adv., prép. & adj.
I. Adv.
A. (en plt de personnes)
(1) De concert, ensemble.
●(1659) SCger 29a. faire complot, tr. «beza a vnan.» ●102a. reconcilier les ennemis, tr. «laquat an aduersourien a vnan.»
●(1878) EKG II 37. ez eont atao a-unan. ●140. mont a-unan d'ar gear. ●(1889) SFA 142. baleomp a unan. (...) labourat a unan.
●(1906) BOBL 30 mars 80/1a. bale a-hunan d'an emgann. ●(1906) KANngalon Gwengolo 201. pedomp oll a unan. ●(1914) LZBt Du 19. Deut a oaïnt ho zri, a unan ; rag evelze a vijent muioc'h hardiz. ●(1916) KANNlandunvez 64/465. Dioc’h ar pardaez, ar famill abez en em asamblo evit ober a-unan ar beden vraz. ●(1927) YAMV 9. o krial o fevar a unan.
(2) Unanime, unanimement.
●(1732) GReg 965a. Unanimement, tr. « a-unan. »
●(1878) EKG II 15. Nann, nann, eme ni a-unan.
●(1927) GERI.Ern 30. a-unan adv. et adj., tr. «Unanime, unanimement, d'accord.» ●(1942) DHKN 67. Met a unan éh oent ou diù aveit anzaù ne oè ket tu de gavet « dilikatoh » dén nag amiaploh.
B. (en plt de choses) Ensemble.
●(1580) G 532. Fouldre ha tan a unan, tr. «La foudre et le feu ensemble.»
II. Loc. prép.
A. Bezañ a-unan da udb. : être d'accord avec qqc.
●(17--) SP I 327. Autro ewidon-me a so deliberet / Da veza a unan da gement a leret.
B. A-unan gant.
(1) Ensemble avec.
●(1877) EKG I 219. Hag ar zoudardet a-bez da c'hoarzin a-unan gand ho c'habiten.
(2) En accord avec qqn.
●(1900) MSJO 178. Kement hini beva a-unan gant Jesus-Christ a rank gouzanv poan ha tentasion. ●(1906) KPSA 198. Nag ez eo braz, kaer ha frealzuz ober kement tra a-unan gant an Aotrou Doue. ●(1909) FHAB Eost 231. A-unan gant an Tad Korantin hag an aot. Fleury e roas e hano.
(3) Bezañ a-unan gant : être en adéquation avec.
●(1915) KANNlandunvez 41/309. Dre-ze oc’h oll oberiou, oc’h oll boaniou, oc’h oll ankenniou pounner, epad ar brezel, a vezo a-unan gant oberiou ha poaniou kaloun Jezuz.
C. (en plt de qqc.)
(1) Lakaat udb. a-unan gant udb. : accorder.
●(1880) SAB 33. lacaat ar c'horf a unan gant ar spered da enori Doue.
(2) Lakaat a-unan ub. : unir au moral.
●(1732) GReg 965b. Unir, mettre la paix entre les personnes, tr. « lacqât a-unan an dud. »
(3) Bezañ a-unan gant udb. : être en adéquation avec qqc.
●(1896) LZBt Meurzh 21. Ar pez a meum groet beteg-hent zo a-unan gand ar skiant-vad da laret eo red d'ar visionerien er broio-man bean tost an eil d'egile.
●(1906) BOBL 27 octobre 110/1b. ped anezo hag a zo o c'hreden a-unan gant o c'homzou ?
D. A-unan etrezo : d'accord entre eux.
●(1882) BAR 39-40. Eur vam vad (…) eurus en em gav e creiz he banden [vugale], oc'h ho guelet a unan etrezho.