m. –ioù, keleier
I.
(1) Nouvelle.
●(14--) Jer.ms 17. Autrou rez ham sezlou : Sede quehezlou mat, tr. « Juste Seigneur, écoute-moi : voici de bonnes nouvelles. » ●(1499) Ca 168b. Quehezlou. g. nouelle. ●(1633) Nom 205b. Euangelium : salaire pour bonne nouuelle : an salær en deuez vn den euit vn quehezlou mat.
●(1659) SCger 84b. nouuelles, tr. «quehelou.» ●166a. quehezlou, tr. «nouuelles.» ●(1689) DOctrinal 199. ar Sant joyus ó clevet ar queazlou mat-se à rentas graçou da Doué. ●(1732) GReg 663a. Nouvelle, tr. «Qéhezl. p. qéhezlaou, qéhezlou.» ●(17--) FG II 42. A ! pordistak, pa roer kélaou ker koant d'in ez-ounn-me kountant. ●(1783) BV 12/280. demmat dach ma homer chettu quello neue.
●(1862) BSH 11. Petoare queloyo so o ren a neve. ●(1878) EKG II 71. Ar c'helou-ze a laouenneaz ar zoudard. ●(1880) SAB 230. cass ar c'helou d'an diskibien oa beved o Mestr.
●(1909) MMEK 15. Ar c'helou a reaz founnuz tro Breiz-Izel. ●(1912) BUAZpermoal 457. P'en em vrudas ar c'helou-ze.
(2) Keloù a, eus ub., udb. : nouvelles de qqn, qqc.
●(1865) LZBt Gouere 19. Pa deuaz em bede ar c'helo euz ma daonedigez d'ar maro. ●(1894) BUZmornik 143. Antronoz hag antronoz all, kelou ebed anezhan ken nebeut.
●(1907) AVKA 51. Kelo deus ar burzud-ze a ledas dre oll vro C'halile.
►[empl. sans prép.]
●(1862) BSH 56. Clevet a rin ho quêlo gand pligeadur bepred. ●(1866) LZBt Ebrel 117. Kelo eunn hevelep kemer a oe kaset da benn-lec'h ar vroad douar-ze. ●(1868) FHB 177/161b. Mont a rejor da c'houlen euz he guelou.
●(1924) LZMR 16. Ar re a oa digouezet kelou ar maro beteg enno. ●(1935) BREI 392/1a. keloiou-all, ivez, eun darn anezo teuskoc'h, marteze.
(3) Signe, apparence.
●(1970) BHAF 343. ne oa ket kelou skorn, daoust ma oad e toull du ar bloaz, e dibenn miz kerzu.
(4) Question, mention.
●(1935) BREI 431/2b. pa ve (…) kelou da veuda. ●(1967) BAHE 54/28. Ne oa ken keloù gant ar Roc'hardenn da lakaat he c'hrog war un den leveet bennak.
II. [en locution]
A.
(1) Reiñ, kas keloù : envoyer des nouvelles.
●(1866) LZBt Gouere 151. Ann Tad a deuaz a rein kelo d'in euz ar c'havad evurus-ze.
●(1925) CHIM 8. Grêt promese d'it da zimezi, ha mont endro ha tremen hep rei kelou. ●(1936) BREI 450/1a. Trugarekaat a reomp kalonek ar vignoned a gas kelou d'ar gazetenn.
(2) Reiñ keloù eus : donner des nouvelles de.
●(1909) KTLR 204. C'hui, marteze, mammik koz, a c'helfe rei d'in kelou anezhan.
(3) Klevout keloù eus : entendre parler de.
●(1964) BRUD 17/32. N'am-eus morse klevet kelou deuz ar boued gouez-se !
(4) =
●(1966) BREZ mars 102/6a. eun druillad «Black an Tans» ne veze nemed trubuill diwar o helou, evel ma ouzoh.
B. (religion) Ar C'heloù Mat : l'Évangile.
●(1860) BAL 155. da gass ar c'helou mad, da zitour ar Baradoz var ar meaz ac er c'heriou.
●(1907) AVKA 119. Mac'h eas an Ebestel a geriaden da geriaden, en ur embann dre oll ar C'helo Mad.
C. (en plt des femmes)
(1) =
●(1907) AVKA 2. N'ho devoa ket a vugale, na bet gant Elisabeth kelo a gaout.
(2) Bezañ keloù gant ub. : être enceinte.
●(1976) BAHE 91/25a. Keloù a zo ganeoc'h. Se 'zo sklaer.
(3) En em gavout keloù fall gant ub. : être enceinte hors mariage.
●(1958) BAHE 15/13. Unan eus ar merc'hed yaouank all avat, en em gavas keloù fall ganti ; met an itron a zeuas a-benn da guzh an traoù ouzh he fried.