Devri

mallozhiañ / mallozhiñ

mallozhiañ / mallozhiñ

v.

I. V. tr. d. Maudire (qqn, qqc.).

(1900) MSJO 41. mallozi ar vizer hag an dienez. ●(1907) BSPD I 378. er juj e hourhemen d'er sant mallohein Jézus-Krist. ●(1909) NOAR 44. o vallozi Doue endra c'helle ●(1909) FHAB Ebrel 107. Seul-vui eo bet malloziet, seul-vui e vezo henoret. ●(1912) BUAZpermoal 551. ec'h ee d'an iliz evit hon mallozi. ●(1931) VALL 455A. Maudire, tr. «mallozi.» ●(1942) DIHU 369/33. Pebeh torfet mallohein hanù Doué. ●(1963) LLMM 99/265. hag en ur vallozhiñ en em strinkas warlerc’h kement hini en em gave touellet.

►[au passif]

(1911) BUAZperrot 846. ar c'henta malloziet gant Doue. ●(1912) BUAZpermoal 853. ar c'hentan mallozet gant Doue.

II. V. tr. i. Mallozhiñ àr-lerc'h ub. : maudire ub.

(1906) DIHU 12/208. Klan get er véh, el lorberéz e déhas fonabl én ur vallohein arlerh en diaul hag é soliteu.

III. V. intr.

(1) Maudire.

(1908) FHAB Mae 134. bennigen eb morse mallozi.

(2) Jurer.

(1744) L'Arm 210a. Jurer, proférer des execrations, tr. «Malloaihein

(1847) BDJ 58. Pa fell dezhan malloçzia. ●(1868) KTB.ms 14 p 194. Klask a ra, tripall ha mallozi. ●(1869) KTB.ms 14 p 23. a em lakas da vallozi ha da doui evel un Diaoul.

(1911) RIBR 150. En em lakaat a eure da jarneal, da nondeal, da doui ha da vallozi evel eun daonet.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...