f. & interj. –où
I.
(1) F. Barrique.
●(1659) SCger 13a. barrique, tr. «barriquenn.» ●(1732) GReg 80b. Barique, tonneau & futaille, tr. «Barriqenn. p. barriqénnou.» ●145a. Mettre des cerceaux à une barrique, &c., tr. «qelc'hya ur varricqen, ur c'helorn.» ●(1790/94) PC I 208. Guel piqetes zo em barriqen.
●(1847) FVR 70. eur varriken arc'hant.
●(1904) DBFV 18b. barriken, f. pl. eu, tr. «barrique.» ●(1907) PERS 164. o kelc'ha barikennou. ●(1910) MAKE 81. Em barrikennou n'eus ket jistr badezet. ●(1912) MMKE 43. War dal eur variken, / Eur bombarder laouen.
(2) Interj. (juron) Double barrikenn ! : double barrique !
●(1909) HBAL 28. Poan speret ? double barriken, n'ouzoun ket petra eo an dra-ze. ●31. Double barriken, pebez prezeger a ra hema ! ●40. Double barriken, me am euz sec'het ive.
(3) (insulte) Barrikenn didalet : ivrogne.
●(1947) YNVL 40. N'hoc'h eus ket mezh, riboter, beg chopin, sac'h don, toull-sistr, gourlañchenn frank, lonker brein, krever vil ? (un ehan) Barikenn didalet !...
II.
(1) (Tev, ront) evel ur varrikenn : très rond, très gros.
●(1889) (L) G. Morvan ISV 319. Ar c'homodor-ze a ioa eur picol den ken teo hag eur variken.
●(1905) (L) *Doph ar Mezou FHAB Gouere/Eost 113. An itron-ze oa teo e giz d'eur varriken. ●(1911) (L) F. Cardinal FHAB Here 266. Eur c'hof teo evel eur varriken. ●(1938) (G) L. Herrioù DIHU 328/158. É ti ur goh intron, tiù èl ur variken ha goann a spered un nebed. ●(1949) *Petromig KROB 18-19/4. Ma vefe ret da laouig ar C'had, teo evel eur varrikenn, lakaat bragou Per ar Skeul, treut ha moan evel troad ar forc'h hir, Laouig a vefe, sur, tapet dezañ e benn... ●(1981) (L) *Tad Medar ANTR 61. Eur jikolodenn eo ar geginerez. «Liz teo» a vez grêd anezi. Round eo evel eur varrikenn.
(2) Kousket evel ur varrikenn : bien dormir.
●(1870) (L) A. Troude MBR 100. Iann laouen (...) a zebraz evel daou, a evaz evel c'houeac'h, hag a gouskaz evel eur varrikenn.
●(1927) A. de Carné YAMV 33. Chom a ra neuz da gousket evel eur varrikenn. ●(1932) A. de Carné TUML 17-18. Met sellit 'ta. Kousket a ra evel eur varrikenn. ●(1955) (T) *Jarl Priel VBRU 41. Mirout da vorediñ gant ar faezh ma'z oan, ha degouezhout a rae din zoken kousket evel ur varrikenn.
(3) Goro ar varrikenn : boire directement à la barrique.
●(18--) PEN 93/74. er skol gantan me zo skolliet (da vania pint a gueren) / me meus disket goro pis ar variken.
●(1900) (L) an aotrou Kere KAKE 93. Va bariken a c'horoan ; / en eur lipat va mourrou.