m. –ioù
I.
(1) Creux, partie creuse, creusée.
●(1633) Nom 18a. Sinus, oculi peluis, cauum oculi : le creus de l'œil : an cleus an lagat. ●20a. Cauarnæ mortariolæ : le creux des dents : an cleus ves an dènt. ●76b. Internodium : l'entre-deux des nœud : an cleus ma sorty an brancquou.
●(1732) GReg 140a. Cavité, tr. «cleuz. p. cleuzyou. ur c'hleuz.» ●343b. Enfoncement, cavité, lieu creux, tr. «cleuz. p. cleuzyou. ur c'hleuz. creuz. p. creuzyou. ur c'hreuz.» ●427a. Fosse profonde, tr. «Poull cleuz.»
●(1867) FHB 127/179a. carguet ar c'hleuz anezho gant mein.
●(1908) PIGO II 130. N'eus kleuz ebet enni nemet aze. ●(1909) MMEK 11. e kleuz ar vezen. ●(1914) DFBP 72a. creux, tr. «Kleuz.» ●(1919) FHAB Here 112. Nag er moriou divent nag e kleuz ar steriou. ●(1921) PGAZ 17. hag e z'eas da guzat dindan kleuz eur garreg vraz. ●(1923) KTKG 8. al labousik chouchet e kleuz ar pilgos. ●(1929) MKRN 178. (Gourin, ar Faoued, Skaer) Kreuz… L'intérieur ; percé ; creux : ur ween greuz ; eur greuzenn.
(2) Fosse dans un cimetière.
●(16--) DIalog 43. Me ra à serr ar cleüz, hep eüz, beza queüzet, tr. «Je fais avoir du regret, sans effroi, auprès de la fosse.»
(3) (hydrologie) (?) Lit d'un cours d'eau (?).
●(1919) FHAB Here 112. Nag er moriou divent nag e kleuz ar steriou.
II. Talus, fossé.
●(1499) Ca 38a. Cleuz. g. fosse. la. acger / eris. ●(1521) Cc. Cleuz. g. mur de terre. lat. ager / is. vel. hoc fossatum ti vide in Bern douar. ●(1633) Nom 47a. Rubeta : grenouille du buisson : ran garz, ran á vez en cleuzyou.
●(1659) SCger 59a. fossé, tr. «cleus, p. iou.» ●64b. haie, tr. «cleuz, p. iou.» ●(1732) GReg 427b. Fossé, élevation de terre autour des champs, des prez, &c., tr. «Cleuz. p. cleuzyou. Van[netois] cle. p. cleyëu. ur hlé.» ●(1744) L'Arm 299a. Prairie, tr. «Rumblatt pradeu hemp clay er-bétt. m.» ●(17--) EN 1648. ma harb er hleun, tr. «en sorte qu'il s'appuie au fossé.»
●(1834) SIM 146. sailla rê dreist ar c'hleuyou. ●(1877) EKG I 241. ec'h en em lakeaz d'ober dre an treaz kleuziou evit merka ar pez a ioa d'ezhan. ●(1878) EKG II 10. chom var eur c'hleuz. ●88. Eur c'harz lann daou vloaz a ioa var ar c'hleuz. ●133. me a dec'ho evel ma'z oun deuet, dre guz, a-rez an tiez hag ar c'hleuziou.
●(1902) TMJG 348. skeud an torgosso derw'n ho za aman ha duhont war ar c'hleuïo. ●(1921) PGAZ 52. e korn ar c'hleuz. ●(1924) BILZbubr 40/897. azeet harp eus eur c'hleun. ●(1935) ANTO 37. a-us d'ar c'hleuz. ●(1974) TDBP III 206. Ma am-oa kavet ur guzadenn bér en ur c’hleuz, tr. « j’avais trouvé une cachette de poires dans un talus »
III. (blason populaire) Ober kleuzioù mat.
●(1855) FUB 82. Eur mailh éô eul Lan-Bâlad / Évid ober kleûziou mâd. ●(1878) SVE 963. Eur maill eo eul Lan-Balad / Evid ober kleuziou mad.
●(1907-1908) FURB 14/74. Eur mailh eô eul Lan-Bâlad / Evid ober kleuziou mâd.
IV.
(1) Sentus evel ur c'hleuz ouzh ur park : très obéissant.
●(1975) YABA 12.04 (Gi) Job Jaffre. Franséz e iè... Séntus e oè el ur hleu doh ur park. ●(1982) LIMO 13 novembre (G) Job Jaffré. Neoah anaùet em es ur gazegig gouh hag en doè dahlet de voud obériant ha sentus «èl ur hleu». ●sentus èl ur hleu, tr. «obéissant comme… un talus, expression locale.»
(2) Bouzar evel ur c'hleuz : très sourd.
●(1896) GMB 475 (T) Émile Ernault. pet[it] tréc[orois] pen kleu, sobriquet d'un sourd, litt. «tête de fossé», à cause de la locution bouzar vel eur c'hleu sourd comme un fossé.
●(1912) MELU XI 380 (T Trevereg). Bouzar 'vel eur c'hleu, tr. E. Ernault «Sourd comme un fossé. (Trév[érec])» ●(1913) DIHU 92/211 (G) J.-M. Héneu. Ne vo ket dobér ag en um néhansein a Garabasen er Person; bouar é él ur hlé. ●(1931) VALL 704. Très sourd, tr. F. Vallée «bouzar evel ur c'hleuz.» ●(1934) MAAZ 31 (G) J. M. Héneu. Boar é èl ur hlé ha ne uél ket spésoh eget mam-gu er hoëd. ●(1936) FHAB Ebrel 142. A-nevez 'zo oun deuet da veza ker bouzar hag eur c'hleuz ! ●(1955) VBRU 146 (T) *Jarl Priel. Olga Lvovna, ken bouzar hag ur c'hleuz. ●(1962) TDBP Ia 41 (T). Ma mamm a zo bouzar er bloaz-mañ 'vel eur hleuz, tr. J. Gros «ma mère est sourde cette année comme un talus (comme un pot).»
(3) Mont dre gleuz ha garzh / mont kleuz ha garzh : mont a-hed hag a-dreuz.
●(1913) BUKE 42 (G) Loeiz Herrieu. Klé ha garh é onn oeit; biskoah n'em es ridet ker skan ! ●(1914) DIHU 110/124 (G) A. er Sar. A p'arriùas en noz, ne oé ket a gousked aveiton; nezé e saùas dousik, hag é has èl ur fol dré klé ha garh, ken ne sourdas é ziùhar é ridek. ●(1939) RIBA 147 (G) Yann-Vari Heneu. Monet e hra kleu ha garh ha neoah ne fon ket dehi en heuli. ●(1960) BLBR 122/22 (G) *Vedig en Evel. Ha de voned tréz-didréz, kleu ha garh, dré park ha lann betag hé hér.
(4) Gwelet e pe lec'h eo kouezhet ar c'hleuz e nesañ : voir l’erreur de son prochain.
●(1907) PERS 320 (L) J.-M. le Gall. Eur spered lemm, atao difun ha mad ive da velet e peleac'h e vije kouezet ar c'hleuz e park an nesa; raktal e vele an defaotou.
(5) Skeiñ e benn e-barzh ar c’hleuz : faire qque chose en vain.
●(1902) LZBt Du 30 (T). Koulz vije bet d'imp mont da skei hon fenn ebarz eur c'hleu.
(6) Bezañ war ar c’hleuz : (?) être sur la brèche ?).
●(1908) BOBL 11 juillet 185/2c. An dud iaouank-ma ne oa, da gomans, nemed pemp pe c’houec’h anezo, dastumet en dro d’ar barz Lajat, «Mab an Argoat», pell-zo dija var ar c’hleuz, o stourm evid Breiz-Izel.
(7) Chom evel ur maen en ur c'hleuz : voir maen.
(8) Mont an tenn er c'hleuz : voir tenn.
(9) Sankañ e gontell er c'hleuz : voir kontell.
(10) Krak evel lagad un naer er c'hleuz : voir naer.