d’eur heginer a oa ive kiger d’ober e jeu d'ar paourkaez Mizerig, ha debret e oe d’e dro.

(6) Ober ur jeu bennak : faire quelque chose.

(1968) BAHE 56/11. N’heller ket derc’hel da jezuzal, ret eo ober ur jeu bennak.

(7) Querelle.

(1954) BISO.llmm 34. ha setu penaos e sav cheu a-wechoù etrezo hag an dud o felerinennoù glas.

(8) Bezañ mat ar jeu gant ub. : être à l’aise financièrement.

(1964) BAHE 41/64. Gwir eo e oa ar c’harter-se eus kêr-Lannuon, ur c’harteriad tud mat ar jeu ganto.

(9) Mat ar jeu / Mat eo jeu ? : comment ça va ?

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...