Devri

Bulien

Bulien

n. de l. Buhulien (Lannion).

I. Bulien.

(17--) CSdogmael 42d. En Peurit hag en Roc'h Derien / E Plouber ive en Bulien.

(18--) PENgwerin9 103. herve ar jolu --- de vourg buhulen / bourkis bulien chui voar erfat.

(1925) ARVG Du 258. eus al leurenn-gêr warzu Buhulien. ●(1960) BAHE 24/23. pa oan bet anvet da berson Bulien. ●(1965) KATR 21. pa oent erruet e kroeh bourk Bulien. ●(1970) BHAF 47. Peogwir em-eus komzet euz kreh Rozpez, e fell din anzav ez on eet kalz aliesoh war hini hent Bulien tostig euz va zi.

(2002) TEBOT 106b. Kerozern ha Ploumilio / Ploubêr ha Kaouenneg / Bûlien ha Lanvezeag / 'Vel Berc'hed ha Tonkedeg.

II. Dictons.

(1)

(1970) BHAF 10. Person Bulien / 'Zo eun andouillen.

(2)

(2000) TPBR 296. Bulieniz laouennek / 'Gas o laou da Gaouenneg. ●(2004) TROMK 217a. Bulieniz laouennek, / 'Gas o laou da Gaouenneg. Daniel Giraudon.

(3)

(2005) HYZH 244/40. En Tregrom 'mañ an diaoul o chom, / Er C'houerc'had 'mañ o kac'hat (pe 'neus gloazet e droad), / En Plouared 'mañ war an oaled, / En Bulien eo kouezhet er vouilhenn, / En Plourec'h 'neus torret e vrec'h, / En Plouilio 'mañ 'c'hoari 'r c'hilhoù, / En Ploubêr eo bet tomm d'e lêr (pe d'e rêr), / En Tonkedeg eo kroget da redek, / En Plûned 'mañ o vutunet, / En Bear 'neus torret e c'har, / En Gwengamp eo manet kamm. / Hag en Burtuled eo marv gant an anoued.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...