f. –où (religion)
(1) Excommunication.
●(1499) Ca 79a. Escumunuguenn. g. excommnyement. ●81a. Excumunuguenn. vide in escumunuguenn. ●(1612) Cnf 11a. dré an excummunuguen bras pé excummunuguen bihan.
●(1659) SCger 54b. excommunication, tr. «excommunuguen.»
●(1911) BUAZperrot 157. kouezet dindan an eskumunugen. ●(1927) GERI.Ern 139. eskumunugenn f, tr. «excommunication.»
(2) Dougen eskumunugenn ouzh ub. : excommunier qqn.
●(1912) MMPM 107. Guillou (…) hen doa great kement a dorfejou en he vuez ma we douget eskumunugen outhan gant an Iliz.
(3) Teurel an eskumunugenn : fulminer une excommunication.
●(1894) BUZmornik 35. evit teurel an eskummunugenn var ar re a droe gant an Arianed. ●246. hag e taolas an eskummunugenn varnhan.
●(1911) BUAZperrot 378. Pi VII a daolas an eskumunugen var ar re o devoa klasket, harpet ha great gaout ouz e wiriou.
(4) Sevel an eskumunugenn : lever l'excommunication.
●(1854) MMM 177. Loter en devoue c'hoant e vige savet an excummunuguen.