Devri

Koatreven

Koatreven

n. de l. Coatréven.

(1) Koatreven.

(1867) BUE 74. Er bla trizek kant unan, eunn den euz a Goatreven, hanvet Ervoan Kergwezoned.

(1869) FHB 228/149b. merio Koatreven ha Kamlez. ●(1869) LZBt Gouere 233. Etre pont-losket ha bourg Koatreven. ●(1889) CDB 84. Kloaregik Koatreven an euz groet / Ar pez na rafe mab ebed. ●(1894) BUEr 87. Herve ar C'hloarek deuz Koatreven.

(1916) KRVT 179/2d. da Goatreven e oan aet. ●(1925) ARVG 3/68. kêr Lanuon a tilammas warni eur bagad tud diwar ar maez, meur a vil anê, eus Rospez, Kemperven, Langoat, Koatreven, Berbet, Prat, Kavan, Trezeni, Mantallot, Kamlez, hag a veur a lec'h all. ●(1933) BREI 323/4c. D'abarde, e voe redet bro da welet mêreriou dalc'het mat; Rospez, Koatreven, Trezeni o deus meur a hini hag a dalv beza gwelet. ●(1951) ECLA 298/2. Tud haotus Koatreven. ●(1923) ARVG Kerzu 221. eur c’halavr kaër, eur weenn ivin, beiou kempennet koant, setu iliz Koatreven a-ziavêz. ●(1980) (2005) IFTR 298. Hag a zo graet d'un den yaouank / Na deus ar barroz Koatreven.

(2) Dicton (cf. HYZH 244/38).

(1951) ECLA 298/2. Tud haotus Koatreven.

(3) Dicton.

(2016) TELG (02.08.2016) [44a] [DG]. Tud orgouillous Koatreven, tr. « Orgueilleux de Coatréven »

(4) [Toponymie locale]

(1847) FVR 266. Tad ann Aotrou Lajat a zalc'he eunn hostaleri e kearik Lokrist. ●(1867) BUE en doa gret marc’hat, diwar he dispin ha risklo, da ober ar Pont-Losket, war hent Landreger da Lannuon. ●(1869) FHB 228/149a. Etre pont-losket ha bourg Koatreven. ●(1894) BUEr 56. Entre parouz ar Vinihy ha Koatreven a zo war hent Lannuon eur pont hanvet ar Pont-Losket.

(1925) ARVG 3/69. An de warlerc'h, an 11, e voe c'hoaz gwelet blokadou tud e Pont-Losket hag e Krec'h-al-Lann, e Berlewene.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...