Devri

laez

laez

m. & adv. –ioù

I. M.

(1) Haut, partie haute.

(1659) SCger 50b. par en haut, tr. «dre al lae.» ●(1732) GReg 489a. Haut, le haut, au-dessus de nous, tr. «Laëz. lae. al laëz. al laë. Van[netois] lehue. el lehue.» ●D'enhaut, tr. «divar laëz. diouc'h al laëz. eus al laë.» ●Du haut en bas, tr. «eus al laëz d'an traoun.»

(1849) LLB 341. sawet hou pen d'el lué.

(1908) FHAB Kerzu 356. ruill en ardraon eb gellout sevel d'al laez. ●(1923) KNOL 123. ken a dregerne an ti eus an traon d'al laez. ●(1927) KANNkerzevod 3/3. ar re vihan a rayo eul lanm da .

(2) Est.

(1897) EST 62. en aùel oueit d'er hlué, tr. «le vent est monté à l'est.»

(3) [au plur.] Pays situés à l'est.

(1908) FHAB Eost 238. danvez plac'hed evit al laeziou.

(4) (marine ; en plt de la mer) Bezañ el laez : marée haute.

(1979) VSDZ 27. (Douarnenez) pa vie ar mor el laez, tr. (p. 196) «à marée haute.»

II. Loc. adv. War laez.

A. (avec un v. d'état)

(1) En haut.

(1659) SCger 50b. en haut, tr. «voarlae.» ●(1732) GReg 346b. En-haut. adv., tr. «var laëz.» ●489a. En haut, tr. «var laëz. bas Leon : or laëz

(1876) TDE.BF 386b. War-laez, tr. «en haut, avec un verbe sans mouvement.» ●438b. Pa en em gavchont war-laez, al loen keaz a voa skuiz-maro.

(1907) FHAB Kerzu 320. pignit var menez ar Salette (...) var laez e kavoc'h Introun-Varia ar Seiz Glac'har.

(1931) BAGA 72. Me 'ya da beurrenka war-laez.

(2) Au ciel.

(1911) SKRS II 29. emichanz ne daolot ket d'an traon ar stered a zo du-hont var laez.

(3) À l'étage.

(1943) FHAB Gwengolo/Here 337. Kambret eo war laez.

B. (avec un v. de mouvement) En haut, vers le haut.

(1894) BUZmornik 173. pa bignaz varlaez.

(1909) BLYA 34. Skanv mad e savont war-lê breman. ●(1921) PGAZ 48. Araog ma pigne var laez. ●(1922) BUBR 19/230. Ma voe lavaret d'ezan pignat war-laez. ●(1947) YBBK 313 § 529. Mont war-laez a vez lavaret alïes evit «mont er solier».

C. Diwar-laez : d'en haut.

(1659) SCger 38b. d'enhaut, tr. «dioar lae.» ●50b. d'en haut, tr. «dioarlae.» ●155b. diuoar laë, tr. «d'enhaut.»

D. A-ziwar-laez : d'en haut.

(1841) IDH 60. ur voéh a zerhlué.

E. (avec un v. de mouvement) D'al laez : en haut.

(1876) TDE.BF 386b. d'al laez, tr. «en haut, avec un verbe de mouvement.»

III. Loc. prép. War-laez da : en haut de.

(1894) BUZmornik 14. Ar Zant n'en doa ket a blas da c'hourvez var he biller ; rak varlaez da hema ez oa eur balustr round.

(1907) FHAB Gouere 157. Erruet war laez d'ar ru. ●(1921) PGAZ 104. var laez da vaner Kergongar.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...