Devri

foenn

foenn

coll. –où

I.

(1) Coll. Foin.

(1499) Ca 85b. Foenn. g. foing. ●(1612) Cnf 29b. eustiff fouen. ●(1633) Nom 78a. Manipulus fœni : vne poignée, vne iauelle, un boteau de foin : vn boüetel foüen. ●(1650) Nlou 26. Voar fouen glas é craou an asen, tr. «sur du foin vert dans l'étable de l'âne.»

(1659) SCger 58b. foin, tr. «foen.» ●148b. foen, tr. «foin.» ●(c.1680) NG 221-222. En ur coh ty e repozesant / Ar un nebet fouen a cauezant. ●(1732) GReg 421b. Foin, herbe de pré coupée, tr. «Foënn.» ●(1752) PEll 309. Foen, Foin, me paroit plus François que Breton.

(1856) VNA 236. Quand les foins sont ramassés, tr. «A pe vé chairret er foên.» ●(1857) CBF 92. Foenn toufet, tr. «Foin avarié.» ●(1866) FHB 56/30a. Kerc'h da foenn ma c'heuz c'hoant ; neket da zaout ho dreb ? ●(1877) EKG I 274. pa'z eer da falc'had ar foenn d'ar foennok. ●(1897) EST 8. Jaméz neoah falhour n'en da ar é foen.

(1929) FHAB C'hwevrer 43. P'eo gwir e komzan eus ar foenn eo kouls d'in lavaret dioc'htu penaos en em gemerout evid o sec'ha. ●50. Ar foenn trouc'het a vezo lezet eun dervez, war o dramm. ●(1984) HYZH 154-155/39. Ar foenn a veze kerc'het gant bicher pa edont sec'h mat.

(2) M. Espèce de foin.

(1922) FHAB Gouere 218. abenn fin miz even oa dastumet ar foennou.

(3) Moment où on fait les foins, fenaison.

(1907) PERS 122. Epad ar foenn edon en Ars. ●(1925) CHIM 4. Ya, seiz vlôaz d'ar foenn abaoe m'eo partiet.

(4) Miz ar foennoù : mois de juin.

(1904) BOBL 24 septembre 1/3c. al lun kenta a viz ar foennou.

(5) fam. Poils pubiens.

GOUEL SANT YANN (kan. Glenmor). A-dreñv ur c'harzh ledet hon-daou / Dindan he brozh da glask al laou / E lâran deoc'h oa mouesk ar foenn / Ha ma biz-meud 'oa reut e benn.

II.

(1) Deomp d'ar foenn ! : commençons !

(1877) FHB (3e série) 25/204a (L) *Loeiz Vihan. Assa ! emez-han, ne ket aoualc'h caochou; deomp d'ar foenn.

(2) Fall foenn ! : Ça va mal !

(1934) DIHU 276/82 (G) T. Pabu. «Fal foén ! Fal foén !» e zalhè ean de laret doh el lén hag en adlen.

(3) Kouchet evel foenn er solier : très serré.

(1982) TKRH 159 (T) A. Duval. Gant an tren (...) a chome a-sav e kement gar (...). Kouchet an dud e-barzh evel foenn er solier.

(4) Troc'hañ ar foenn dindan treid ub. : couper l’herbe sous les pieds de qqun.

(1942) VALLsup 92 (T). Couper l'herbe sous les pieds à qqn, tr. F. Vallée «trouc'hañ ar foenn dindan e dreid T[régor].»

(5) Start ar foenn da dennañ : les choses ne sont pas faciles.

(2003) TONKA 132. Mil tonner, ’m-eus aon ’h a da vezañ stard ar foenn da dennañ. Koulskoude me ’zoñje din, pa ne oa ket Maivon er gêr, ’mije bet c’hoariet ezet gand Batist.

(6) Klask eur spilhenn e-touesk berniou foenn : voir spilhenn.

(7) Troc'hañ e gerc'h a-raok e foenn : voir kerc'h.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...