m. –où
I. (en plt de récipients, poches, cavités, etc.) Fond.
●(1633) Nom 162b. Fundus ollæ : le fond : gouelet an pot, founçc an pot.
●(1878) EKG II 53. an avel-dro hagar ienien a ioa e fons ar punz.
●(1902) PIGO I 159. klask a reaz eur fons don dindan eur gleuzen. ●(1903) ADBr xviii 348. fons an touffle. ●(1909) FHAB C'hwevrer 64. Gwenneg ha gwenneg e tifourchas anezo eus fons e c'hodel. ●(1909) FHAB C'hwevrer 58. ar gwenneien oa koezet roues e fons o zokou. ●(1909) FHAB C'hwevrer 64. Gwenneg ha gwenneg e tifourchas anezo eus fons e c'hodel. ●(1923) KNOL 207. ar gazez vihan a zigasas ar barr d'ar gear. Mez deus ar fons oa stag eul louis aour. ●(1924) FHAB Eost 316. Pa vezont seac'h [ar podoù] e vezont aes da denna diwar an tamm koad hag e vez neuze kempennet o fonsou gand eur grennerez.
II. sens fig.
(1) Derrière, postérieur.
●(1647) Am.ms 665. He varvo quer gronç var he coz fonç bras., tr. « Il mourra aussi résolument sur son gros vieux fondement »
●(1732) GReg 240a. Cul, ou cu, l'anus, le siege, le fondement, tr. «fonçz. p. fonçzou.»
●(1933) OALD 45/213. gwazied c'houezet er founs hag en divesker. ●(1965) KATR 19. he mamm ne lakae bragou ebed dezi (...) e veze gwelet he zammig peadra, he «foñsou badeziant»... ●(1970) BHAF 22. goude beza bet war e foñs diganti.
(2) Fond de pantalons.
●(1909) TOJA 29. O kemener ar c'hurun ! Hag eur pez fons an eus gret !... ●(1923) BUBR 31/603. troad Soazig en fons ma brikou.
(3) (boucherie) = (?) Culotte (?).
●(1988) TOKO 18. Eur peziad kig-soubenn hag eun hanter foñs-loue.
III. Mont d’ar foñs : couler.
●(1974) TDBP III 210. Un den hag a zlac’ho da balvata an dour, goude ma ne ouezo ket neuiñ, n’aio ket d’ar foñs, tr. « un homme qui continuera à battre l’eau des mains, bien qu’il ne sache pas nager, n’ira pas au fond (ne coulera pas) »
IV.
(1) Moan e foñs : peureux.
●(1970) BHAF 119 (T) E. ar Barzhig. Ahanta, dizroet on war an hent, moan awalh ma foñs, rag, Selest, deut e oa da soñj din ive euz paotr e gerniou.
(2) Du evel foñs ar siminal : très noir.
●(1970) BHAF 288 (T) E. ar Barzhig. Ar gokell-botin da boaza patatez ha bloneg hag ar pod-kafe a oa marteze a-walh o flas war an oaled, med ken du e oant ha foñs ar chiminal.