Devri

forzh .3

forzh .3

s.

I.

A. Force.

(1499) Ca 86b. Forz. g. force.

B.

(1) Bezañ / ober forzh da ub. : importer à qqn.

(1869) SAG 45. A forz ’zo deomp petra ’ra ar re-ze ? ●(1874) FHB 478/62a. Ha fors zo dide, mec’hiog. ●(1903) MBJJ 173. Forz ’zo d’ê pelæc’h bean gant ma refont arc’hant ?

(1929) EMPA 21. Ha forz a ra d’it petra ’rin-me ! ●(1929) FHAB Mae 190. «Ha fors a zo did ?» eme ar C’hemro, dichek. ●(1950) KROB 30/13. Forz a ra dit-te, genou tartez, a gendalc’has Janig.

(2) N’eus forzh da se : peu importe.

(1910) BUJA 48. mez n’euz forz da-ze, va lezit da gemeret ar chadennou.

(3) Ned eus forzh : peu importe.

(1863) GOM 205. Ar voyen d’en em viret oc’h an dromplerez-ze eo, diouall mad, ne deus fors e pe sort souffrançou en em gavac’h, da zesirout morze ober œuvr-vad ebet, mar deo divare.

(4) Ur forzh a : bon, beau, excellent, remarquable.

(1792) HS 136. El-cé ér broyeu m’enn, ur bélec e vou deine asséss, forh a zeine memp, meit ne larou nétra de zeine.

(1904) LZBg Mae 105. Marseil, kér a varhadoureh nen dé ket forh a dra de huélet. ●(1913) RVUm 31. Jamés jiboésour na pisketour / Nen dé bet forh a veitour. ●(1954) BGUE 31/20. Nen dé ket én ur forh a stad, guir é.

(5) Ur forzh a, forzh a, forzh : beaucoup de, force.

(1906) HIVL 162. Ne oé mui forh buhé erbet én hou. ●(1909) FHAB Meurzh 71. Bemdez (...) e veler o sevel (...) eur forz a voged. ●(1912) FHAB Ebrel 104. maga dioc’htu fors a villerou tud. ●(1939) RIBA 103. Ne uélè ket forh a seblant de vourusted ar é hent.

(6) [devant un adv., un adj.] Très.

(1790) MG 70. péhani n’hi dès na quærent, nac amièt, na forh liès bara de zaibrein.

(1854) PSA i 60. mem bah e zou crihue hag e larér e zou forh vràu. ●(1856) VNA 104. Voici un hiver bien dur, tr. «Hennen zou ur gouyan forh calet.» ●(1863) GOM 219. evel imachou pere a represant deoc’h hoc’h izeldet en ur fæçon fors admirabl. ●(1876) TIM 459. n’en dès chet hoah forh gùerço.

(1924) DIHU 159/129. ne vent ket forh liés ino. ●(1925) DIHU 171/331. Nen dé ket marù Botrel forh guerso. ●(1942) DHKN 64. Aben en doè eùeheit é hellé forh és er fulen bout filimet.

(7) Forzh a se : qu’importe.

(1928) LEAN 64. n’ez in ket var va c’hiz. Forz a ze, koust a ra !

(8) Forzh da se : forcément, assurément.

(1935) LZBl Gwengolo/Here 156. Ha me da glask, fors da ze...

(9) Re forzh : trop de.

(1851) PEN 92/24. bed he doa re fors kalonnad.

(10) Ober forzh ouzh (+ v.) : faire cas de.

(1902) PIGO i 207. Herve na ree ket a forz ouz bean tamallet.

(11) Ober bihan a forzh : faire peu de cas.

(17--) TE 88. mab-dén e zou quer goann ha quen digas, ma ra bihan a forh eit coll er péh ne vè quêt coustét paud a boén dehou.

(12) Complètement, tout.

(c.1718) CHal.ms i. il est tout engoüé de son nouuel acquest, tr. «forh opinion uat endés es é brenn

(13) Ober forzh a (+ subst.) : faire cas de.

(14--) Jer.ms 333. Ne graff forz glan ahanot muy eguet a coz botou, tr. «Je ne fais absolument pas cas de toi, (pas) plus que de vieux souliers.»

(1659) SCger 30a. il ne fait conte de la vertu, tr. «ne ra forz eus ar vertuz.» ●148b. ne rân forz, tr. «ie ne me soucie.»

(1854) PSA i 25. Ne hrant forh erbet a guement-cé.

(1982) PBLS 131. (Sant-Servez-Kallag) ne ran ked forz, tr. « cela m’est égal.»

(14) Forzh amzer : très longtemps.

(1905) BOBL 25 novembre 62/3c. Abaoue forz amzer.

II. Loc. prép.

(1) Dre forzh : à force de.

(1790) Ismar 70. Ne ouniér Ranteleah en Nean meit dré forh palforcein er goal inclinationeu. ●109. dré forh pehein.

(1857) HTB 69. dre forz derc’hel war he dro (…) an tad (…) a bromettas an dra.

(1935) ANTO 83. dre forz chaokat brud-vat o nesa !…

(2) Dre forzh da : à force de.

(1860) BAL 186. Dre forz da bedi.

(3) E forzh : à force de.

(1854) PSA i 135. ean e hra d’emb clasq pèn (…) hag é forh clasq pèn a guement-cé, é couéhér én arvar. ●265. é forh gobér disprisance a vadeleah en Eutru Doué.

(4) A-forzh da : à force de.

(1872) GAM 28. a forz da fistoulad kalz, a forz da resti ar guden. ●(1878) EKG ii 22. a fors da boania ec’h en em gaviz dirak pount Keraouell. ●51. Dont a riz evelato, a forz da boania, a benn eus va stal. ●56. a forz da boania, e teuiz evelato a benn euz va zaol.

(1923) KNOL 260. A forz da glevet ho zad o randounennat atao ar memes tra, ec’h en em lakejont en hent.

III. Loc. adv.

A. Dre forzh : par force.

(1906) SAQ-Jezegou i viii. He barrisioniz nevez a glevaz lavaret na deue da’vitho nemet dre fors.

B. [suivi d’un adv. en «pe-»]

(1) Forzh pelec’h : quelque soit l’endroit.

(1977) PBDZ 259. (Douarnenez) forzh pelec’h e tragint war ar plaen, tr. «n’importe où ils chaluteront sur fond plat.»

(2) Forzh pegen : quelque soit.

(1915) KANNlandunvez 43/324. An absolven ne vezo na daleet na nac’het d’an hini a brometto laoskel he bec’hejou iviziken fors pegen grevuz e vent. ●49/343. Delc’her, fors pegen beac’hiet e vezomp.

(3) Forzh petailh : de toute façon.

(1947) YNVL 116. Forzh petailh, ne daimp ket pelloc’h eget an aod.

(4) N’eus forzh petra : n’importe quoi ; peu importe.

(1936) PRBD 22. pardoni an holl bec’hejou ha bras ha bihan, n’eus forz petra ’vefent. ●(1963) LLMM 99/268. rak gout’ouie fraez-mat e oa prest da werzhañ n’eus forzh petra da n’eus forzh piv, n’eus forzh pelec’h ha n’eus forzh pegoulz.

(5) N’eus forzh piv : n’importe qui, peu importe qui.

(1936) PRBD 21. n’eus forz piou e vo. ●(1963) LLMM 99/268. rak gout’ouie fraez-mat e oa prest da werzhañ n’eus forzh petra da n’eus forzh piv, n’eus forzh pelec’h ha n’eus forzh pegoulz.

(6) N’eus forzh pegement : en quantité, peu importe combien, très.

(1906) KANngalon C’hwevrer 38. paotr chentil n’euz forz pegement. ●(1907) PERS 348. hag he labouriou a zianveaz, n’euz forz pegement en divije da ober. ●(1909) KTLR 159. Ian a velaz en eun ti bara mouchen a vern, hag anduil er c’haradail, n’euz forz pegement.

(7) N’eus forzh pelec’h : n’importe où.

(1963) LLMM 99/268. rak gout’ouie fraez-mat e oa prest da werzhañ n’eus forzh petra da n’eus forzh piv, n’eus forzh pelec’h ha n’eus forzh pegoulz.

(8) N’eus forzh pegoulz : n’importe quand.

(1963) LLMM 99/268. rak gout’ouie fraez-mat e oa prest da werzhañ n’eus forzh petra da n’eus forzh piv, n’eus forzh pelec’h ha n’eus forzh pegoulz.

IV. Loc. conj.

(1) Forzh ha pa : quand bien même.

(1914) MAEV 154. En dro-man vat, emeve, e lezin anezan da zont tre betek va gouzoug, forz ha pa ouifen beza mouget !

(2) E-giz forzh / e-giz pa forzh : comme si.

(1973) AMED 13. giz forz veze ket bet morse klanv nezi. ●(1974) THBI 186. Gis pa vorz nefe groet eur mell beaj. ●203. Nouel zo fromet gis pa vorz neufe laket e gerent e mez.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...