f./m. –ioù
I. (géographie)
(1) Lit (de cours d'eau).
●(1633) Nom 239b. Alueus, canalis : conduit d'eau, escuyer, tuyau : vn canol pe dre læch ez ret an dour. ●245b. Alucus : fluuij : le canal ou la fosse d'vne riuiere : canol pe fos vn riffier.
●(1732) GReg 132a-b. Canal, lit d'une Rivière, d'un Ruisseau, tr. «canol. p. canolyou.» ●Grand canal, ou fort courant d'eau, tr. «Canol vras. p. canolyou vras.» ●578b. Lit de riviere, tr. «canol ur rifyer.» ●(1744) L'Arm 219b. Lit de riviere, chenal, tr. «Quenaule.. lieu.»
●(1868) FHB 183/213a. A iz da Gethsemani, ar gamboulen a ia strisoc'h striz bete ma ne gaver mui nemet lec'hed ar froud pe ar steric vihan, hanvet Cedron. Ar steric vihan-ze a ia d'an nesk an darn-vuia euz ar bloaz ; eienen ebet na red mui er c'han, leuniet a zouar hag a vein. An dour glao heb ken er goan en em ruill dre ar ganol d'ar mor-maro a dreuz an draonienou an trista a oufet da gaout. ●(18--) SAQ I 102. daouzek mean kemeret a ganol ar ster.
●(1907) FHAB Genver/C'hwevrer 31. Ober a rai evel ar ster vraz pa lamm er meaz deuz he c'hanol goude ar glaoeier dour beuz. ●(1907) PERS 126. Ster ar Saone, deut deuz he c'hanol gant an doureier braz.
(2) Rivière, cours d'eau.
●(1869) FHB 205/239b. E Kemper en dëun, ma vise tôled lod eus tiez kear dreist ar ster, dreist ar ganol, en tu m'ema Loc-Maria. ●(1869) FHB 207/404b. eur foennok e pehini e z'euz eur ganol dour-red. ●(1869) FHB 224/116b. Pont an Arriagon, var ganol Elorn. ●(1878) EKG II 2. en stlapaz er ganol. ●(1880) SAB 253. ac eus ar vammen-se, e save, e tivoane ur ganol, ur ster vraz a ree teir ster all, teir vrec'henn zour. ●(18--) SAQ II 142. E kreiz ar foennok oa eur ganol eur pount varnhi.
●(1905) IVLD 13. Kement goazen zour a zo e Lourd e deuz he hano, mes er vro-ze, an dour braz a vez hanvet Gav. Ann hano-ze, dre eno, a zo evel pa lavarfet ar richer, ar ganol pe ar ster dre ama. ●(1913) KZVr 33 - 19/10/13. Skluziou a zo (...) war ganol ar Blaoued. ●(1937) LZBl Genver/C'hwevrer 2. Eur wazenn dour a redas, a deuas pelloc'h da veza eur ganol ledan. ●(1978) MOFO 41. evid mond e mez dar porz dre ar ganel.
(3) Chenal.
●(1744) L'Arm 428a. Chenal, tr. «Quenaule.»
●(1914) KZVr 75 - 09/08/14. bas eo an dour er ganol, tr. «l'eau est peu profonde dans le chenal, Milin.»
(4) Canal.
●(1633) Nom 239a. Incile, incilis, canalis, fossa incilis : conduit, canal, fossé : counduit, canol, pe vr fos, vn sa n (lire : san).
●(1659) SCger 19a. canal, tr. «canol.»
●(1913) DIHU 92/215. er hanaul e vehé de gampen étré er Vilaine hag er Mayenne.
II. sens fig. =
●(1882) BAR 102. c'houi eo ar ganol dre behini e redont var an eniou.
●(1910) MBJL 93. Zakramant an Oter (rak etouez ar zakramantou heman eo ar zantela, o vean mac'h ê, nê ket hepken ur ganol a zigas d'imp grasou an Otro Doue, mes mammen an oll c'hraso.