Devri

neudenn .1

neudenn .1

f. & pron. ind. –où, neud

I. F.

(1) Fil.

(1499) Ca 145a. Neudenn. g. filet.

(1659) SCger 57b. fil, tr. «neuden p. neut.» ●(1732) GReg 412a. Fil, à coudre, à faire de la toile &c., tr. «Neudenn. p. neudennou, neud Van[netois] nedeen. p. nedennëu, ned.»

(1876) TDE.BF 480b. Neudenn, s. f., tr. «Brin de fil ; pl. neud, masculin, du fil, des brins de fil.» ●(1879) GDI 47. e drohou un næden pé e hrei ur grim benac aral a drest en hani clan.

(1913) THJE 30. Ean e zistag un neden ag en en tam mihér. ●(1934) BRUS 274. Un fil, tr. «un neden, f.» ●(1935) LZBl Gwengolo/Here 149. Eun neudenn ne grougo den ; / Met, kant neudenn a ra kordenn. ●(1936) KANNgwital 396/132. Eun neudenn ne grougo den / Kant neudenn a ra kordenn.

(2) Tennañ an neudenn : filer.

(1922) EOVD 225. mes e ouié neoah kemér hé hegil ha tennein en neden.

(3) par ext. File.

(1910) MBJL 139. n'ê ket diviet c'hoaz an neuden a ra ar vugale katolik 'n eur vont war o c'hiz.

(4) [Absolu] Pas un neudenn gant u.b. : être trempé.

(1952) LLMM 34/46. (Douarnenez) Pas un neudenn gantañ = pas un neudenn sec'h. Gleb-par-teil.

(5) Penn-da-benn an neudenn =

(1908) FHAB Gwengolo 278. al laouenidigez yac'h-ze a ren penn da benn an neudenn.

(6) Hed-ha-hed an neudenn : tel qu'en lui-même.

(1949) KROB 12/4. Setu an tad Montfort e teid an neudenn : heñvel e chomo a-hed e vuhez.

(7) Bout àr an hevelep neudenn gant ub. : être sur la même longueur d'ondes que qqn.

(1910) ISBR 203. Nitra a bouiz ne vezé groeit hemb goulen ali geté hag open ur huéh nen dint ket bet ar en hevelep neden get Iehann.

(8) Bout àr e neudenn : faire partie de ses amis.

(1919) DBFVsup 52a. ar e nedenn, tr. «de ses amis.»

II. Pron. ind.

(1) Neudenn dilhad : aucun vêtement.

(1867) BUE 26-27. hep diwiskan neuden diliad.

(2) Neudenn ebet : rien du tout.

(1958) BRUD 4/61. Me n'ouzon ket gwelloch, Stefani, neudenn ebed.

III.

(1) Bezañ neudenn eeun ebet en ub. : être déloyal.

(1893) IAI 186 (L) L. Kerne. N'oa ket eun neuden êun ennan. ●(1894) BUZmornik 307. Athanaz a ziskouezaz d'ezho ker sklear n'oa ket eunn neudenn ehun ennho.

(1928) FHAB 122 (L) Y.-V. Perrot. Petra dalv ober pinijenn ha labourat da drec'hi ar gwall youlou ma n'eus ket eun neudenn eeun en Aotrou Doue ! ●176. Ne c'hoariin ket ken ganez, rak n'eus ket eun neudenn eün ennout. ●(1931) VALL 316. Il est absolument fourbe, tr. F. Vallée «n'eus ket eun neudenn eeun ennañ fam.» ●(1955) VBRU 111 (T) *Jarl Priel. Petra bennak na gavemp enni neudenn eeun ebet, fent a rae dimp Tartempion gaezh.

(2) Bezañ neudenn gamm ebet en ub. : être très brave homme.

(1909) FHAB Gwengolo 270 *Laouig Beg ar Spins. Ene ar bugel en e genta yaouankiz (...) na vez c'hoaz neuden gamm ebet ennan. ●(1932) FHAB Mae 185 (L) *Tintin Anna. Anaout a reas mouez Manuel, ar reder-bro, eun den ha n'eus neudenn gamm ebet ennan hag a vez o klask e voued dre ma'z a. ●(1942) VALLsup 113-114. C'est un très brave homme, tr. F. Vallée «n'eus ket eun neudenn gamm ennañ

(3) Bezañ un neudenn gamm en e wiadenn // Bezañ un neudenn dorret en e wiadenn : être déloyal, malhonnête…

(1868) FHB 168/89a (L). Eun neuden gamm bennag so en he viaden e corn pe gorn. ●(1874) FHB 482/90a (L) G. Morvan. Ha ne velit-hu ket c'hoaz ar re en em denn euz eun tu bennak sioulik, dre guz pe dre laer (...) peurvuia e vez eun neuden dorret pe eun neuden gam bennag en ho guiaden.

(4) Bezañ neudenn gamm ebet en ub. : être loyal.

(18--) SAQ II 72 (L) J. Quéré. D'an eil, lealded. ‑ Doue, neuden gamm ebed ennhan : Ni ive a dle beza leal.

(5) Cheñch neudenn en e nadoz : changer son fusil d’épaule.

(1908) PIGO II 9 (T) E. ar Moal. Mes ar c'hemener 'n eus chanchet neudenn 'n e nadoz hag et war eur gaoz-all.

(6) Derc'hel krog en e neudenn : suivre imperturbablement le fil de son discours.

(1870) MBR 4-6 (L) A. Troude. Pa choum he-man da zellet oc'h unan-bennag e leac'h derc'hel krog atao enn he neudenn, ez a he deod e gouzoug eunn all, hag e choum eunn troad leue enn he c'henou he-unan. ●(1890) MOA 300 (L). Suivre imperturbablement le fils de son discours, tr. J. Moal «derc'hel krog atao enn he neudenn (Fam.)»

(7) Uzet / Rimiet betek an neudenn : très usé.

(1922) IATA 17 *Alan Yann. Eur jiletten, berridet, hag uzet beteg an neuden. ●(1958) BRUD 5/45 (L) *Mab an Dig. Kabah, rimiet beteg an neudenn, poazet an oll viñsou, ne jomo ket pell mui da laheria.

(8) Alaourañ an neudenn (da u.b.) : dorer la pilule (à qqun).

(1913) KZVr 26 - 31/08/13 (T). Alaouaran (an neuden), tr. E. Ernault «dorer la pilule.» ●(1931) VALL 560. Dorer la pilule, tr. F. Vallée «alaoura(ñ) an neudenn.» ●(1977) LLMM 185/474 (T) E. ar Barzhig. Fidam ! N'en doa ket alaouret an neudenn din, ur bourmenadenn dispar a rejomp.

(9) Nezañ e neudenn (diwezhañ) : mourir, la mort approche.

(1921) FHAB Even 147 Barba Lez. diou verc'h (...). Eben a zo bep ar mare o klochat, eur paz-marc'h he deus, ha me gred ema hi o neza he neuden ziveza. ●(1931) VALL 480. La mort approche (pour le malade), tr. F. Vallée «ema(ñ) o neza e neudenn ziweza fam.» ●(1937) FHAB Du 336 L. B.. Al labour douar, ar c'henta hag ar c'haera eus an holl micheriou, a zo koundaonet d'ar maro, a zo warnes neza o (lenn : e) neudenn ziweza, ma ne vez ket, hep dale, diarbennet an droug. ●(1955) VBRU 96 (T) *Jarl Priel. «An taol-mañ evelkent emañ o nezañ he neudenn ziwezhañ !» ●(1963) EGRH II 148. emañ o nezañ e neudenn, tr. « il meurt peu à peu d’une longue maladie. »

(10) Bezañ e neudenn o vont da derriñ : être sur le point de mourir.

(1909) KTLR 13 (L) K. Jezegou. Va mab, emezhan, e ma va neuden o vond da derri. Kerkoulz, mall e'm beuz.

(11) Bezañ torret neudennoù e galon : avoir le cœur qui lache, qui cesse de battre.

(1957) BRUD 1/107 (K) Yeun ar Gow. Diskaret e oa bet Frañseza Stervinou gant eun taol-gwad, freget eur wazied vras enni, moarvad ha torret neudennou he halon, ha ne zaleas ket da vervel.

(12) Kerzhet gant an neudenn eeun : obéir sans rien dire. Cf. bale an hent eeun & kerzhet eeun.

(1955) STBJ 32 (K) Y. ar Gow. Dao e veze d'he bugale kerzout gant an neudenn war-eeun ha boazet e oant bet da zenti hep grozmolat.

(13) (Mont / Dont) dre-bouez / diwar-benn / diwar-bouez un neudenn vrein : (Être tenu, attiré) par les attaches de la sensualité ; aller avec le moindre prétexte, sans tenir compte d’un éventuel danger.

(1921) LZBt Here 34 (T). Tud an enezennou-man a ra toliou kaëroc'h c'hoaz, diwar bouez eun neuden vrein. ●(1942) VALLsup 13. (Être tenu, attiré) par les attaches de la sensualité, tr. F. Vallée «diwar-benn eun neudenn vrein.» ●(1970) BHAF 219 (T) E. ar Barzhig. Prestig ez is dre bouez eun neudenn vrein ha dambrest ive e oe kaoziou flour etrezom. ●234. O ! Maïte, na rez ket gwad fall, merhig, dond a rin, ha zoken diwar bouez eun neudenn vrein. ●279. An Droadegeien a vefe aet da Alaer diwar-bouez eun neudenn vrein, na ve nemed evid en-em gavoud-war ar maez ha gwellaad ar geusteurenn eur pennadig, rag e kêr e oa deut da veza gwall dreut ar peuriñ, e dibenn 1943. ●(1974) LLMM 166-167/363 (T) E. ar Barzhig. Mont a raen end-eeun betek ar C'hastell diwar-bouez un neudenn vrein da weladenniñ an Aotrou Kont. ●(1977) LLMM 184/362 (T) E. ar Barzhig. Dre bouez un neudenn vrein ez aen da Wazh Arc'hant. ●(1977) EBZG 21 (T) E. ar Barzhig. Dont a rae diwar bouez un neudenn vrein da Gaezilieg d'am gweladenniñ, evel kalz a re all.

(14) (Mont / Dont) dre-bouez / diwar-benn / diwar-bouez un neudenn vrein : qui ne tient qu’à un fil.

(1978) PBPP 2.1/83 (T-Plougouskant). War-bouez un neudenn vrein, tr. J. le Du «qui ne tient qu'à un fil.»

(15) Mont betek penn e neudenn : aller jusqu’au bout.

(1890) MOA 148 (L). Aller jusqu'au bout, tr. J. Moal «mont bete penn he neudenn

(1931) VALL 572. Au fig. poursuivre sa pointe, tr. F. Vallée «mont bete penn e neudenn

(16) Bezañ erruet betek fin e neudenn : n’avoir plus rien à dire.

(1872) DJL 33 (K). Hanta, Jakez, mar plij, gremp c'hoaz eun abadenn, Nemet arruet vez betek fin da neuden.

(17) ... hed an neudenn : complètement.

(1909) HBAL 5 L. Helies. Ah ! mestr ! c'houi o pezo eun dromplezon, ma ro Doue d'eoc'h amzer awoalc'h evit anaout ar wirionez hed an neudenn... ●(1921) PGAZ 31 (L) F. Moan. Marie-Jeanne Eucat ne dije ket karet trec'hi gouenn : Eucadez oa hed an neuden. ●72. Unan an'ezho Leonard hag egile Tregeriad hed an neuden. ●(1931) VALL 138. Complètement, tr. F. Vallée «hed an neudenn.» ●(1949) KROB 12/4. Setu an tad Monfort e teid an neudenn : heñvel e chomo a-hed e vuhez.

(18) Koll an neudenn : rester court, perdre le fil.

(1909) NOAR 108 (L) K. ar Prat. C'hoarzin a ranke awechou o klevet o c'honchennou; evel-se e kolle eur pennad an neuden eus e huvreou tenval.

(19) Koll e neudenn : rester court, perdre le fil.

(1931) VALL 76. Rester court, tr. F. Vallée «koll e neudenn

(20) Koll poell e neudenn : rester court.

(1931) VALL 76. Rester court, tr. F. Vallée «koll poell e neudenn

(21) Koll penn e neudenn : rester court, perdre le fil.

(1931) VALL 165. Qui s'est arrêté court en parlant, tr. F. Vallée «koll penn e neudenn

(22) Àr e neudenn : de ses amis.

(1942) VALLsup 8 (G). (Il est) de ses amis, tr. F. Vallée «ar é nédenn (neudenn) V[annetais];»

(23) Àr ar memp neudenn : (être) d’accord.

(1942) VALLsup 8 (G). Ar er memb nedenn, tr. F. Vallée «(il est) d'accord.»

(24) Treuz un neudenn :

(1869) SAG 285 (L) G.-M. Karoff. Evit ho-me, n'euz bet nemet treuz eun neuden, na d'oun bet enem gollet er veach-ze leun a voufounerez.

 

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...