Devri

deñv

deñv

m. –ioù (jeu)

(1) Bille.

(1941) FHAB Gwengolo-Here 89b. Den(v) = e galleg : une bille. ●(1962) HYZH 36/23. deñvioù (dêieù) : melloùigoù implijet gant ar vugale, kanetennoù.

(2) C’hoari an deñv : jouer aux billes / jeu de billes.

(1857) CBF 125. C'hoari ann denv, tr. «Jeu de canettes.» ●(1876) TDE.BF 89a. C'hoari ann deñv, tr. «jeu de la canette, jouer aux canettes, billes.» ●(1890) MOA 143a. Jouer aux billes, tr. «c'hoari ann denv

(1941) FHAB Gwengolo/Here 89. (Tregon ha tro-dro) Ampar = g. an hirder etre ar meud hag ar biz-yod, pa vuzulier, e c'hoari an deñv. Galleg : empan ? ; den(v) = e galleg : une bille ; c’hoari’n den(v)-iou = jouer aux billes. ●(1985) AMRZ 113. Evid ar hanetennou, ar muia a veze gwelet eo "c'hoari 'n deñ". Evid-se, e veze great eur ront pe eur helh, war-dro eur paz treuz dezañ. Pep hini euz ar hoarïerien a roe eur ganetenn ha ganto e veze great eur bern e-kreiz ar ront. Klasket e veze, goude-ze, pep hini d'e dro, gand eur ganetenn a veze strinket gand nerz ar biz-meud, azaleg bord ar helh, tenna ar muia ma veze gellet a ganetennou er-meaz euz ar ront. An hini a-vad a jome en diabarz ar ganetenn a strinke, a oa koll hag a ranke lakaad eur ganetenn all en he 'flas evid he haoud en-dro. Med ar hanetennou a zeue er-meaz da heul ar ganetenn strinket, a veze d'ar strinker.

(3) (au jeu de quilles) Reiñ deñv d’ar c’hilhoù =

(1936) ONEN 33. Ar c’hilhou a zo roet deñ (dao) d’ezo adarre.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...