Devri

muioc'h-mui

muioc'h-mui

adv. De plus en plus.

(1732) GReg 172a. Clarifier, rendre clair & net, tr. «sclæraat muyoc'h-muy

(1877) EKG I 84. e velen dremm Jan-Mari o laouennaat muioc'h-mui. ●238. abaoue ar feiz ne deuz great nemed en em astenn hag en em grenvaat muioc'h-mui e Plougerne. ●(1882) BAR 26. O velet an devalijen oc'h en em ledek muioc'h mui var ar bed. ●(1896) HIS 53. er baïañaj e houni muioh mui é mesk er Juifed.

(1904) ARPA 301. Couezet en angoni, e pede muioc'h-mui. ●(1906) HIVL 93. En dud ieinan e hoalimuré, ha tuemmet e hré muioh mui er penneu. ●(1910) FHAB Mae 152. Guigour a oa enni muioc'h-mui. ●(1910) MAKE 84. Droug ennan, e tiswink muioc'h-mui. ●(1911) BUAZperrot 511. Eur respont ken kaër (...) ne reas nemet e gounnari muioc'h-mui. ●(1939) RIBA 50. Spieien e hrér muioh mui de glah ha de gavet un anad anehon. ●(1943) FATI 64. dedenna muioc'h-mui a dud da Draonien Iria.

►[devant un adj.]

(1732) GReg 762a. Prosperer, être heureux de plus en plus, tr. «beza muy-oc'h-muy chançzus, ou, eürus.»

(1906) KANngalon C'hwevrer 32. da veza muioc'h mui karantezuz ha trugarezuz evit ho pugale pa zavont en oad. ●(1915) HBPR 142. An amzer, kerkoulz, a deue da veza muioc'h mui amjest.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...