n. de l. Carhaix.
I. Karaez.
●(1690) (1895) GMB 404. Caera mab jar scraperes, à vuoua é doüar carahes, so het gant ar Vannigueres en gouard an Euo. ●(1732) GReg 136b. Kær-Ahès. Car-aës. Van. Carhés. ●353b. Eñtre Brést ha Kærahés ez eus pévarzecq léau. ●496a. Ez ma int o c'hoâva eñ Kær-ahés. ê Kærahés ez ma int ê goañvadur. ●681a. Les paisans du païs de Carhaix sont communément trapus, & ossus, tr. «Pautred Kerahès a so peurvuyâ crenn hac azqôrnecq.» ●(c.1789) SD 20. Ar Golias, Deputet eus a Garaes.
●(1792-1815) CHCH 86. Er galon e houilé, 'n deulagad e zaré / Ér gérig a Galé dé ketan a viz mé. ●(c.1820) LED.bailloud 32. Compozet gant Yan Pezron, Bêleg, ginidig eus a Guaer-Ahes. ●(1838) CGK 150. Merc'het Kerhaës à lamp en aër. ●(1841) OLLI 108. Barzonek en enor da La Tour-d’Auvergne, qenta grenadier a Franç, evit beza canet e Carahes, deiz lid statu an haros, ar 27 a even 1841, daou-uguent vloas just goude e varo. ●(1845) GBI I 354. Pa iefet da Gerhaez, da foar galan-goan. ●(1851) PENgwerin5 123. Entre Montroulez a Karhaez / Eus eur puns a zo leun a dres. ●163. Deffot na ran dezan krampoes / A va fillik en Karhaës. ●(18--) OLLI 131. Buez La Tour-d’Auvergne qenta grenadier a Franç, ganet e Kaer-Ahès an 23 qerzu 1743, Maro er c’hamp-a-enor ar 27 a even 1800. ●(18--) PEN.gwerin8 42. mar ged da K/ahes da foar cal an goan. ●(1857) CBF 131. Ker-Ahez. ●(18--) MILg 227. na redet e Kerahez. ●(1863) ST 6. Lannuon, Landreger, Karaës, Castellin. ●(1865) FHB 1/7b. e Keraës. ●26/204a. da rei eur mision da Garaèz. ●(1865) MBFt 136. Mont a reont gant ar rest da Guer-Ahez hag e kollont eun anter cent var pep sardinen. ●(1869) TDE.FB xviiia. Ker-Ahez, f. ●(1876) BJM 181. e Plougher, e kichennic Carhaez. ●(1876) TDE.BF 338a. Ker-Ahez. ●(1879) BMN 322. An Tad Fuljans, euz urz Sant-Augustin, e Kerahez. ●(1880) SAQ I 74. Sermoun prezeget evit bennigen mean kenta iliz Karaes. Kerzu 1880. ●(18--) SON II 116. He dad 'zo bourrew en Kerhès, / He vamm 'zo eur ragacherès. ●(1889) CDB 176. A ligne vad eo ma mestrez / Merc'h ar boureo a Ker-Ahez. ●(1890) MOA 19b. Karaez ; - Ker-Ahez. Les uns écrivent : Keraez, pretendant que le nom de la ville vient d’Aétius, général romain, et non d’Ahès, fille du roi Grallon. ●(c. 1890) CFB 41b. Ker-Ahez.
●(1902-1905) LARB 130a. Kri er galon e huilezé, 'n deulagad e zaré / Ér gérig a Galé, 'n dé ketan a viz mé. ●(1904) SKRS I 136. An Urz Leanezed a ioa d'an ampoent e Kerahez. ●(1905) ALMA 18. e kanton Kerahez. ●65. Keraez. ●(1907) MVET 69. hag ez ea ganto da Geraes. ●(1911) BUAZmadeg 235. prezeg a reaz e Keraez. ●744. Sant Tremeur a zo patroun Kerahes. ●(1913) PRPR 7. Pa’c’h er deuz a Geraez da Huelgoat. ●(1914) ARVG Mae 79. Evelse an Elez, deut eus Menez-Mikêl, an Hier, andoniet en Plougonver hag a ia a-biou Kallak ha Kereiz. ●(1916) KRVT 167/2d. Archerien Keraez o deus paket da ziweza daou brizonier alaman. ●(1919) KABR 15. En deiz, an ilizou deus Kastell da Gerez. ●(1923) FHAB Gwengolo 9/350. Bet omp e pardon Keraez, / O redet ar staliou kaer; / Me oa tapet ginaouegez / E kichen ma Yannig kouër ! ●(1925) ARVG 3/61. En Breiz an eus seiz ti, ar brasan, hini Gourin, demdost da Geraez; ar re all e Brest, Briek, Edern, Bannalek, Langonnet. ●(1927) CONS 35. Kouëriadezed Keraez a lavar en eur gomz diwar-benn e skeuden arm : Sant braz ar blasen. ●(1927) GERI.Ern 282. Kerhaez. ●(1928) BREI 54/1b. digrec’hian, digamman, kompezan, touflean an holl henchou-treuz ’tre Keraez ha Gwengamp... ●(1931) FHAB C'houevrer 51. E penn kenta ar bloaz 1674, an Tad Maner a brezegas e Sant-Vaze Montroulez hag e Kerahez. ●(1934) BRUS 297. Karéz. ●(1950) KBSA 9. e Kerglov, tost da Garaez. ●(1955) STBJ 111. Echu e oa an hent-houarn abaoe eur pennad hag e rede an trêniou, war al linenn, etre Karaez ha Kastellin.
II.
(1) Dicton. Cf. REC. XVI (1895) 175.
●(1690) GMB 404. Caera mab jar scraperes, / à vuoua é doüar carahes, / so het gant ar Vannigueres / en gouard an Euo, tr. « le plus beau fils de poule grateresse, qui fut en la terre de Karhaix, est emporté par l'Ecoufle en la region des Cieux ».
(2) Dicton.
●(1732) GReg 681a. Pautred Kærahés a so peurvuyâ crenn hac azqôrnecq.
(3) Dicton.
●(1821) GON 38a. Karaéziz hag ar ré diwar drô a vestéod holl.
(4) Berceuse.
●(1830) SBI I 4. Ar grampœzerès / (sonic cawel) // Eun daou pe tri dervez a zo / Ema va zoaz crampoez e go – Ac'han ! / Ema va zoaz crampoez e go. // Rac va c'heuneud a zo er c'hoad, / Ha va bouc'hal a zo didroad – Ac'han ! / Ha va bouc'hal a zo didroad. // Ha va aman zo er marc'had, / Ha va bleut zo c'hoaz o valad – Ac'han ! / Ha va bleut zo c'hoaz o valad. // Ha va spanel e Montroulès, / Ha va rozel e Keraës – Ac'han ! / Ha va rozel e Keraës. // Ha va zrebez e Landreger, / Ebars ar c'hovel oc'h ober – Ac'han ! / Ebars ar c'hovel oc'h ober. // Ha va fillic zo e Perroz, / Allas ! setu deuet an noz – Ac'han ! / Allas ! setu deuet an noz. [The Cambrian Quaterly Magazine / vol. II (1830) p. 40].
●(1975) BRUD 50/10. Ar grampouezerez : / Eun daou pe dri devez a zo / Emañ va zoaz krampouez e go, / Rag va heuneud zo er hoad, / Ha va bouhal a zo didroad, / Ha va amann zo er marhad, / Ha va bleud zo c'hoaz o valad, / Ha va spanell e Montroulez, / Ha va rozell e Karaez, / Ha va zrebez e Landreger, / E-barz ar hovel oh ober, / Ha va fillig zo e Perroz, / Allaz, setu deued an noz, / Allaz, setu deued an noz ! ●(1994) BOUE 146. Ar grampoueres (...) // Un daou pe tri derwezh a zo / Ema va zoas krampouezh e go – Ac'han ! / Ema va zoas krampouezh e go – Ac'han ! // Rag va c'heuneud a zo er c'hoad, / Ha va bouc'hal a zo didroad – Ac'han ! / Ha va bouc'hal a zo didroad // Ha va amanenn zo er marc'had / Ha va bleud a zo c'hoazh o valad – Ac'han ! / Ha va bleud a zo c'hoazh o valad - // Ha va spanell e Montroules / Ha va rosell e Karaes – Ac'han ! / Ha va rosell e Karaes // Ha va zrebes e Landreger / E-barzh ur c'hovel oc'h ober – Ac'han ! / E-barzh ur c'hovel oc'h ober. // Ha va fillig zo e Perros, / Allas, setu deuet an nos – Ac'han ! / Allas, setu deuet an nos.
(5) Étymologie populaire.
●(1844) FOB 122note. Dahut fréquentait beaucoup cette ville qui lui dut son nom de Ker-Ahès (ville d'Ahès).
(6) Formule enfantine.
●(1882) SVE 217. Dibedoup ! Dibedoup ! / Da Vontroulez da vit stoup... / Dibedon ! Dibedon ! / Da Garaez da vit kraon.
●(1975) BRUD 50/13. Dibedoup ! Dibedoup ! / Da Vontroulez david stoup... / Dibedoñ ! Dibedoñ ! / Da Garaez david kraoñ.
(7) Prophétie.
●(1974) (1998) HYZH 216/46. Keraez a vo dismantret. (Eus Gourin hag eus ar Faoued, kont ebet).
(8) Dicton.
●(1996) GESI 163. Pa c'houlenne ur paotr ouzh un den-deut da belec'h e oa aet hemañ-hen, ha ne ouie ket, e responte, oc'h ober goap : Aet eo da Garaez, a-dreñv ar bochad kelenn, 'lec'h 'vez 'c'hi o kac'hañ eskern.
III. Blasons populaires : voir Fisel, penn-kolvez.
IV. Noms de famille.
●(1970) NFBT 30 N° 226. Caraës. ●31 N° 237. Carhaix. ●51 N° 396. Crahès.
V. Bras evel forn Karaez : voir forn.
VI. [Toponymie locale]
●(1915) KRVT 160/2cd. Eur bugel 19 miz, Per Loeiz ar Floc'h, eman e gerent o terc'hel eur vereuri e Keraez-Vihan, pa oa o c'hoari gant ki an ti, a zo bet kroget gantañ. ●(1984) LPPN 598. (Poullaouen) ganet ha maget ba ru ar Feunteun Venn [= rue des Martyrs, aujourd’hui].