interj. ; juron.
(1) Forme atténuée de «daonet».
●(1911) RIBR 89. Dampred ! eme Jakez, kousk atao, petra ! ●(1925) FHAB Genver 13. Dampred, tudou, fromma 'ra c'hoaz va gwad pa zonjan !...
(2) Dampret e vo ! : forme atténuée de «daonet 'vo».
●(1909) KTLR 23. Dampred e vo ! Me 'm eus graet ur c'hofad pesked ! ●(1970) BHAF 42. «Dampret 'vo, grit evel ma karot, met ar wech-mañ e vo red deoh dont a-benn da baka anezi. ●91. «Dampret 'vo, red eo sovetaad Mizerig,» eme Edouard. ●308. Dampret 'vo, kit an eil war-lerh eben d'ober eun devez skol er hlas.
(3) Dampret e vije tout ! : forme atténuée de «daonet e vije tout».
●(1970) BHAF 116. Ya, met dampret e vije toud, jamez ne hellas kavoud an toull. ●253. Yann a gasas dezi, dampret e vije toud, ar bromesa da chom hiviziken hep eva eun dakenn win.
(4) Dampret 'vo va ene ! : forme atténuée de «daonet 'vo va ene».
●(1908) KMAF 10. Dampret vo va ene, ma n'eo ket diwar an diaoul koz an holl zervicherien a zo en amzer-vreman ! ●76. Dampret vo ma ine ! Pôtr koz, gwall-ziwezad eo.
(5) Dampret vo chipot-holen ma hini-gozh ! : forme atténuée de «daonet ...»
●(1935) ANTO 154. Met dampred 'vo chipot-holen ma hini goz...
(6) Dampret e vin ! : forme atténuée de «daonet e vin».
●(1911) RIBR 119. Da dammig skiant vat a golli ive a-benn ar fin gant an traoù daonet-se, dampret 'vin !
(7) Dampret e vo kroc'hen ma c'hazh ! : forme atténuée de «daonet ...».
●(1964) LLMM 107/420. Dampret e vo kroc'hen ma c'hazh ! Chas hudur divergont ! Staoterien villiget !