m. & interj. –où
I.
A.
(1) (anatomie) Nez.
●(1464) Cms (d’après GMB 246). Fry, nez. ●(1499) Ca 88a. Fri. g. nez. ●155a. g. Penn an fri, tr. «le bout du nez. ●(c. 1501) Lv 232/12. Pen an fri gl. pirula. ●(1530) Pm 230. Lagat ha fry ha goaziet, tr. «Œil et nez et veines.» ●(1575) M 208. diouz na fry na diouguen, tr. «au nez ou aux joues.» ●(1633) Nom 15a. Mucus, vel mucus, morue ou morueau du nez : mechy ves an fry. ●18b. Nasus : nez : an fry. ●263a. Oræna : la puanteur du nez : an goual chuez ves an fry.
●(c.1718) CHal.ms i. un né aquilin, tr. «ur fri crom.» ●(1732) GReg 656a. La partie alongée du nez, tr. «Goalenn an fry.»
●(1803) MQG 5. Ret eo crànchât, passât, ha c'hoeza nêt va fri. ●(1856) VNA 89. mouchez-vous, tr. «huéhet hou fri.» ●(1878) EKG II 146. fri torret ar soudard.
●(1915) HBPR 228. He dad koz hen doa eur fri kam. ●(1929) EMPA 6. da ober lunedou a-liou, da lakât war beg ar fri.
(1) Fri-teil : morveux.
●(1973) SKVT II 76. fri-teil ma'z out !...
(2) Fri-garlot : personne curieuse.
●(1958) BRUD 4/44. Bez' ez eus tud hag a rank fourra o 'fri garlot e peb leh. ●58. Fri garlot : fri kuriuz.
(3) Fri-krog-nostrom : nez crochu.
●(1967) BRUD 26-27/46. Ahanta an asez foerer koz gand e fri krog-nostro (sic).
(4) Fri kerleñ : personne curieuse.
●(1943) FHAB Gwengolo/Here 350. (Kleder) Fri-kerlen (ar zillabenn ziweza a vez distaget evel ar galleg : lin), den selletaer, a laka e fri e pep lec'h.
(5) Fri a-raok : personne curieuse.
●(1908) KMAF 46. Oh ! na pebeuz fri arôk !
(6) Fri kaouenn : nez crochu.
●(1909) FHAB Eost 231. eur fri kaouenn, eur ginou lachéfré, eun helgez baz-dotu.
B.
(1) Kaout ur fri berr : ne pas avoir un bon flair.
●(1975) YABA 26.07. Ged er vrumenn glaw e oè bet de vitin, er chas en doè frieu berr.
(2) Edan ar fri : (coup) dans le nez.
●(1966) LIMO 30 décembre. Ur lomig mad a jistr edan ou fri !
C. par méton. Désigne la personne elle-même.
●(1790/1794) PC I 218. Besit countant pe vesit fachet / Int esqeb en desped do fri.
●(1869) SAG 234. da lun hag aliez d'ar meurz ne denn fri euz an davargn.
●(1970) BHAF 255. An dud ! O, damen, amañ ne zeuio ket fri an dud !
D. (anatomie animale) Groin.
●(1876) TDE.BF 215b. Fri, s. m., tr. «groin.»
II. E fri ub. : devant qqn.
●(1787) PT 37. E laret en é fri er péhædeu e nah.
III. Loc. interj.
(1) Fri ar c'hazh e-touez an dienn ! =
●(1929) CDFi 19 janvier. «Gwelloc'h eo beza kiger eget leue !» Satordellik ! Fri ar c'haz e touez an dien !
(2) Fri ar c'hazh e sac'h ar farz ! =
●(1929) SVBV 94. Satordallig, va ! Fri ar c'haz e sac'h ar fars ! emezoun-me d'in va-unan.
(3) Va fri ! =
●(1905) CDFi décembre (d'après KBSA 114). An diaoul a fulor ; dont er-maez avat, va fri !
IV.
(1) Bezañ berr e fri : être peu malin.
●(1929) FHAB Kerzu 468 M. S. F.. Studia ha rei skouer da genta, aze eman an dalc'h ha neket e lec'h all ebet, ha berr a-walc'h eo o fri, ma n'her gwelont ket.
(2) Bezañ tanav e fri / kaout ur fri tanav : être assez malin pour comprendre/deviner ce qui va arriver. Cf. avoir le nez creux.
●(1908) PIGO ii 136 (T) Erwan ar Moal. Kadiou vras ‘n evoa eur fri tano. ●(1962) BRUD 16/9 (T) E. ar Barzhig. Tano ez eo bet ho fri, eme Olier, amañ ne oa ken, koulz lared, eun dakenn ivoul. ●(1970) BHAF 42 (T) E. ar Barzhig. Med homañ a oa tano he fri ha pep gwech ma skoe ar brigadier war dor he zammig ti, e veze prennet mad pe e veze nijet kuit ar baborez. ●86. Med kae da beurbisad, ni ne raem van ebed, chom a ree kloz or beg ha ne oa ket memez tra tano awalh fri an hini euz du-mañ nag hini ar re all evid divina.
(3) Bezañ hir e fri : être curieux.
●(18--) SAQ II 98 (L) J. Quéré. Lod a zo re hir ho fri : serri an nor outho, pe hel lavaret d'an holl.
●(1902) PIGO I 200 (T) E. ar Moal. An otro a zellaz piz ouz ar pôtr, o sonjal marteze e oa gwell hir e fri. ●(1909) NOAR 141 (L) K. ar Prat. N'eo ket, avad, rak m'oa hir o fri, me ho ped d'am c'hredi, ha nebeutoc'h c'hoaz evit kemeret o flijadur eo o doa c'hoantaet ober tro ar bed.
(4) Bezañ hir e fri : être très déçu.
●(1868) SBI II 64 (T). Pa 'c'h a ar c'horf e-mès ann ti, / Ann intanv coz 'zo hir e fri, tr. F.-V. an Uhel «Quand va le corps hors de la maison, le vieux veuf a le nez long.»
●(1912) FHAB Even 179. Goude eur flipad evel hennez ha souezet oc'h-hu e viche eat ar Pharizianed d'ar gear hir-hir o fri ?
(5) Bezañ hir e fri : être influent.
●(1900) KRL 22 (Ku-Sant Trifin). Hir e vri, tr. «Qui est influent.»
(6) (Gorren, lakaat, sevel, bountañ) e fri : faire le curieux.
●(1902) PIGO I 9 (T) E. ar Moal. Gourren e fri a rae avad a bep tu, euz an eil dor hag an eil vrenestr d'eben, gwellan ma halle. ●(1903) MBJJ 165 (T) L. le Clerc. Hag an Arabed a zo deut aman da zevel o fri. ●218. Da gentan, 'n eur arruout er geriaden, ec'h an, 'vel ar re all, da zevel ma fri 'barz unan euz an tier paour a zo enni. ●(1908) PIGO II 143 (T) E. ar Moal. Ar c'hemener na oa ket chomet da c'houren e fri wardro kastel Kersaozon. ●(1914) MAEV 200 (L) K. ar Prat. Eur brezel a zavas etre tuchentilou amezeien, hag o veza ne felle ket d'ezo lakât o fri en tabud, ar vretoned-ma a c'halvas o amezeien (...). ●(1926) BIVE 13 (T) E. ar Moal. Peus ezomm ebet da chom da c'houren ho fri e toull ar porz ! ●(1970) BHAF 85 (T) E. ar Barzhig. Ne oa riskl ebed da goll or feadra, ar mor ne zeufe ken beteg aze, den ne zeufe da sevel e fri er vougeo, ha neuze golei a rejom adarre ar plenk. ●90. Goud'ouie euriou ar prejou hag erruoud a ree d'an ampoent da sevel e fri e sal-debri ar vartoloded. ●239. Eur wech, daou aneze o-doa c'hoanteet dond da zevel o fri. ●330. Ar person e-neus klasket dond da vouta e fri, med me, 'vel ouzout, ne blij ket din paotred o jakenn.
(7) Boutañ e fri e revr ub. : s’approcher de trop, s’occuper de choses qui ne vous regarde pas.
●(1825-1830) AJC 3957 (Go) J. Conan. Cousted eo don nenemÿ boutan e frÿ non rer, tr. F. Favereau «Cela a coûté cher à notre ennemi de mettre son nez dans notre derrière !»
(8) Bezañ e fri e revr ar veleien : fréquenter assidument les écclésiastiques.
●(1978) BRUD à partir de janvier 1977).">BRUDn 19/12. doujet gand ar gerentchou, d’an nebeuta ar re ne oa ket o fri e reor ar veleien.
(9) Lakaat e fri en e revr : (terme de couture) stopper, réparer.
●(1942) VALLsup 149a. Rentraire. On emploie en T[régor], par plaisant., une expression très triviale : lakat e fri en e revr.
(10) Chom e fri war ar gloued : échouer, manquer son coup.
●(1885) ARN 43 (T) N. Kelien. Manet ar fri war ar gleut, resté le nez sur l'échalier; c'est-à-dire : resté à la porte, arrivé trop tard, éconduit... ●(1890) MOA 140 (T). Il resta, le bec dans l'eau (déconcerté), tr. J. Moal «choumet oa he fri var ar gloued, T[regor] (Triv.)»
●(1902) PIGO I 130 (T) E. ar Moal. Me 'laro 'vi zod da stagan, ma chom da fri war ar gleud. ●(1931) VALL 62. Rester le bec dans l'eau, tr. F. Vallée «e fri war ar gloued T[régor] fam.» ●186. Il a eu une déception, tr. «chomet eo e fri war ar gloued fam.» ●(1935) ANTO 22 (T) *Paotr Juluen. «Alo, mat ! Hizio c'hoaz ne chomo ket ganin ma fri war ar gloed.» ●(1942) VALLsup 12. Être arrêté et déçu, tr. F. Vallée «chom e fri war ar gloued popul.» ●(1962) BRUD 16/5 (T) E. ar Barzhig. Pa fellas d'al lêr braz distrei, e chomas e fri war ar gloued. ●(1970) BHAF 146 (T) E. ar Barzhig. Med person ur barrouz n'e-neus ket droed da jom e fri war ar gloued, dleet eo dezañ anavezoud pep hini dre ar munud.
(11) Chom e fri hebiou : échouer, manquer son coup.
●(1923) FHAB Meurzh 96. Pôtred ar gwiriou avat a jome o fri ganto ebiou.
(12) Chom e fri er wask :
●(1927) TSPY 7 (L) L. ar Floc'h. Setu em eus kaset lizeri d'ar bôtred yaouank-ze da lavaret d'ezo en em gaout amañ hirio da ober pep hini e c'houlenn... Gwaz a ze d'an hini ne deuy ket, rag hennez a jomo e fri er wask...
(13) Just evel fri ar c'hazh : très-très peu.
●(1732) GReg 553b. Justement, au plus juste, tr. G. Rostrenenn «qer just ha fry ar c'haz.»
●(1962) TDBP Ia 34 (T). Just eo an traou - ya, ken just ha fri ar haz, tr. J. Gros «les choses sont justes (insuffisantes) ! - Oui, aussi justes (courtes) que le nez du chat.» ●(1970) BHAF 248 (T) E. ar Barzhig. An traou a veze ken just ha fri ar haz, treutig-eston ar geusteurenn...
(14) Just evel fri ar c'hazh :
●(1919) BUBR 11-12/9 (L) Loeiz ar Floc'h. Lan, ken just ha fri ar c'haz, a en em gavas da vont en devez-ze ivez da Landi. ●11. Hag hirio, ken just ha fri ar c'haz, va merc'h gosa hag ar vatez a zo eat da veza koveseat.
(15) C'hwezhañ e fri da ub. : remettre qqn à sa place.
●(1931) VALL 563. Remettre qqn à sa place, tr. F. Vallée «c'houeza e fri da u. b.»
(16) C'hwezhañ e fri : copuler.
●(1974) YABA 24.08 (Gi) J. Jaffre. Paotred kailh é pitaouad dré-sé e vezè koutant d'hé havouit «aveit hwéhein ou fri».
(17) Lakaat e fri war an douar : naître.
●(1957) BRUD 2/46 (K) Y. ar Gow. Ha ne oa ket eur ger gaou gantañ o veza ma oa hema ar henta d'an Toulleg da weled abaoe m'e-nevoa lakeet e 'fri war an douar.
(18) Sec'hañ e fri da ub. : donner une raclée à qqn.
●(18--) SAQ II 77 (L) J. Quéré. Ne lavaran ket, evelato, e ve eur pec'het rei un taol kildourn da eun trabasserik a vez atao o kankalad. Sec'ha d'ezhan e fri, mes ab (lenn ; eb) he vlounsa, a ve labour gempen awalc'h.
●(1908) FHAB Du 337 (L) K. ar Prat. Ha brema, va Breudeur, emezan, setu ama petra 'm eus sonj da ober evit sec'ha e fri da dad ar pec'hed.
(19) Na sec'hañ ar fri gant delioù kaol : vivre à grand train.
●(1947) YNHL 22 (Ki) Y. Drezen. ●(1947) YNHL 105 (Ki) Y. Drezen. Sell aze boued evit palez ar Roue !... Ne sec'her ket ar fri gant delioù kaol e ti ar Bleiz...
(20) Bezañ ur banne dindan e fri : être à demi-ivre.
●(1909) FHAB Eost 232. Ne vanke morse da c'halourenna var e berson ken alies gwech ha ma veze eur banne dindan e fri.
(21) Bezañ tomm d'e fri : être à demi-ivre.
●(1947) YNHL 113 (Ki) Y. Drezen. An dra-se o deus graet, koulskoude, e kêr an Alre, un drovezh ma oa tomm d'o fri, Aotrou Person.
(22) Bezañ lous e fri : être à demi-ivre.
●(1995) EIGV 36 (L) Yann-Vadezour Lagadeg. mez pa veze louz e fri e kaven gwelloh tehed dioutañ. ●eun tammig mezo.
(23) Bezañ fri ha brozh : être bons amis, toujours ensemble.
●(1911) DIHU 71/245 (G) *Vedig en Evel. Er veitérez ha hi e oé fri ha... broh : amieu e oent èl moh !
(24) Ober un troatad fri : faire un pied de nez.
●(1913) KOME 35 (T) *Dir-na-Dor. O c'hoarzin didrous hag oc'h ober eun troatad fri d'an otro pleget e benn.
(25) Ober ur fri minaoued : être très déçu.
●(1924) NFLO. Déçu. avoir un air décu, tr. Loeiz ar Floc'h «ober eur fri minaoued.»
(26) Tennañ preñved diouzh fri ub. : voir preñv.
(27) Bezañ laezh e beg e fri : voir laezh.
(28) Bout pat al leue en e fri : voir fri.