m. & adv. –où
I. M.
A. (en plt de qqn)
(1) Orgueil, fierté.
●(1575) M 1869. Hac an Bez hep quen lorch, quent forch pan dazorchas, tr. «Et quand du tombeau il ressucita sans faste, avant de quitter (la terre).»
●(18--) MIL.ms (d’après MNOTes 164). lorc’hou zo en-han, tr. «il est plein de vanité.»
●(1900) ANDP 12. Heman, lorc'h enn-an, a oa o paean lod d'ei e-tal eur stall. ●(1911) BUAZperrot 149. lorc'h enno ouz o dougen. ●(1919) MVRO 7/1b. lorc'h enno o veza Bretoned, lorc'h enno o komz brezoneg. ●(1921) PGAZ 76. n'euz lorc'h ebet enn'han.
(2) Kemer lorc'h : s'enorgueillir, se glorifier.
●(1909) KTLR 93. lorc'h ha fouge a gemeraz o velet e vedo he unan, o kas en dro oll dud ar maner. ●(1910) MBJL 66. n'ê ket evit kemer lorc'h.
(3) Kaout, kemer lorc'h gant, eus : tirer fierté de, se glorifier de.
●(1894) BUZmornik 281. Kemeret lorc'h gant ar grasou a resever digant Doue a zo danjeruz-braz.
●(1906-1907) EVENnot 16. (Ar Veuzid) Loc'h en neuz deuz i fillor, tr. «Fierté.» ●(1911) BUAZperrot 11. ha ne gemeroc'h ket a lorc'h eus ar meuleudiou a vefe gellet rei deoc'h. ●(1907) VBFV.fb 48b. (se) glorifier, tr. «kemér lorh.»
(4) Tennañ lorc'h eus : tirer fierté de.
●(1911) BUAZperrot 118. re all a denn lorc'h eus o gened. ●141. lorc'h a dennent eus o gouisiegez. ●(1933) MMPA 77. Peurvuian, e ve prez warnomp da denna lorc'h eus hon renk.
(5) Den a lorc'h : personne orgueilleuse.
●(1911) BUAZperrot 96. e renk an dud a lorc'h hag a zanvez.
(6) Reiñ lorc'h da ub. : flatter qqn.
●(1907) VBFV.fb 44a. flatter, tr. «rein lorh.»
(7) Bezañ lorc'h ennañ gant ub. : être fier de qqn., avoir l'orgueil de qqn.
●(1927) FHAB Gouere 133. ha te Breiz, mamm galonek, a c'hell beza lorc'h ennout ganto.
B. (en plt de qqc.) (?) Ostentation, luxe (?).
●(1869) SAG 260. C'houi a lavar eta e zeuz kalz re a lorc'h gant an traou kaer a velomp en dro de omp.
C. local. Frayeur, épouvante.
●(1744) L'Arm 124b. Effroi, tr. «Lorh.» ●(1767) ISpour 54. hemp sconte ha hemp lorh ? ●(1787) BI 81. ul-lorh, ur sconte. ●(17--) TE 153. ur scontt hac ul lorh.
●(1818) HJC 369. tout spontet guet enn eune ac er lorh. ●(1838) OVD 36. séhein ar ou zreid guet er scont hag el lorh. ●(1843) LZBg 1añ blezad-2l lodenn 65. quer bras èl ma oé el lorh hag er scont en devoé. ●(1849) LLB 579. Er ré hardehan memb ged el lorh e greinas. ●(1861) BSJ 175. péh quer bras vou scont ha lorh mab-dén é huélèt un distreimen haval.
II. Adv. A-lorc'h : de luxe.
●(1982) TKRH 103. ur menaj bras a-lorc'h gante e-kichen kastell Kergrist.
III. Na vezañ an holl lorc'h e Pariz : tout ne se passe pas à Paris. Avoir de l’orgueil.
●(193-) FHAB Meurzh 75 (L) M.-A. Abgrall. Ar vugale gosa, ar re-man a vez paeron ha maeronez o breudeur ha c'hoarezed bihan ha me 'lavar d'eoc'h ne vez ket neuze an hol lorc'h e Paris. ●(1954) VAZA 81 (T) *Jarl Priel. Setu laouen an Aotrou Farigoul, ha me 'ta ! ne oa ket an holl lorc'h e Paris ! ●(1970) BHAF 22 (T) E. ar Barzhig. Prim ha brao hag hervez faltazi ar bugel, e veze stummet ar pilpod ha ne gouste ket ker ! Ne veze ket an oll lorh e Pariz, redeg a ree ar grennarded beteg ti ar marichal da houlenn digantañ sanka eur pez tach houarn ‑ eun tach marh ‑ e fri an dompi. ●365. Nag e vo joauz e re vihan bremazon ! Ne vo ket an oll lorh e Pariz ! ●(1978) PBPP 2.2/350 (T-Plougouskant). N'emañ tout al lorc'h en Pariz, tr. J. le Du «il n'est pas peu fier ! /lit. tout l'orgueil n'est pas à Paris !» ●413. /en parlant ironiquement de quelqu'un qui est fier d'un résultat/.