oronyme Les Monts-d’Arrée.
I. Menez-Are.
●(1716) PEll.ms 927. Menez Are. ●(1732) GReg 50a. Menez Arè... (Van. Mane Arè.). ●636a. Menez Are. ●840b. moru menez are. ●(17--) FG II 218. eur banden bleis / è coäjou ar ménez aré... / ar reÿer douñ... nag ar maré.
●(1834) KKK 50. hag arvestit ar well divent zé pe hini ne finiz nemed gant Menez Aré hé unan. ●(18--) GBI II 64. Menez Arre. ●(1855) FUB 76. Ménéz Arré kein Breiz. ●(1865) FHB 25/197a. E Menez Are ez euz eun Itron hag a c’hortoz. ●(1866) BOM 22. Va bro gared, Menez Are. ●(1867) BBZ III 237. Pell war ar mor e weliz euz beg menez Are. ●(1867) TELrem 114. Erru e-tal menez Are, / Ann taol pao kenta e devoe. ●(1870) FHB 299/299b. Eharz menez Are, e parrez Commana. ●(1870) MBR 136. ma ve a-walc’h evit lakaat holl bleizi menez Are da redek. ●(1877) EKG I 96. Egile oa Fanch Vian, louzaouer brudet dre bevar c'horn ar Vro, euz a Gastel da Vrest, adalek Tour-ar-C'hernik, eharz ar mor, bete Roc'h-Trevezel, var gern Menez-Are. ●(1877) EKG i 180. bete Roc’h-Trevezel, var gern Menez-Are. ●(1878) EKG II 217. Lavaret em beuz d'eoc'h e tle dont d'hor c'haout da Verven, tud euz a gostez Menez-Are evid mont var gear Vrest. ●(1883) BSM 267. var lein menez Arrhe a zo o tispartia Kerne eus Treger ha Leon. ●(1896-1897) MELu 87. Menez Are. – Qein Breiz. ●(1898-1899) MELu 209. Diradennet, diradennet / tec'h ! tec'h ! / Ne ket aze ma da lec'h / Nag aze nag e nep lec'h, / Nag en nao menez Are / Nag en nao feunteun ware / Aze ma da lec'h / Barz er bod dero zec'h. ●(18--) FHAB Du/Kerzu 1941)">ALB (FHAB du/kerzu 1941 p. 100a). N’oun dare kals e pe gostez, / Kredabl e tu menez-Are.
●(1900) DGES.hy 16. Klask brennig da Venez Are. ●(1903) KBSA 57. Me a garfe gwelloc'h beza o tiwall ar yer war Venez Arre ! ●(1909) NOAR 164. me eo Fant an Taouarc’h eus kichen Menez-Are. ●(1909) FHAB Ebrel 128. war gern Menez Arre. ●(1912) DGES 9. & DGES.hy 16. Et da venez Are da zehet ! ●(1914) KABR 4. Eus ar Menez Arre. ●(1914) ARVG mae 77. eus Bro-C'hall da Vêl-Pistien eman Ar Mene hag ac'hane d'ar mor ar Mene Are. ●(1919) KABR 9. E-harz menez Are, e parrez ar Fouilhez. ●(1924) ZAMA 87. eur pilhaouer a-ziwar gichen kribenn Menez Arre. ●(1931) FHAB Gouere/252. hag ec'h en em gavjont e traon Menez Are. ●(1945) KROB I [p. 15]. Tro-war-dro da Graon, e Sant Toz, e Menez-Arre hag en eun nebeut lec'hiou all. ●(1955) STBJ 8. en tu-all da Venez Arre. ●71. en eur penn-ti bihan e Mene Arre. ●193. Soñj am eus ive eus pôtred yaouank Mene-Arre. ●(1995) LMBR 102. mojennoù Menez Are.
►An Are.
●(1943) CHDI 49. Kantréet hon es a-dreuz d'en Arré / Ha setu arriù eur goubannùél-noz. ●(1948) KANTlandivizio 94. Lavar d’in-me, den an Are, / Ha ken kaer eo lein ar mene.
►Menezioù-Are.
●(1865) FHB 9/68a. Meneziou Are, e costez Brasparts, Loqueffret ha Botmeur o deus eun henvelidiguez benag oc’h ar vro-se.
►Ar Menez.
●(1878) EKG II 218. En eur gas tud da gostez Menez-Are, em beuz lavaret d'ezho evelhen; araok ma viot distro euz ar Menez d'an Arvor, ni hon devezo bet eur stokad ouc'h Canclaux hag he zoudarded.
II.
(1) Dicton.
●(1732) GReg 50a. Menez Arè. qein-breyz. ●636a. Qein Breiz.
●(1855) FUB 76. Ménéz Arré kein Breiz. ●(1878) SVE 987. Menez Arre kein Breiz.
●(1908) AMBR I/221. ...monts d'Arrhée - cette échine de la Bretagne, keign Breiz, comme les appelle un dicton populaire. ●(1908) AMBR II/155. Carhaix, la ville aux maisons noires, est à cheval sur l'échine de la Bretagne, keign-Breiz, une échine maigre, dépouillée, sans grâce. ●(1914) ARVG mae 76. Kein Breiz eo hanvet ha hano gwelloc'h ne oufed bean kavet d'ei rak mammennou al loden vras eus ar steriou hag ar gwaziou a red d'ar Vanch ha d'ar Mor-Bras a didarz ouz he zeul. ●(1927) CONS 715. Tro Vale tresek Kein Breiz. ●(1946) SAGU 90. dans les montagnes d'Arrée (Kein Breiz).
(2) Dicton.
●(1955) STBJ 193-194. Soñj am eus ive eus pôtred yaouank Mene-Arre (…) E kirri bihan o storlokat, stlejet gant bidochenned blevek, hir o lost hag o moue, e reent an hent etre bro ar brug ha bourc'h Pleiben, pennadou d'an drip ha pennadou-all d'an daoulamm.
(3) Dicton d’origine littéraire (?).
●(1868) FAG 138. P'edo Adam o pigellat, / Eva war-lerc'h o rastellat, / E Menez-Are, e skouarn ar c'had, / E voa tud-jentil, me c'hoar vad.
(4) Rimaille.
●(1882) SVE 226-227. Da biou out-te mab ? / - Da Iann Galvez. / - Pe seurt Kalvez ? / - Kalvez mene. / - Pe seurt mene ? / - Mene Arre. / - Pe seurt Arre ? / - Arre Fouillou. / - Fouillou stoup. / - Pe seurt stoup ? / - Stoup goulou. / - Pe seurt goulou ? / - Goulou koar. / - Pe seurt koar ? / - Koar melen. / - Pe seurt melen ? / - Melen vi. / - Pe seurt vi ? / - Vi iar. / - Pe seurt iar ? / Iar wenn, / - Plant da fri en he zalbenn.
●(1957) SKOL 5/18/86. - Da biv out mab ? / - Da Yann Galvez. / - Peseurt Kalvez ? / - Kalvez ar Menez. / - Peseurt Menez ? / - Menez ar Fouilhoù. / - Peseurt Fouilhoù ? / - Fouilhoù stoup. / - Peseurt stoup ? / - Stoup goulou. / - Peseurt goulou ? / - Goulou koar. / - Peseurt koar ? / - Koar melen. / - Peseurt melen ? / - Melen vi. / - Peseurt vi ? / - Vi yar. / - Peseurt yar ? / - Ur yar wenn, / Un tog war he fenn. ●(1975) BRUD 50/42. Da biou out-te mab ? / Da Yann Galvez. / Peseurt Kalvez ? / Kalvez ar menez. / Peseurt menez ? / Menez Are. / Peseurt Are ? / Are Fouillez. / Peseurt Fouillez ? / Fouillez ar stoup. / Peseurt stoup ? / Stoup goulou. / Peseurt goulou ? / Goulou koar. / Peseurt koar ? / Koar melen. / Peseurt melen ? / Melen vi. / Peseurt vi ? / Vi yar. / Peseurt yar ? / Yar wenn, / Plant da fri en he zalbenn !
(5) Formule. cf. DDPB. 125/624.
●(1898-1899) MELu IX 209. Diradennet, diradennet / tec'h ! tec'h ! / Ne ket aze ma da lec'h / Nag aze nag e nep lec'h, / Nag en nao menez Are / Nag en nao feunteun ware / Aze ma da lec'h / Barz er bod dero zec'h.
(6) Expressions diverses.
●(1900) DGES.hy 16. [Kas] Klask brennig da Venez Are. ●(1903) KBSA 57. beza o tiwall ar yer war Venez Arre! ●(1912) DGES 9 & DGES.hy 16. Et da venez Are da zehet! ●(1962) LLMM 90/23 [= Yeun ar Gow]. Droug enno o-fevar, her c'hasjont kuit diwar o zro hag an urcher, gwashoc'h eget ar re all, her pedas da vont da c'hwitellat mouilc'hi da Venez Are.
●(2000) DDPB [= GwM] 175/999. Lavar dezhañ mont da straka brulu war Menez-Are & Kas anezhañ da strakañ brulu war Menez-Are. ●(2005) ARME 145/11b. kae da sutal brulu 'barzh ar Menez Are.
(7) Nom d’un personnage de conte : ar c’hont Arez. cf. Chanson d’Aiquin (pp. 5 & 30 édition Jouon des Longrais)
●(1909) KTLR 184 (Ar C'hallaouet kaset kuit deuz Breis Izel gant Nominoe). Ar c'hount Arez, o vond gant he vevel, deuz Huelgoat d’he gastel, hen doa guelet ar pillaouer o kueza en dour.
(8) Proverbe météorologique.
●(1955) STBJ 166. Ar glô oc'h ober, an heol o par', / Ar zaout o vreskenn e Men' Ar'. ●(1958) ADBR LXV 525. Quand il pleut et qu'il y a du soleil en même temps, les petits vachers se mettent à chantonner : Ar glô oh ober, an heol o par(a) ! / Ar zaout o vriskin war Mene(z) Ar(e)!
(9) Devinette.
●(1958) ADBR LXV 522. Petra a ra al louarn p'e-neus kahet war Mene(z) Are ? - Serri e rêr ha mond adarre ! ●(1974) TDBP III 334. Petra a ra al louarn pa e-nevez kac'het war Menez-Arre ? – Serriñ e revr ha mond adarre.
(10) Formule pour finir un conte.
●(1979) COPL 100. Me lar d'eoh oa bet eur seurt friko / Euz pegen kaer, euz pegen brao / Treid siliou, diskouarn kelien / Lostou hwibu, diouaskell ejen... / Me oar me petra da zibri ? / Ha tud e oa e leiz an ti. / Va nôu oa aze o kegina, / Hag en deus paket eun tôl loa / N'eus tôlet anei dreist ar Menez Are, / Hag a lehse / Eo deut da gonta d'eom e doare.
(11) Proverbe.
●(1993) HYZH 196/20. Pa za an arnev d'ar Menez / Kemerit ho forc'h ha kit d'ho tevezh!
(12) Dicton.
●(1993) HYZH 196/29. toenn Vreizh = anv a vez roet da Venez Are a-bezh.
(13) Dicton.
●(1995) PLTZ 17. Skouarn ar had er menez Are ! (laret deuz traou na n'eus ket da 'fizioud warno, da skwer pa vez kôz deuz daou zen yaouank arôg dimizi).
III. Blasons populaires : voir foeter-hent, pilhaouer, Rouzig, Tus & moru.
IV. [Toponymie locale]
●(1993) HYZH 196/29. An Turuduilhoù, anv-lec'h e Menez-Are.