Devri

lorc'haj

lorc'haj

m. =

(1896) LZBt Meurzh 20. Penno braz ar vro a fell d'he bewan dizoursi, na petra 'ta ? Hag ewit bewan dizoursi, ma ne rer taol labour bed, renker da vihanan kaout re all da labouret en he blas. Al lorc'haj a lez al labourio gand ar sklaved.

(1912) BUAZpermoal 425. distag int diouz ar bed, diouz e zanvez ha diouz e lorc'haj. ●492. Ar bed hag Elisabeth n'en em glevent tamm ebet. Ne oa ket evit gouzanv e skanvadurez nag e lorc'haj. ●610. oc'h ober fae war c'hoariou ha war lorc'haj ar bed.

(1924) FHAB Kerzu 443. an dud taget gant terzien an arc'hant, savet d'o fenn lorc'haj ar binvidigez. (...) an hini 'zo troet gant lorc'haj an arc'hant. ●(1961) BAHE 29/56. distalac'h : lorc'haj, digoroù, stroñs, tontur, ton-bras.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...