adv. & conj.
I. Adv.
A. Daoust ha(g).
(1) [devant un pron.] Est-ce que.
●(1867) MGK 126. Daoust ha te ne vez ket figuz ? ●(1868) FHB 193/294a. Ha ma ve tud o c'hoari en hostaliri-ze, daoust hag hi a ve ken diabaf (…) ? ●(1878) EKG II 67. daoust ha c'houi a viche bet diskiant avoualac'h evit en em lakaat e tal da goll hoc'h arc'hant.
●(1902) LZBt Du 44. Daoust ha n'in a furaio ? ●(1904) BOBL 24 septembre 1/2a. Daoust ha te ne vez ket bet er skol ? Gout ! ●(1906) KANngalon Mezheven 144. daoust ha ni a jommo mud ha diaket ?
(2) [devant un subst.] Est-ce que.
●(1902) MBKJ 108. Daoust hag hor c'halounou a vije kaletoc'h eget an traou divuez ? ●(1910) FHAB Meurzh 107. Daoust ha c'hoant zo da vont var ar c'hiz ?
(3) [devant un v.] Est-ce que.
●(1878) EKG II 76. Daoust ha n'euz ket enn deiz a herrio var an douar tud henvel ouc'h soudarded ar Republik koz ?
●(1907) PERS 336. Daoust hag absolvi ac'hanoc'h a c'hellint ? ●(1910) MAKE 28. daoust ha n'eo ket poent c'hoaz didoulla alese ? ●(1919) MVRO 3/4c. Daoust ha n'eo ket deut ar c'hanfard-ze da veza darzod ? ●(1926) BIVE 12. Dampasion ! Leret-hu ? Daoust ha n'on ket mestr d'am zra ?
►
●(1905) ALLO 48. Ah ! mil gutez, / Daoust hag e tizrofe hennez ? ●(1927) YAMV 8. Daoust hag e fell d'eoc'h beza kaset ho pevar dirag ar barner ? ●(1935) ANTO 11. Daoust hag e teufe an amzer da veza druz ?
B. Daoust hag-eñ : est-ce que.
●(1909) NOAR 58. Daoust hag-en ema ho rouanteleziou o tismantri ? ●(1919) BUBR 2/41. Daoust hag hen n'eo ket ken aes e vuhez d'an eil ha d'egile ? ●(1924) BILZbubr 41/948. daoust hag-en ne ve ket alïes gwelet a skoueriou. ●(1927) CONS 903. Daoust hag hen ne roas ket e hano da Zroug ar Roue ?
C.
(1) Daoust eo deoc'h : que vous le vouliez ou non.
●(1902) PIGO I 12. «Daoust ê d'ac'h, eme Bipi, kredet pe na gredet ket ; an evn 'zo tremenet bepred.»
(2) Daoust ha(g) + adj. : bien que.
●(1972) SKVT I 48. Veig a oa dihun en e wele, daoust ha kloz e valvennoù. ●99. mes a wenneien yac'h hag onest, daoust hag estren. ●131. Hesonik eo e ourouler, daoust ha dister.
(3) Daoust ha : bien que.
●(1906) KANngalon Gwengolo 198. daoust ha n'hen anzavont ket ato. ●(1906) KANngalon Du 244. daoust ha n'oan ket kristen. ●(1924) FHAB C'hwevrer 69. Me va-unan, daoust ha n'on ket pinvidik, a zikouro gwella ma c'hellin da veva ha da wiska ar paotr.
(4) Daoust ha da =
●(1907) KANngalon Mae 405. Daoust ha d'ar vrezel a reer d'ar relijion, daoust ha d'an niver braz a relijiuzed a zo bet kaset er meaz euz ar vro.
(5) Daoust da bep tra : envers et contre tout.
●(1911) BUAZperrot 393. ober bepred e lavar daoust da bep tra. ●675. a douas var e le ober e daol daoust da bep tra.
(6) Daoust petra oa : quoi qu'il en soit.
●(1870) FHB 280/150b. Daoust petra voa, an douar a ieas droug enha. ●(1889) ISV 463. Daoust petra voa, mont a reaz en hent.
(7) Malgré.
●(1659) SCger 84a. nonobstant le vent, tr. «dioust pe daoust an auel.»
(8) Daoust da se : malgré cela.
●(1963) LLMM 99/268. Met daoust da se e skoazelle eus e wellañ El Lobo hag e genseurted.
II.
A. [suivi d'un adv. interrog.]
(1) Daoust pe =
●(1576) Cath p. 19. neuse an impalazr leun a frenesy a lauaras dezy choas vnan a daou : daoust dit pete a sacrifio hac ez beuy a pe a anduro tonrmanchou exquis ha ma vizy distruget, tr. «Alors l'empereur, plein d'emportement, lui dit : choisis un des deux : ou bien tu sacrifieras et tu vivras, ou bien tu endureras des tourments cruels et tu seras mise à mort.» ●24. daoust pe en articl an marou, pe en necessite arall. ●(1621) Mc 32. dauest pe euff é hunan, pe personaigou all.
●(1710) IN I 320-321. en em resolvit da rei dezàn quement hoc'h eus a breciussa (…) daoust pe hoc'h arc'hant hac ho madou-all, daoust pe ho tad, ho mam. ●(1766) MM (Brestad 17) 1230. daoust pe dre farz, pe dre zevri.
(2) Daoust (ha) perak : mais pourquoi ; pourquoi donc ?
●(1867) MGK 80. Daoust ha perak / Ann tiek n'en defe ket chemed, skiant ha furnez. ●(1877) EKG I 55. Daoust perag e teu an dud-se d'am direnka-me aman ?
●(1910) MBJL 2. daoust perak e vijen chomet er gêr ?
(3) Daoust pegeit =
●(1924) FHAB C'hwevrer 78. Daoust pegeit emañ eus ar ger.
(4) Daoust petra =
●(1870) FHB 309/380b. Daoust, emezhi, ha va fenn a ia e barboel, daoust petra zo en noz-ma ? ●(1889) CDB 172. Ha daoust para c'hoari d'hon c'hi.
●(1910) MBJL 138. Daoust petra a dremenas neuze dre o spered ? ●(1926) BIVE 3. Daoust petra eo an dro-ze ?
(5) Daoust pegement =
●(1903) MBJJ 28. daoust pegement a oa da ziskrapan, ne c'hwitaz ket war skol ar Mil Micher. ●(1932) FHAB Eost 310. daoust pegement a frankiz a zo eno.
(6) Daoust penaos ? : mais comment ?
●(1919) BUBR 6/162. Daoust penaos ar foec'h e teuyo hon c'hompagnunez a-benn da zont ebarz en he fez ?
(7) Daoust pelec'h ? : mais où ?
●(1926) BIVE 3. Daoust pelec'h eman tonton Jakez ?
(8) Daoust piv ? : mais qui ?
●(1908) PIGO II 39. Daoust piou eo hounnez-all c'hoaz ?
(9) Daoust peur =
●(1860) BAL 185. daoust peur e erruin er porz salo !
B. [devant un adv. exclam.] Daoust pegen : quelque soit.
●(1821) SST v. dust peh guet pel on doh-t-hai. ●(1839) BSI 80. daoust pegen tom ha pegen fatig a voué an amser en e vrô.
●(1912) BUAZpermoal 144. daoust pegen pennadus e oa. ●(1924) FHAB Ebrel 138. e rankas, daoust pegen amzere e oa kement-se, mont d'he gwele dirazo.
III. Loc. conj. Daoust ha ma + v. : bien que.
●(1904) KANNgwital 17/313. daoust ha ma 'z oa tear da c'hourdrouz gant ruster. ●(1907) KANngalon Genver 312. Daoust ha ma'z eo gouez meurbed ar barr amzer e deuz brema an Iliz da dreuzi. ●(1910) MBJL 103-104. barek e vin, daoust ha mac'hê tost da c'hwec'h heur. ●(1912) MMPM 150. Daoust ha ma kolle euz he nerz bemdez, ne dorre netra var he bedennou bemdiziek hag he binijennou kriz.