m. –ioù
I. (agriculture)
(1) Tranchée creusée par la bêche.
●(1876) TDE.BF 349a. Klaz, s. m., tr. «Tranchée qui se produit sous la pelle quand on bêche la terre.» ●794. Dre balat soun / Ez a ar c'hlaz doun.
●(1931) VALL 751b. Tranchée ; creusée à la pelle, tr. «klaz m.»
(2) Tranchée dans des épis de blé.
●(1943) FHAB Gwengolo/Here 350. (Kleder) Pa vezer o vedi strob-distrob, ez aer da genta war araok hed-a-hed d'ar c'hlas : stropa, ha goude-ze e teuer endro en eur zastum an dramm : distropa.
II. sens fig.
(1) Digeriñ, toullañ klaz : faire la première tranchée ; ouvrir la voie.
●(1872) GAM 10. Ann Aotrou en deuz toullet klaz ; palomp ann ero var he lerc'h.
●(1923) ADML 124. Mond a rea evel an hini a ya mintin-mat d'ar park da zigeri klaz araok ma 'n em gavo an alar hag ar jao, evit ma vezo gellet staga raktal da ober labour founnuz. Gouzoud a rea e teuje, abret pe zivezat, misionerien enez Breiz, hag evid ar re-ze edo o tigeri klaz. ●(1985) AMRZ 308. Evid ar falhad, da amzer ar foenn, e veze atao o tigeri klas, nao falher war e lerh. ●(1994) BRRI 16. C’hoari en deus o pignat gant an diri, ne vez ket digoret klaz dezhañ.
(2) Diouzh klaz : en quantité.
●(1925) FHAB C'hwevrer 44. pôtred yaouank kaër ha direbech falc'het diouz klaz er brezellou-ze.
(3) Mont diouzh klaz =
●(1982) MABL II 78. (Lesneven) mont dac'h klaz : mont en eil rouden goude eben : diouzh renk.
III.
(1) Digeriñ, toullañ klaz : commencer un travail.
●(1872) ROU 77 (L). Commencer un entretien, un travail, tr. V. Roudaut «Digeri class.» ●(1872) GAM 10 (L). Ann Aotrou en deuz toullet klaz; palomp ann ero var he lerc'h. ●(1890) MOA 175 (L). Commencer un travail, tr. J. Moal «digeri klaz.» ●(18---) SAQ II 3 (L) J. Quéré. Hirio evit digeri klas, ne roin netra nemet un taol falz pe zaou da zistroueza an hent...
●(1913) FHAB Here 371. digeri klas d'ar relijion gristen. ●(1923) ADML 118 (L) *Alan Yann. An ober-braz, en d'oa digoret klas d'eza, a jommo euz e zilerc'h, koulz lavaret, a zav.
(2) Digeriñ, toullañ klaz : être le premier à faire qque chose. Cf. digeriñ troc’h.
●(1923) ADML 101 (L) *Alan Yann. Ma roffac'h d'ezhi da gompren peger kaër e ve evithi digeri klaz da enor he bro. ●124. Mond a rea evel an hini a ya mintin-mat d'ar park da zigeri klaz araok ma 'n em gavo an alar hag ar jao, evit ma vezo gellet staga raktal da ober labour founnuz. Gouzoud a rea e teuje, abret pe zivezat, misionerien enez Breiz, hag evid ar re-ze edo o tigeri klaz.