m. Surface glacée d'un plan d'eau.
I.
●(1659) SCger 62b. glace, tr. «clezr.»
●(1955) STBJ 193. Diouz ar goañv, pa veze ar yar wenn o tisplua, e reemp bouliou erc'h d'en em ganna ha riskladennou war ar c'hler.
II.
(1) Yen evel ar c'hler : très froid.
●(c.1680) NG 539 (G). Calon callet euel dirë / Ha yaint eual er scler, tr. R. Hemon «Heart hard as steel an cold as ice.»
(2) Terriñ ar c'hler diwar ub. // Terriñ ar c'hler diwar kein ub. : protéger qqun.
●(1952) LLMM 31/59 (Ki-Douarnenez). C'hwi zo bet atav o terriñ ar c'hler diwarnañ. Terriñ ar c'hler diwar kein u.b. : mirout na c'hoarvezfe droug gantañ.
(3) Terriñ ar c'hler : normaliser une relation. Cf. rompre la glace.
●(1950) KROB 28-29/14 (L) *Ab Sulio. Ar c'hammed kenta-ze, graet gant ar paotr yaouank etrezek ar vaouez koz, a dorras ar c'hler a rae speurenn etrezo o daou abaoe eur pennad.
(4) Bezañ tapet etre an dour hag ar c'hler : voir dour.
(5) Bevañ evel tan ha kler : voir tan.