Devri

da .4

da .4

adv. Terme qui renforce une affirmation ou une négation.

I. [à l'affirm.]

(1) Ya da : oui da.

(1877) EKG I 212. Va Doue, ia-da, hen anaout mad. ●(18--) SAQ II 272. Ia da, Doue 'zo mad.

(1902) PIGO I 53. «Ya da, eme an hini goz, ha da gi ha da varc'h a zo du-hont ive.» ●(1903) MBJJ 331. Laeraz dour ! Ye da ! ●(1904) DBFV 42b. dé, déa, interj., tr. «(oui) da, certes.» ●(1909) TOJA 13. Ya da, ar mammou zod 'kas distresan o bugale ! ●(1950) KBSA 96. Ya da ! Truezus a lavaran-me ivez !

(2) Eo da

(1909) TOJA 8. Eo da ! ●(1911) RIBR 45. Ne gredi ket ac'hanon (...) / «Eo da, Lan, kredi a ran ac'hanout. ●(1950) KBSA 274. «N'hoc'h eus ket ur plas da rei d'in ?» a c'houlennas Yann. «Eo da,» eme ar vaouez a oa o vleina ar c'harr.

II. [au négat.]

(1878) EKG II 220. Me ? N'am beuz ket da.

(1911) RIBR 85. «Penaos 'ta, prinsez, n'eo ket me ?» / «O nan da !» eme ar plac'h yaouank. ●(1926) BIVE 16. 'Oan ket da ! ●(1950) KBSA 65. O ! Nann da ! Paotred, ne ran ket ! ●(1950) KBSA 276. «Ro anezañ d'in hag e klevi da blanedenn.» «Ne roan ket da !» ●(1954) VAZA 170. nann da, gant merc’hed ar bobl, ne lavaran ket, met gant plac’hed dereat hag a-zoare. ●(1970) BHAF 127. Ne rin ket da !

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...