Devri

dizoare

dizoare

adj.

I. Adj.

A. Attr./Épith.

(1) (Parole) inconvenante.

(1860) BAL 222. An dud iaouanc, siouas ! a lavar etrezo meur a c'her dizoare. ●(1894) BUZmornik 60. an distera komz dizoare.

(1904) SKRS I 195. meur a gomz dizoare. ●(1911) SKRS II 112. guech ebet ken nebeut ne lavaras an distera ger dizoare. ●147. eur gomz dizoare benak. ●(1924) FHAB Gouere 259. klevet (...) hano eus traou dizoare lavaret pe c'hrêt en he zi. ●(1924) FHAB Du 412-413. Prezegit, Aotrou Person, ni a ray hor giz ! (…) komz dizoare an teir c'hoar.

(2) (Manière) grossière.

(1894) BUZmornik 21. Tud ar c'heariou-ma n'oant ket ker gouez, ne vevent ket en eunn eur fesoun ken dizoare hag ann dud divar ar meaz.

(3) (Dépense) inconsidérée, excessive.

(1950) KROB 26-27/17. Ober dispignou dizoare.

(4) (en plt de qqn) =

(1870) MBR 132-135. M'ho kaso du-ze, ampouaill dizoare, tr. «Je vais t'envoyer quelque part, méchant garnement.»

B. Attr.

(1) Ober dizoare : mal faire, mal se conduire.

(1909) FHAB Genver 30. Ar zoudarded a oe laket d'ober dizoareoc'h c'hoaz.

(2) Bezañ dizoare diouzh ub. : ne pas convenir à qqn.

(1924) FHAB Meurzh 84. an youlou divalo a ren war natur al loen a zo dizoare diouzit.

(3) Bezañ dizoare e-keñver ub. : mal se conduire envers qqn.

(1911) BUAZperrot 136. Tostennerien a roas da gredi d'ar prins, oa bet eskob Orléans, dizoare en e genver. ●(1924) FHAB Gouere 248. skei un taolig baz gant ar c'houer a zo dizoare en hor c'henver.

(4) Kavout dizoare : trouver inconvenant.

(1883) MIL 124. Ne gavan ket dizoare lavaret breman eur gerik benak eus ar parrosiou ho deus choazet sant Villiau evit patron.

(1915) HBPR 8. Hag ar veleien-ze, a gave dizoare beza paet ken dister.

(5) Peu agréable, peu flatteur.

(1857) CBF 25. Ne vezo ket dizoare d'ez-hi va gwelet mar bez great va dillad e doare, tr. «Elle pourra en être flattée si mon habillement est fait comme il faut.»

II. Adv. Grossièrement.

(1907) FHAB Genver/C'hwevrer 18. p'eo gwir, ama hag ahont, e kaver ennhi pennadou steuet dizoare.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...