Devri

emsav .1

emsav .1

adj.

I. (en plt de qqn)

(1) Capable.

(1900) KZVr 101 - 25/03/00. (Lannuon) Emza, barrek. Da skouer : Me 'zo emza d'ober-ze. ●(1925) SFKH 12. deustoh dehon bout pinuik mat, n'em gavé ket anzaù é unan donet de ben ag ul labour ken bras.

(2) Bezañ emsav : s'en tirer.

(1957) BLBR 99/23. «Sikour t' eus ezomm ? – «Ne meus ket, emzav on ! Je m'en tire, j'y arrive.» ●(1964) ABRO 40. Ne vern penaos e vijen ken emzav ha kouerien baour va bro a ranke tremen gant gouloù rousin.

(3) (en plt des activités humaines) Avantageux, intéressant.

(1890) MOA 132a. Avantageux, tr. «Emzao

(1938) WDAP 1/23. (Pleiben, Ar c'hastell-nevez...) Emzao, ano gwan. Gounidus, talvoudus, spletus, founnus, ampletus. Skouer : n'eo ket emzao larda moc'h abaoe ma'z eo keraet ar brenn-gwiniz. Emzavoc'h eo gwerza laez dre e zienn eget dizona leueou. ●(1943) FHAB Gwengolo/Here 350. (Kleder) Emzav : aes en em denna, aes en em denna gant «emzavoc'h eo beza daou pe dri, emzavoc'h eo ober tan gant glaou eget gant keuneud.» ●(1957) ADBr lxiv 4/458. (An Ospital-Kammfroud) Emzao : adj. – Avantageux ; emzavoh : préférable ; Dre beseurt hent mond ? Ken emzao eo dit mond dre ar wenojenn-mañ. – Emzavoh eo dit mont dre ar vorh. Le sens de ces deux mots est quelquefois très voisin de selui de fonnuz, fonnusoh (sans cepandant évoquer aussi précisément l'idée de quantité numérique, ni même de rapidité. ●(1957) BLBR 99/23. Amzao (Emzao) êz, spletuz, avantajuz. Ar gér-ze a vez implijet dreistoll en derez keverata (comparatif) pe en derez-uhel (superlatif) «emzavoh eo labourad gand ar «brabant».

(4) Bezañ emsav gant e labour : (?) être à jour (?).

(1938) WDAP 1/23. (Pleiben, Ar c'hastell-nevez...) Eur gwall boanier eo ar mevel nevez hag emzao emaomp bremañ gant hol labour.

II. (en plt de qqc.) Pratique, commode.

(1943) FHAB Gwengolo/Here 350. (Kleder) Emzav : aes en em denna, aes en em denna gant «emzavoc'h benveg eo ar falc'h eget ar falz da drouc'ha foenn». ●(1957) BLBR 99/23. Amzao (Emzao) êz, spletuz, avantajuz. Ar gér-ze a vez implijet dreistoll en derez keverata (comparatif) pe en derez-uhel (superlatif) «emzavoh benveg eo ar falh eged ar falz da droha foenn. ●(1982) PPBA 43. (Argol) Bouteier emzao, tr. «Des souliers commodes.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...