plur. –où
I.
(1) Vêtements.
●(1499) Ca 63a. Dillat vide in cres. ●(1557) B I 628. Guisqu y yuez a neuez flam / Gant un dillat fin ha dinam, tr. «Revêt-la d'un habit fin et sans tache.» ●(1580) G 644. Guyscaf dyllat syher, tr. «Vêtir des habits de sacs.» ●(1647) Am A.293. Dal, na espern glat, dillat, na madou., tr. « Tiens, n’épargne ni argent, (ni) vêtement, ni biens ». ●(1650) Nlou 140. nep dillat natur, / Ne cafset quet sur, pur de mailluraff, tr. «aucun habit normal / on n'aurait trouvé, à coup sûr, pour l'emmailloter vraiment.»
●(c.1680) NG 227. He dillat ne douen quet doublet. ●(1710) IN I 284. hac evit an Anaon decedet e touguer dillajou caoun. ●(1716) PEll.ms 330. Daleda an dillat, etendre le linge ou autres hardes au soleil. ●(1732) GReg 368a. Essanger, tremper et laver le linge pour le mettre à sécher, tr. «Prada an dilhad.» ●(1790) Ismar 124. de brenein dillad.
●(1849) LLB 28. kouh dillad. ●(1856) VNA 108. Faites votre paquet, tr. «Paquétet hou tillad.» ●(1877) EKG I 31. C'houeac'h pe eiz a viskaz dillajou oferenna ar veleien hag ho japou.
●(1925) SFKH 8. é dammeu dillad én ur val lién d'en tréz ar é ziskoé. ●(1962) EGRH I 60. dilhad pl., tr. « vêtements. »
►[au plur. après un art. ind.] Un dilhad, ur re zilhad un habit.
●(1906) BOBL 25 août 101/1b. eun dillad kaër a ve lakeet mare ha mare. ●(1907) PERS 97. N'o pezit morse nemed eur re zillad. ●(1910) MAKE 3. Gwiska 'ra eun dilhad, nevez c'hoaz kouls lavaret. ●109. eun dilhad kaer eus ar c'haera, kaeroc'h eget an holl dilhajou a oa bet betek neuze oc'h uza war ar skinvier.
►Dilhadoù : articles d’habillements.
●(1910) MAKE 109. eun dilhad kaer eus ar c’haera, kaeroc’h eget an holl dilhajou a oa bet betek neuze oc’h uza war ar skinvier. ●(1962) EGRH I 60. dilhadoù, tr. « articles d’habillements. »
(2) Dilhad dindan : sous-vêtements.
●(1916) KANNgwital 169/187. dillad-dindan a bep seurt.
(3) Dilhad da sul : vêtements du dimanche.
●(1919) FHAB Kerzu 184. a lakeas d'e vamm he dilhad da zul. ●(1950) LLMM 23/31. gwisk da zilhad da sul. ●(1950) KROB 22/10. lakaat war ar c'hein an dilhad da zul.
(4) Dilhad-dizilhad : avec tous ses vêtements sur lui.
●(1995) BRYV II 150. (Milizag) e-neus treuzet ar ganol vraz, er goañv, dillad-dizillad, gantañ. ●dillad-dizillad : heb tenna e zillad.
(5) Pezh-dilhad : article de vêtement.
●(1866) FHB 70/140b. N'hor boa da lakaat en dro d'e-omp pez dillad zec'h e-bed. ●(1889) ISV 231. o c'hriat eur pez dillad.
●(1911) BUAZperrot 80. Mari (…) a nezaz kement pez-dilhad a c'holoas e izili benniget.
(6) Bazh-dilhad : battoir.
●(1904) DBFV 16a. bahtilhad, f. pl. eu, tr. «battoir.» ●(1906) DIHU 18/297. ér penn a beb unan anezhé é hes ur vahtillad.
(7) Preñv-dilhad : mite.
●(1499) Ca 163a. Preff an dillat. g. taingne le ver des robes.
II.
(1) Ober dilhad nevez da ub. : dénigrer qqun.
●(1912) FHAB Du 348 (L) M.-A. Abgrall. E c'hellit kredi eno ne veze ket a amzer da ober dillad neves d'an dud, na da lavaret kaochou divalo.
(2) Kempenn dilhad ub. : dénigrer qqun.
●(1953) LLMM 43/14 (T) J. Konan. Eno, war ar c'hae-se, e vez kempennet dilhad tud ar barrez a-bezh.
(3) Bezañ en e zilhad Pantekost : être dans ses plus beaux atours.
●(1924) NFLO. Atours. (être) dans mes + beaux atours, tr. Loeiz ar Floc'h «em dilhad Pantekost.»