Devri

kantonier

kantonier

m. –ion, kantonizion

I. Cantonier.

(1889) ISV 474. eur c'hantonier (…) a azezas var he garrigel. ●477. hor c'hantonier a grogaz adarre en he labour en eur vouscana.

(1914) FHAB Genver 29. daou gantonier (...) Unan d'euz outo a zo pell-zo e karg, egile zo eun desker.

II. fam.

(1) Kemer an tren kantonier : aller à pieds.

(1974) SKVT III 57. Me garfe gwelout ac'hanoc'h o kemer an tren-kantonier, hep charinkañ neblec'h.

(2) Bugale ar c'hantonier : les pierres, les cailloux.

(1962) TDBP II 68. Te a zo bet oh en em larda ouz bugale ar hantonier ? tr. «tu as été te battre contre les enfants du cantonier ? (contre les cailloux de la route), tu as fais une chute sur la route.»

(3) Ober ar c'hantonier : ne pas faire grand-chose, buller.

(1917) LILH 12 a C'hwevrer. Bet em es bet doéré ag Andrèu. A gaust d'e glas é ma chanjet réjimant : ne vo ket maleurusoh. Ni chom ni ataù ama d'hobér er "hantonijañn" èl ma larér é kosté en Oriant. Achiù e hreemb és erhoalh er brezél ér vechér-sé.

III.

(1) Kaout kann ouzh bugale ar c'hantonier : tomber sur des pierres.

(1965) BAHE 46/48 (T) A. Duval. Kann ouzh bugale ar c'hantonier ( = ul lamm war e vein). Pokat da wreg ar c'hantonier - id -. ●(1969) BAHE 62/30 (T) A. Duval. Met ‘oa ket an deiz da gaout kann ouzh bugale ar c’hantonier.

(2) Pokat da wreg ar c'hantonier : tomber sur des pierres.

(1965) BAHE 46/48 (T) A. Duval. Pokat da wreg ar c'hantonier (= ul lamm war e vein).

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...