Devri

diwar-lerc'h

diwar-lerc'h

adv. & prép.

I. Adv. Ci-après.

(1926) FHAB Meurzh 113. evel m'hen diskouezimp aman diwarlerc'h, ar Vretoned a ranko stourm c'hoaz.

II. Adj.

A. Attr. Chom diwar-lerc'h : ne pas progresser.

(1915) MMED 328-329. ar re all o vont var araok gant ho studi, e leac'h me a joum atao divarlec'h.

B. Épith.

(1) Arriéré.

(1935) LZBl Du/Kerzu 197. eur vro diwezat, diwarlerc'h. ●(1925) FHAB Gwengolo 337. tud diwarlerc'h evel ma 'z eus dre aman. ●(1947) YNVL 17. sakre Toullig Diwar-lerc'h ! ●(1958) BAHE 15/6. gant aon da vezañ kemeret evel un den strizh a spered hag un den diwar-lerc'h.

(2) Qui ne suit pas le progrès.

(1944) VKST Mae 137. ar brud da veza tud lous ha diseven, tud diwarlerc'h.

(3) Yann Diwar-lerc'h : personnalisation des retardataires.

(1949) LLMM 16/65. C'hanta, Yann-diwar-lerc'h, pell e chomi c'hoazh da lugudiñ ?

(4) Trop tard, après, par la suite.

(1889) ISV 447. Piou bennag re en em fizio / keuz divarlerc'h en devezo.

(1911) BUAZperrot 153. Keuz divarlerc'h ne dalvez netra / teuler evez eo ar gwella.

III. Prép. A-ziwar-lerc'h.

(1) Après.

(1924) ZAMA 22. a-ziwar-lerc'h dibri ar vi bras-ze.

(2) En héritage de.

(1955) VBRU 3. ur yalc'had vat da gaout a-ziwarlerc'h he mamm. ●35. gant n'o devefe ket kavet unan a-ziwarlerc'h o c'herent.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...