v. tr. d.
(1) Déconseiller, dissuader.
●(1659) SCger 44b. dissuader, tr. «disalia.» ●(17--) EN 2383. no disalian qued, tr. «je ne vous déconseille pas.»
●(1846) BAZ 219. an tad superior a fallas dezan en dizalia. ●(1860) BAL 211. dre ma tisalie anezo da laerez o mistri. ●(1889) SFA 149. Ar C'hardinal hen dizaliaz da vont keit-se dioc'h he vro. ●(1894) BUZmornik 572. ne espernjont netra evit he zizalia. ●(18--) SAQ II 337. Kalz ho dizalio, marteze.
●(1904) DBFV 45b. dizaliein, v. a., tr. «déconseiller, dissuader, détourner (a, de).» ●(1906) KANngalon Mezheven 124. ar re a zizali ar re all. ●(1907) PERS 237. he vignoned a zizali anezhan.
(2) Dizaliañ ub. d'ober udb. : déconseiller à qqn de faire qqc.
●(1910) MBJL 175. evit hen «dizalian» d'ober ar prozision. ●(1920) AMJV 67. ne gredjont ket he dizalia da vont. ●(1935) BREI 416/2b. evit o dizalia da vont d'ar prosesion.
(3) Dizaliañ ub. diouzh udb. : déconseiller qqc. à qqn.
●(1894) BUZmornik 152. evit dizalia ar gristenien fidel dioc'h ar seurt dimiziou-ze.