m.
(1) Reiñ an digouvi da ub. : congédier qqn.
●(1977) LLMM 182/187. Kalz droug o devoa Pariz ha Londrez ouzh Rusia war-lerc'h an digouvi a roas d'an ofisourien dileuriet... ●(1962) GERV 113. Hag int-i ivez, emichañs, a roas an digouvi d'ar vagerez am boa dibabet evit ma merc'h.
(2) Kaout e zigouvi : être congédié.
●(1955) STBJ 74. ar mevel en devoa bet digantañ e zigoui. ●222. Digoui : rei e zisentez da unan bennak.
(3) Kloc'h an digouvi : cloche de l'angélus du soir.
●(1870) FHB 308/375b. ma souno ive evit Bro-C'hall cloc'h ann digovi. ●(1877) FHB (3e série) 25/201b. da zini ar c'hloc'h-noz, kloc'h an digouvi.
●(1909) FHAB C'hwevrer 62. araog kloc'h an digovi. ●(1957) BLBR 101/15. Pa oan yaouank, ar hloh a zone hoaz eur wech, eun eur goude kloh an noz hag a veze anvet kloh an digouvi. (...) Pa zone ar hloh-se e veze digouviet ar pratikou en ostaleriou ha prennet an nor.