m. Océan.
●(1732) GReg 618a. La grande mer. Ar mor bras. (...) La mer Oceane, ou la mer du Couchant. Mor ar c'huz-héaul. ar mor bras. ar mor glas. ●668a. Ocean, la grande mer qui environne toute la terre, tr. «Ar mor bras.»
●(1834) KKK 50. Koñtemplid é Nord ar mor braz a listri ô piñnad hag ô tiskenn ar Vanch. ●(c. 1860) IMR 7/33a. Martolodet an Arvor, ruillet a diruillet, / Var ar mor bras e furol, prest da veza kollet, / Eb eor, ep stur, ep sicour, oll e renkont mervel, / Pa deu d'ho sovetat patronez Breiz Izel ! ●(1876) TDE.BF 465a. Mor-braz, s. m., tr. «L’Océan.» ●(1877) EKG I 87. Me garfe guelet korf an diveza anezho o ruilla, hag o vont gand an dour da draon ar ster betek an Dourdu hag er mor braz da ober boued d'ar c'hranked.
●(1969) LLMM 137/427. an tamm douar tric'hornek-se bountet gant e reier hag e gerreg war benn-a-raok Breizh, e-barzh ar mor bras. ●(1974) TDBP III 366. Quand on attrape un escargot : / Digorit ho kerniou bihan, / Digorit ho kerniou braz, / Pe ez eot d'ar mor bihan / Pe ez eot d'ar mor braz ? / Bichi bouchig, bichi barvig, / An hini a c'hoarzo da gentañ / E-nevo ur skouarnad.
●(2002) YAOD 53. Ha setu pesort mod vê bugale Yannig an aod 'ont hag 'tont ingal 'tre stêr Aven, Porzh-Menec'h hag 'r mor bras.