Devri

Bear

Bear

n. de l. Bégard. [22004]

I.

(1) Begar.

(1746) BS 322. en ur guitaat ar bed en em rentas Religius e Abati Begar.

(1867) BBZ III 323. Em hoc'h bet gant re Vegar, pe gand kloer desket. ●(1896-1897) DDPB 56/164. Pa vez pevar real pep pouellat gwiniz ha pevar guennec pep jar, e talvez pevar mil scouet leve Penlan da Vegar.

(2) Bear.

(1849) EDC III [titre]. an Autro Guillermic, Chaloni, Person Bear. ●(1866) BURflem 40. Person pen kanton Bear. ●(1894) BUEr 3. bean oa kouencho en Gwengamp, en Bear, en Lannuon.

(1905) BOBL 30 décembre 67/3c. iliz newe Bear. ●(1908) PIGO ii 169. eur beleg eus koste Bear hag a zo war arruout. ●(1910) EGBT 131. Ar gouent vrasan eus eskopti St-Brieg en em gav en parouz Bear, eur leo eus tosen Menebre. ●(1912) BUAZpermoal 836. chapeliou eleiz dre ar vro : en Bear, Beurlidi, Logivi. ●(1974) TDBP III 181. Bet eo bet o teskiñ bezañ kereour e Bear.

(2002) TEBOT 106b. Treduder ha Plouzelambr / Plouared, Kouerc'had / Tregrom, Benac'h, Louargad / Bear ha Pluzuned.

(3) Tud Bear : habitants de Bégard. Cf. Beariz.

(1970) BHAF 46. O hola, Kawaniz a zo ganti, med tud Vear, divalo evel m'eo ar hoz Kernevaded kov rouz-se.

II.

(1) Dicton.

(1896-1897) MELu 88. En 1789, Penlan rapportait à l'abbaye de Bégard environ 4,000 écus de revenu, ce qu'exprimait ce dicton : Pa vez pevar real pep pouellat gwiniz ha pevar guennec pep jar, e talvez pevar mil scouet leve Penlan da Vegar.

(2) Dispute.

(1970) BHAF 46. E keit-se, e oa krapet meur a grennard hag a Yann-Gouer yaouank er gwez ha klevet e vezent o youhal : "E Rozpez ez eo c'houezet an tan pell 'zo... An deiz na vo ket holen kraz e reor ar re-ze!... Fidam, tud Tonkedeg eo frank ar hoad gante... Lanvezêgiz a zo bepred ken tañgn, n'o deus lakaet, emichañs, nemed lann en o berniou, re sklaer ha re sonn eo ar flamm... O hola, Kawaniz a zo ganti, med tud Vear, divalo evel m'eo ar hoz Kernevaded kov rouz-se, ne vez gwelet hoaz nemed unan euz o zantadou..."

(3) Tournure.

(1970) BHAF 347. Koueza a reas en he bugaleaj ha bremañ e oa o paouez trelati da vad ha red kas anezi da Vear.

(4) Dicton.

(2005) HYZH 244/40. En Tregrom 'mañ an diaoul o chom, / Er C'houerc'had 'mañ o kac'hat (pe 'neus gloazet e droad), / En Plouared 'mañ war an oaled, / En Bulien eo kouezhet er vouilhenn, / En Plourec'h 'neus torret e vrec'h, / En Plouilio 'mañ 'c'hoari 'r c'hilhoù, / En Ploubêr eo bet tomm d'e lêr (pe d'e rêr), / En Tonkedeg eo kroget da redek, / En Plûned 'mañ o vutunet, / En Bear 'neus torret e c'har, / En Gwengamp eo manet kamm. / Hag en Burtuled eo marv gant an anoued.

(5) [Toponymie locale]

(1848) GBI II 92. Met na vefet ket pell en poan, / Me ielo d' vouit da Voenezan. ●(1863) GBI II 150. Annaïg Ar Bail a Sant Norvez.

(2000) TPBR 185. Plas ar Gag.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...