Devri

horjellañ / horjellat

horjellañ / horjellat

v.

I. V. intr.

(1) Se balancer.

(1732) GReg 114b. Brandiller, se brandiller, s'agiter en l'air sur une branche noüée, sur une corde, &c., tr. «orgellat. pr. orgellet

(2) Vaciller, chanceler.

(1732) GReg 114b. Branler, chanceler, tr. «Orgellat. pr. orgellet

(1862) JKS 182. horjella a reomp. ●(1868) FHB 172/125a. he izili a deu da grena ; he zivesker a zeu da horjellat dindannan, hag e voue ret hen scouacha a bep-tu evid her c'has d'ar c'hlanourdi. ●(1877) EKG I 99. Ar bagou a horjelle hag a vranskelle. ●(1878) EKG II 28. a veac'h e veleur ar raoz oc'h horzella. ●47. va daoulagad a drelle, va divesker a horjelle. ●145. ec'h horjelle [ar zoudard] a gleiz hag a zeou.

(1907) KORN [15]. goude beza great diou pe deir gwech an dro d’ar mean-hir en eur horjellat. ●(1911) SKRS ii 18. Ar voger edont varnhi a horjelle dija dre nerz an tan. ●(1936) ONEN 34. Jakou hag a horjell gant an heurtadou a reseo.

(3) sens fig. Chanceler, douter.

(1867) MGK 3. Ez euz eur gwall-arne war-n-he c'hoc'h horjellat. ●(1884) FHB 15/119b. A-benn neuze, Jerom, gouarnamant ar Republik oc'h horjellat kaer evel a ra, a c'hell beza tumpet pell a vezo, karoulle ! ●(1889) SFA 72. iliz St Iann Latran (…) oc'h orzella var he zreid.

(1905) KANngalon Here 508. Hor feiz ne orjello ket. ●(1911) BUAZperrot 261. pedomp evit ar veleien a horjell. ●(1915) HBPR 101. great d'ar roue orjella var he dron.

II. V. tr. d.

(1) Hocher, agiter, bouger.

(1732) GReg 114b. Branler la tête, tr. «Orgellat e benn.» ●496b. Hocher, secouer, branler de la tête, tr. «Orgellat e benn.» ●(1774) AC 83. oc'h o orzellat, tr. «en les agitant.» ●87. ec'h orzel anesan, tr. «elle l'agite.» ●(1878) EKG II 145. oc'h horjellat e benn. ●(1868) FHB 191/276b. unan ac'hanomp a glevas orjellat an or.

(1905) HFBI 246. caër ho dévoa an dud man orgellat an nor, ar prenneur coat a voa diabars er voguer ne goézé ket.

(2) Ébranler.

(1869) SAG 139. Samson eta a lakeaz he ziou vreac'h e kroaz evit orjellat stard an daou biler, a ziframaz gant han.

►sens fig.

(1866) FHB 74/173b. e creiz ar safar a zeu hirio da orjellad an Iliz. ●(18--) SAQ I 253. ho deuz klasket orjellad ha diskar guirioneziou an Aviel.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...