Devri

distagañ / distag

distagañ / distag

v.

I. V. tr. d.

(1) Détacher (un animal, etc.).

(1659) SCger 43a. detacher, tr. «distaga

(1847) BDJ 37. An elez dioc'h ar wezen / A zistagas eur skoultren.

(1904) ARPA 290. Distaga 'reio kement scour ne zoug ket frouez. ●(1911) BUAZperrot 403. Maturus ha Sanctus a oue distaget al loened varnezo da genta. ●(1925) SFKH 14. Distag e hrér er boh. ●(1925) BILZ 117. Distagit ar chas war ar forean-man ! ●(1940) LZBl Gouere/Eost 343. Distaga ra unan eus ar c'hezeg.

(2) Détacher, décoller (d'une surface).

(1732) GReg 469b. Detacher le gratin du bassin, tr. «Distaga ar c'hréien diouc'h ar billicq.»

(3) Donner, appliquer, desserrer (un coup).

(1732) GReg 45a. Appliquer un coup de pied à quelqu'un, tr. «distaga un taul-troad gand ur re.»

(1861) BSJ 224. ur mehuel e oé inou e zistag ur vouguennat guet Jesus. ●(1870) MBR 164. me a zo o vont da zistaga eunn taol baz houarn gant-han. ●(18--) KTB.ms 14 p 84. Distaga a ra d'ehan ur winkadenn.

(1906) KPSA 207. lod all a zistag boc'hadou d'ezan. ●(1907) VBFV.fb 30a. desserrer un coup, tr. «distag, dorrein.» ●(1910) MAKE 96. Yan a bakas peg en eur c'hoz skourjez hag a grogas da zistaga taoliou gantan war e bodhouarn. ●(1925) BUAZmadeg 435. distaga meur a javedad gant Felisite.

(4) Distagañ teod ub. : donner la parole à un muet.

(1877) MSA 69. Doue, dre viracl (...) distaga a reas ive he deod.

(5) Prononcer.

(1909) KTLR 68. an alvokadet a gustume distaga kalz bomou latin. ●(1910) MBJL 95. Evit besteod nan ê ket : distagan reiz a ra ar girio a lavar d'imp. ●116. kustumi 'nê da zistagan ervat komzo ar pedenno. ●(1947) YNVL 90. Pe an « Te Deum », evel m’hen distagis, ur wech e voe, soñj oc’h eus, en Iliz Sant-Korantin Kemper, dirak an Aotrou’n Eskob Gwenn e-unan. ●(1958) LLMM 71/427. Brezhonekaet e oa bet an anv dic’hiz-se gant an dud, ha distaget e veze « Waremm-Mên ».

►absol. Déclamer.

(1868) FHB 186/233a. Evit diskuez he spered caer en em lakeas, na petra ta, da zistaga muia ma elle a enep ar Relijion.

►[empl. comme subst.] Prononciation.

(1929) FHAB Meurzh (pajenn Breuriez-Veur ar Brezoneg) 8. An distagadur, emezoun ; eun distaga reiz.

(6) Dire (des mensonges).

(1867) FHB 102/393a. ne ket fron a vanc dezho da zistaga gueier. ●(1867) FHB 138/265a. tud diskiant avoalc'h evit treizia an oll gueier a zistagont.

(7) Dire, raconter, chanter.

(1889) ISV 341. lacat anezhan da zistaga eur marvail bennak.

(1909) KTLR 68. an alvokadet a gustume distaga kalz bomou latin. ●(1924) FHAB Genver 33. distaga eur bomm kan. ●(1925) FHAB Du 410. evit distaga d'eomp kanenn zispar «an Eured».

(8) Faire (un somme).

(1910) MAKE 86. Herve Stroalleg a zistagas c'hoaz eur pennadig kousket.

(9) Prendre (une cuite).

(1910) MAKE 86. Hag eur c'hristen a dlefe distaga korfajou evelse ? ●(1931) VALL 681a. boire sec, tr. «distaga banneou (Ouess[an]t.)» ●(1947) BIKA 35. Te, avat, poa distaget eur c'hofad er Pont.

(10) Distagañ ub. diouzh udb. : éloigner qqn de qqc.

(1790) Ismar 131. er moyandeu de zistag er galon doh er madeu ag er béd-men.

(1891) MAA 91. distaga ar galoun diouz an arc'hant.

(1902) PIGO I 189. Ma zad (…) a gonte d'in gwechall, evit ma distagan deuz ar c'heriou, ar marvailh-man.

(11) Distagañ penn diouzh : lever la tête de (un livre, etc.).

(1911) BUAZperrot 492. ne zistagas penn diouz e c'hrammadeg ken na oue peur-evet gantan.

(12) =

(1909) FHAB Kerzu 377. Ne ouzon ket pe seurt geier a zizac'has Lan da Yan an Intanv ; mes dont a reas a benn da zistaga eur voutaillad dour-vitriol eus e gav.

(13) Distagañ a-ziskolp : détacher par morceaux, par copeaux.

(1872) ROU 82a. Détacher par éclat de bois, de pierre, tr. «distaga a ziscolp

(14) Faire passer l'envie.

(1902) PIGO I 189. Ma zad, eme Bipi, a gonte d'in gwechall, evit ma distagan deuz ar c'heariou, ar marvailh-man.

(15) Faire quitter.

(1857) CBF 98. am euz aoun na zistagfe ar chans vad diouz-in abarz nemeur, tr. «je crains, avant peu, de voir changer ma bonne fortune.»

(1967) BAHE 54/26. C'hwezek vloaz he doa Soazig ha ne oa ket bet diaes distagañ anezhi diouzh ar gêr.

(16) absol. Dételer.

(1912) MMKE xvi. Amzer da zistaga, da zibri eun tam, ha ni d'ar chapel.

II. V. intr.

A.

(1) Se détacher.

(1763) Remed 479. hac e teu teot an Aneval da zistagua. ●(17--) TE 278. ur mein é tistag a nehou é hunan a-zoh ur manné.

(1867) MGK 96. A-benn warc'hoaz, mignoun, ann heol c'hell distaga. ●(1872) GAM 64. Pa ziroll re abred avelou balc'h, kalz frouez a zistag diouc'h ar vezen.

(1907) PERS 223. sevel a rea var begou he voutou evel p'en divije bet c'hoant da zistaga ouz an douar. ●(1909) FHAB Du 338. an deliou melenet a zistag eus ar gwez. ●(1936) PRBD 9. eus ar vag eur planken a zistag. ●(1957) DSGL 208. Er méz a pen dint est e zistag doh en derù, tr. «Les glands, quand ils sont mûrs, se séparent du chêne.»

(2) Se détacher, se décoller (d'une surface).

(1861) BELeu 8. er fank e zistagué a zoh er boteu.

B. par ext. Se détacher.

(1909) KTLR 162. ha pa rankfen griat ho tiou c'har deuz ho kein evit miret outho da zistaga.

C. sens fig.

(1) Distagañ diouzh udb. : délaisser, abandonner qqc.

(1860) BAL 199. Evelse e galon a zistagas neat diouz ar bed.

(1907) FHAB Genver/C'hwevrer 29. Ar c'hoant da zevel huel a reaz d'ezhan distaga diouz an Iliz.

(2) Distagañ a, diouzh : s'éloigner de.

(1865) LZBt Here 57. O tistagan euz ann od, al lestrik enn devoe eur bar avel skrijuz.

(1903) MBJJ 9. Adalek Arlez, e tistagomp diouz ar Rhon. ●31. ha setu ni o tistagan a dammigo bihan deuz ar c'hæ. ●(1904) LZBg Mae 107. kent distag a Frans. ●Chetu perak hum bou poén é tistag ag er blasen beniget-sé.

(3) (en plt d'une maladie) Distagañ diouzh ub. : quitter qqn.

(1877) BSA 176. ar c'hlenvet ne zistage ket diouthi. ●(1894) BUZmornik 791. ann derzienn ne zistage ket diouthan. ●(1909) NOAR 37. paour kez tud taget gant eur paz ha ne zistag ket diouto.

(1904) SKRS I 212. Eno e krogas ennhan eur guall derzien, ha ne zistagas ken diouthan. ●(1929) MANO 149. hag an derzienn a zistagas dioutan.

(4) Démordre.

(c.1718) CHal.ms i. Il n'en demordra pas, tr. «ne zistaguou Iamés doh endrasé, derhel arei brepet mat d'endra sé ne lausquou Iamés diar endrase.»

III. V. pron. réfl. En em zistagañ.

(1) Se détacher, s'éloigner.

(1849) LLB 511-513. Lies e huéler (…) / Stered doh hum zistag ha ged ul lostad tan / (…) é koeh en ul loskein. ●(1877) EKG I 277. nemet unan [eur zoudard] a en em zistagaz adarre diouc'h ar re-all.

(2) Se détacher, quitter (au moral).

(1899) LZBt Meurzh 20. 'n em distagan diouz treo luriuz ar bed.

IV. Distagañ e gof diouzh e gein : voir kof.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...