m.
I.
(1) Fin.
●(1870) MBR 104. ne vezo distag e-bed d'al labouriou.
●(1925) BUAZmadeg 466. Ar zant-man, n'euz bet distag ebet d'he boaniou epad an nao bloaz var 'n ugent m'eo bet eskop. ●(1964) ABRO 46. em boe an distag eus an derzhienn.
(2) Répit.
●(1877) FHB (3e série) 11/83a. n'am euz bet distag ebet abaoue va dizro er vro-man.
►Hep distag (ebet) : sans relâche, sans répit.
●(1877) BSA 216. eur beden ep ean hag ep distag. ●(1879) BMN 122. Dom Michel ho c'hovessee heb distag ebed.
●(1911) BUAZperrot 329. he deus ranket stourm heb distag. ●(1935) KANNgwital 385/20. an oferen a vo lavaret war aoter ar c'hao hep distag ebet. ●(1941) DIHU 361/299. turel e hrant arnomb ou hoarnaj a dorimel, hep distag erbet.
(3) Séparation, limite.
●(1949) KROB 18-19/7. An almanak a c'hell lavaret ar pez a gar, da c'houel-Mikael eo emañ an distag etre an daou vloaz, war ar maez.
(4) Détachement.
●(1790) MG 345. un distag parfæt ag ou halon doh modeu ha custumeu er béd.
●(1838) OVD 158. concervet hou calon én un distag perhuéh doh hou tanné. ●(1847) FVR 200. an distag e kenver he vad he-unan. ●(1855) BDE 127. dré en distag a galon doh en treu ag er bed. ●(1861) BSJ 178. hur Salvér e ziscoé é ma diazéet er salvedigueah ar en distag a han-amb doh en treu ag er bed-men.
●(1931) GUBI 229. Er beuranté santél, en distag doh peb tra.
(5) Distag fall : déboire, arrière-goût désagréable.
●(c.1718) CHal.ms i. deboire, tr. «goal, g'hout, distagu' fal, c'hoüet.» ●ce uin a un deboire, tr. «er güin sé endés ur c'hoüet un distagu' fal, a les ur goal g'hout ar e lerh goudé bout iuet.»
►sens fig.
●(1925) BUAZmadeg 30. evach ar blijadur en deuz eun distag c'houero. ●300. ar plijadureziou fall o deuz eun distag c'houero.
(6) Déconvenue.
●(c.1718) CHal.ms iii. Il fait bon traitter auec lui, il n'y a point de mauuais retour, tr. «mat é endeuout d'ober dohtou, n'endesquet a drompereh a zistag'.» ●on a touiours de mauuais retours auec cet homme la, tr. «boutço ataü distag' fal-guetou.»
(7) (géologie) Délit.
●(1938) IABB 99. Un délit, tr. «eun distag.» ●Remarques sur certains délits : Les délits sont appelés distagiou.
II. [en expression]
(1) Reiñ e zistag da ub. =
●(1926) FHAB Mezheven 227. Abenn ar fin kemend-se, kuzulierien ti ar Prefed a roas e zistag d'hon ailhon-bôtr hag eun Urz eus a berz ar roue a zisklerias er bloavez 1817 e oa bet roet ar chapel gwir ha fond da iliz Kerfeunteun.
(2) Pakañ e zistag =
●(1928) KANNkerzevod 16/5. Setu paket e zistag gantan an tol man evit mat.
(3) Bezañ start war an distag : être avare.
●(1923) DIHU 140/215. Er velioñnenn kalz a fal blégeu n'hé des chet / Un tammig stert ar en distag ne laran ket.
(4) Kaoust an distag diouz ub. : se débarrasser de qqn.
●(1890) MOA 201a. se débarrasser de q. q., tr. «kaout ann distag dioc'h u. b.»
(5) Kaout ar stag pe an distag : savoir de quoi il retourne.
●(1977) PBDZ 785. (Douarnenez) dav eo deoc'h kaout ar stag pe an distag memestra, tr. «il vous faut enfin savoir si c'est oui ou non, savoir de quoi il retourne.»