Devri

drailh .1

drailh .1

m. –où

I.

(1) Bagarre, bataille.

●(1910) FHAB Here 309. ha dao d'ar pigoz, ha dao d'al lorgn ha dao d'an drailh ! ●(1919) FHAB Here 104. Goude an drailh... ●(1920) AMJV 118. ne oue ket guelet e Mana freuz ha draill evel el leac'hiou all. ●(1926) SAHE 46. gant aoun na vijent kuezet etre daouarn paotred an drail. ●(1937) FHAB Kerzu 362. Ha setu drailh etre an tri damm lanfre euzus. ●(1949) KROB 12/9. an dismantr, a jom warlerc'h an drailh, a ziskouez dremm heuzus hag iskis ar brezel milliget. ●(1962) GERV 92. Spontus e voe an drailh e-touez ar breizerien.

(2) Mésentente, querelle.

●(1910) MAKE 57. eun nebeudig a zo alïes peadra evit hada drailh e-touez ar gwella mignoned.

(3) Kanaouennoù drailh : chansons révolutionnaires.

●(1905) BOBL 30 décembre 67/2c. Micherourien porz ar Roc'hell o deuz great tro ar ruiou en eur gana kanaouennou draill, hag en eur ober reuz.

(4) C'hwezhañ an drailh : fomenter le désordre, la révolution.

●(1905) BOBL 16 décembre 65/1b. ar re a ia euz an eil kear d'eben evit c'houeza an draill. ●(1906) BOBL 08 décembre 115/1b. ne reont netra nemed c'houeza an draill.

(5) Bavardage.

●(1936) IVGA 45. Ha drailh ganto ha c'hoarzadeg.

(6) Grand bruit.

●(1907) MVET 82. oc'h ober eur safar, eun drailh da vouzara an den ar gwella skouarnet.

II.

(1) Coupure qui n'est pas nette.

●(1915) HBPR 191. Ar gountell (...) ne droc'haz nemet an hanter deuz he c'houzoug. (...) Ne reaz nemet eun draill all.

(2) Choses cassées.

●(1934) FHAB C'hwevrer 57. Nag a stlabez, nag a zrailhou a reont ! Nag a zismantrou-ta !

(3) Coupon, retaille.

●(1927) GERI.Ern 120. drailh m., tr. «coupon, retaille.»

(4) (en plt des arbres) Rejeton.

●(1936) LVPR 91. e sav broustou regalis. An drailhou gwez-se, na dalvezont, kouls lavaret netra. Ha ma lezer anezo da boulza, e teuont da vouga, da luia da laza ar gwez-Olivez.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...