m./f. & interj.
I. M.
A. (religion)
(1) Foi.
●(1499) Ca 83b. Fez. g. foy / ou creance. ●(1576) Gk I 214. ves an fez, hac an articlou à Nezy. ●(1612) Cnf 80a. Eguit maz gallo an grizyou ves an feiz donet da glassaff.
●(1732) GReg 139b. La Foi Catholique, Apostolique, & Romaine, tr. «Ar feiz Catolicq, Abostolicq, ha Romen. ●(1790) Ismar 12. ur Fé bihue.
●(1840-1841) LAUrenspab.ms p. 110. An ampereur payant so adversour d ar fé / a deuy da intantin sivoaz voar on bué. ●(1847) FVR 12. ann Eskop santel a c'hounezaz d'ar feiz, ann Aotrou De La Harp. ●(1868) KMM 27. gant ur feiz cre. ●(1877) EKG I 238. feiz doun ha stard. ●(1882) BAR 10. evit ho c'henderc'hel stard er feiz. ●(1893) IAI 151. klouarik enn ho feiz. ●(1894) BUZmornik 696. eur feiz beo.
●(1907) PERS 65. eur barrez dizeblant, laosk en he feiz. ●(1907) KANngalon Genver 295. ne brezegont nemed eur feiz dislivet, briket, leun a c'hevier. ●(1907) AVKA 127. Fe dister a den, perak n'et eus ket kredet awalc'h ? ●(1910) MBJL 6. anaveout ar fe gristen. ●(1910) MAKE 50. eun den a feiz beo e oa. ●(1915) KZVr 116 - 23/05/15. beza birvilhet eus a eur feiz kre, tr. «être animé d'une foi forte, Combeau.» ●(1915) HBPR 81. eun den aonik hag a feiz laosk. ●(1922) LZBt Gwengolo 5. Breuriez ar Fe. ●(1922) FHAB Du 350. feiz divrall hor c'henvroiz. ●(1922) BUPU 7. na péh ur fé sonn pe laré Me gred é Doué !
(2) Kaout feiz : avoir la foi.
●(1907) AVKA 245. Mar pije fe awalc'h, evid na zonteal ket enoc'h oc'h unan.
(3) Anzaver ar feiz : confesseur de la foi.
●(1866) LZBt Ebrel 119. ansaverien ar fe.
●(1913) KZVr 30 - 28/09/13. Ansaver ar feiz, tr. «confesseur de la foi. Biler.»
(4) Feiz ar glaouer : la foi du charbonnier.
●(1906) KANngalon Meurzh 52. Ne ket aoualc'h kaout feiz ar glaouer.
(5) Hep feiz na reizh : sans ni foi ni loi.
●(1914) FHAB Meurzh 79. divroïdi ha rafalidi, heb feiz, na reiz, gwir laëron. ●(1945) DWCZ 44. eun divergont hep feiz na reiz.
(6) Den a feiz : homme qui a la foi.
●(1879) MGZ 89. Eur famill vad, tud a feiz, a zoujanz Doue.
(7) Dre ma feiz : par ma foi.
●(14--) Jer A.202. Dre ma fez gouzuezet, ho trych en pynychet / Quent ez ferchet seder, tr. « Par ma foi, sachez(-le), votre tromperie, vous l’expierez, / Avant que vous (ne) partiez, certainement »
B. A feiz fall : de mauvaise foi.
●(1867) BUE 31. ar breutaerien pe blederien a fe fall.
II. Interj.
A. Ma foi.
●(1923) KNOL 192. O ! fei ! aotrou n'eus forz peleac'h servicha. ●(1925) DLFI n° 7/2a. Ah ! fei, an aotrou Razanol avad. ●(1926) ARVG (niv 7 gouere) 146. Fe, eme Ber, ec’h an gant ar baner-man da zerri avalou da Bark-ar-skoul. ●(1950) KBSA 284. «Feiz ! Strakal a ra ar gurun.»
B. Loc. interj.
(1) E feiz : Eh bien.
●(1922) FHAB Gouere 201. Hag e-feiz, mardomen, 'oa ket amzer gollet. ●(1923) KNOL 34. E feiz ! eur zouezen o doa bet pa oant digouezet. ●289. Ah ! e feiz ! n'em eus ket goulennet.
(2) Ma feiz : ma foi.
●(1908) PIGO II 104. Ober fae war ar person ? Ma fe, amplik eo ze ! Ar person n'e ket falloc'h 'vit eun all...
(3) Feiz sur : pour sûr.
●(1909) TOJA 23. (Pierig) : Gret mat int ? (Job) Fe zur, gwez d’it, ’c’h an da welet !
III. Interj. Jurons euphémiques pour Feiz da’m Doue.
(1) Feiz da’m botoù.
●(1910) MAKE 81. Ha feiz d’am boutou ! nec’het a-walc’h ez oun !
(2) Feiz da’m daou vloaz. fidadaoula
●(1928) BREI 60/3a. Fe d’am daou vlâ ! Ya sur, ober a reent ! ●(1941) ARVR 36/4e. «Feiz d’am daou vloaz», a soñjas Soaig Chul an Normant. ●(1933) BLGA 15. Met feiz d’am daoula, dañs ar boked ne rin ket gantañ, sur mat.
(3) Feiz da’m distag.
●(1829) HBM 4. A feiz d’am distac, eme ar mevel, cetu-én aont var an treujou.
(4) Feiz d’an doñjer.
●(1976) HYZH 108/27. (Douarnenez) Ha fei d’an doujar !
(5) Feiz da’m douchig.
●(1829) HBM 9. a feiz d’am douchic, sorcet eo sur.
(6) Feiz da’m Doue.
●(1910) MAKE 51. «Feiz da’m Doue ! eme ar C’haper, setu aze eur chapel gaer en enor da zant Korantin.
(7) Feiz da’m doukenn.
●(1904) BOBL 8 octobre 3/2c. fe d’am douken, meuz aoun ê diouin e ve kozeet ebarz !