adj.
(1) Sale.
●(1499) Ca 113b. Hudur. g. ordoux. l. vide in soillaff. ●(1530) J p. 11b. Ez eus gant brut toull put hudur, tr. «il y a certes un gouffre bruyant, sauvage, infâme.»
●(1659) SCger 154b. hudur, tr. «sale.» ●(1732) GReg 354a. Les entrées des Villes sont sales, tr. «An antrëou eus ar c'hærryou a so ordinal hudur.» ●840b. Sale, gâté, malpropre, tr. «hudur.» ●(17--) EN 2944. beued nen jstand en nen dour quen vdur, tr. «et tu seras noyé en un instant dans une eau si sale.»
●(1838) CGK 13. cravad keïn eur vouïz hüdur. ●(1857) CBF 85. Houn-nez zo kel louz, ken hudur hag ar seiz pec'hed, tr. «Celle-ci est aussi sale, aussi dégoûtante que les sept péchés mortels.» ●C'houeza a ra he fri gant he bisiad ; hudur eo an dra-se, tr. «Elle se mouche avec les doigts ; cela n'est pas propre.»
●(1908) PIGO II 175. henvel-beo 'oa zur ouz eur c'hlasker-bara, gant e dog distum, e zilhad trist hag hudur. ●(1926) FHAB Genver 27. podezou hudur, kirinennou pe zailhou louz.
(2) Luxurieux, lubrique, obscène.
●(1530) J p. 13b. Dan tut hudur a ordur luxurius, tr. «aux impudiques, aux libertins, aux luxurieux.»
●(1877) EKG I 44. an dud o doa c'hoant d'en em ruill er pec'hejou udur. ●(1877) BSA 32. morse sonj pe c'hoant hudur ne zaotras an diantegez euz he ene. ●(1883) MIL 75. na koms udur. ●(1893) IAI 147. ar c'homzou lubrik hag udur.
●(1905) KANngalon Ebrel 372. ar c'hazetennou fall, al leoriou udur. ●(1909) FHAB C'hwevrer 48. eur zoun hudur bennag. ●(1924) FHAB Genver 33. d'ar re ne zislonkent nemet soniou fall, hudur ha brein put awechou. ●(1926) FHAB Du 430. ar pec'hed hudur n'oa ket anavezet en o zouez. ●(1936) PRBD 82. levriou hudur. ●120. c'houi peus great traou hudur ganeoc'h oc'h unan, gant anevaled, gant tud all, tud kerent deoc'h, tud dimezet, gant bugale.
(3) Horrible.
●(1847) FVR 228. dindan kroc'henn eul loen hudur, tr. «sous la peau d'une vilaine bête.»
●(1909) BOBL 20 février 217/1b. ar c'hilhotin (…) ar benvek hudur impentet gant ar revolusion vraz. ●(1909) BOBL 20 mars 221/1c. ar c'hlenvejou hudurra. ●(1935) BREI 438/2b. Bet zo koulz ive hag e oa hudur stad ar micherour.
(4) (religion) Spered hudur : esprit immonde.
●(1904) ARPA 55. eun den kemeret gant eur spered hudur.