Devri

pakañ / pakat / pakiñ / pakout

pakañ / pakat / pakiñ / pakout

v.

I. V. tr. d.

(1) Empaqueter, emballer.

●(1633) Nom 4a. papier broüillard, qui sert pour enuelopper les merceries ou marchandises, tr. «paper broüillet, pehiny á seruig euit pacquaff an merceresou pe marchadourezou.»

●(1659) SCger 48b. emballer, tr. «paqua.» ●(1732) GReg 330b. Embaler, faire une balle de marchandise, tr. «Pacqa. pacqa marc'hadourez.» ●334a. Empaqueter, envelopper, tr. «Pacqa. pr. pacqet.»

(2) Assembler.

●(1633) Nom 154b. Carbasa substringere, colligere arma, contrahere vela : assembler les voilles : assambliff pe pacquaff an gouelyou.

(3) Attraper, saisir, prendre.

●(1647) Am 697. Ma halles creguy hen he gabyes, / Paqua he grilles eus dre trompeson, tr. «Si tu pouvais le saisir au collet, / Attraper ses (?) . . . (?) par trahison.»

(4) Pakañ boued : manger.

●(1908) PIGO II 161. hag e pake kig ha bara. ●(1954) VAZA 116. Evit a sell ouzh pakañ boued.

(5) Atteindre.

●(1910) FHAB Meurzh 81. paka penn o beach. ●(1985) AMRZ 66. beteg paka ar zao all. ●(1921) PGAZ 68. ar paotrig a gemere streat ar Rumiadou ha Mezavel evit paka berroc'h Lanarnuz hag ar Vilin-Vean.

(6) Pakañ ur c'housk, un hun : faire un somme.

●(1925) FHAB Mezheven 221. Ma pakas hi eur c'housk, eur c'housk hir ha pounner. ●(1942) DHKN 30. arlerh Pariz hé doè gellet pakein un hun hag e hras kant vad dehi.

(7) Fabriquer, construire.

●(1921) GRSA 223. kemennet dehè pakein ul lestr get koed ha ne vreino ket én deur. ●(1939) RIBA 44. ne gemérè ket er goukou héh amzér de bakein hé néh.

(8) Pakañ afer fall : avoir des ennuis.

●(1915) HBPR 108. Ma zit eneb ho bolontez e pakfot afer fall.

(9) Pakañ an tan : couvrir le feu.

●(1867) BBZ III 345. Me a zo chomet ma unan / Aman, evit pakan ann tan. ●(1896) GMB 601. en pet[it] tréc[orois] on dit pakañ 'n tañn, couvrir le feu. ●(18--) PEN 93/116. ewouit paqua an tan.

(10) Attraper, contracter (une maladie).

●(1859) MMN 117. gant aoun da baca ar c'hlenvet. ●(1867) MGK 23. Klenved eaz da baka.

●(1978) BZNZ 82. (Lilia-Plougernev) Pakat a reamp belumennoù-aod.

(11) =

●(18--) SAQ II 113. pakout danvez (...) pakout enor.

(12) Tuer.

●(1902) PIGO I 167. 'Oa ar blei o pakan an daou gi diwean.

(13) (chasse, pêche) Attraper, prendre.

●(1647) Am.ms 697. Ma halles creguy hen he gabyes, / Paqua he grilles eus dre trompeson.

●(1868) FHB 163/49b. Eul lindag eo a stignont eno dezho evit ho faca. ●(1877) EKG I 151. paka eur vamm vleizez. ●(1880) SAB 126. toler e rouedou da baca pesket.

●(1889) SFA 81. pesked paket er ganol a iea abiou d'an iliz.

●(1921) PGAZ 5. redet ar mor braz ha paka pesked. ●(1924) FHAB C'hwevrer 62. Ganto e teskas laouig ober toullou da baka «borzigou», ha stignou zoken evit ar filiped a deue wardro penn ar bern kolo.

(14) Pakañ ub. : égaler qqn.

●(1910) MBJL 192. muzikerien hag a gavfed nebeud en Frans gouest d'o fakan.

(15) Pakañ labour : (?) abattre (?) du travail.

●(1933) MMPA 98. n'he devoa ket he far da baka labour.

II. V. tr. i. Pakañ peg (en udb., en ub.) : se saisir (de qqc., qqn).

●(1889) SFA 173. Ar Roue (...) a lakeaz paka pek enn-ho [ar Breudeur-bian].

●(1909) KTLR 94. Paka reaz peg en eur c'houlaouen. ●(1910) MAKE 96. Yan a bakas peg en eur c'hoz skourjez. ●(1941) SAV 19/34. hag o paka peg er re a vez o vont da veuzi.

III. V. intr. Mourir, crever.

●(1935) BREI 392/stag 1. mar teufe Penn-Bail da bakan.

IV. V. pron. En em bakañ.

A. V. pron. réci.

(1) Se rattraper.

●(1924) FHAB Ebrel 146. Eur zulvez, goude an oferenn-bred, Yvonig hag Yvona a gemeras an hevelep gwenodenn evit kerzet d'ar gêr ; en em baka a rejont e kichenik ar feunteun.

(2) S'entendre, s'accorder.

●(1909) DIHU 50/311. E iondr ha ean enta ne oent ket aveit hum bakein. ●(1910) ISBR 73. ne oent ket aveit hum bakein étrézé ou deu. ●(1918) LILH 31 a viz Genver. ésoh um bakein getè. ●(1923) DIHU 148/343. Er prins ha ean, e lar hur martelod, n'um bakent ket tam erbet. ●(1939) RIBA 45. ha braù en em-bakent étrézè.

B. V. pron. réfl.

(1) S'habiller, se fringuer.

●(1988) TOKO 60. A-greiz n'em-oa ket eun tamm dillad da 'n em bakañ.

(2) Se rattraper.

●(1936) KANNgwital 396/127. Gortoz a reont ar votadeg evid en em baka. ●(1942) FHAB Du/Kerzu 219. N'eus ket par d'an amzer evit en em baka, ema ar c'hiz da lavaret ! ●(1948) KROB 8/2. Er bloaz a zeu e vezo en em baket.

(3) S'en tirer.

●(1867) FHB 123/148b. Gant an amzer ar rezeou a hell en em baka, en em zigoll, gounid brao.

●(1936) FHAB Eost 300. Ret eo lakaat an noz da astenn an deiz evit gellout en em baka.

(4) Se ranger, se mettre en place.

●(1903) MBJJ 31. Er memes amzer e trouz ar chadenno, a deu d'en em bakan war eun traouilh houarn.

V.

(1) Pakañ anezho : avoir perdu l’esprit.

●(1958) BRUD 4/49 (L) *Mab an Dig. Amañ ema an oll, Person hag all, o paka anezo ! ●(1995) EIGV 53 (L) Yann-Vadezour Lagadeg. N'emaon ket o komañs paka 'nezo c'hoaz.

(2) Pakañ an daou benn : avoir assez d’argent. Cf. skoulmañ ganti, skoulmañ an daou benn, gwalc'hiñ an eil dorn gant egile, sec'hañ an eil dorn gant egile.

●(1942) FHAB Gwengolo/Here 204. War bouez beza piz ha kempenn, ez eus bet gellet adarre, paka an daou benn, hep re a c'hloaz.

(3) Pakañ e rabotoù : voir rabotoù.

(4) Pakañ ur bec'h lann : voir lann.

(5) Kas da bakañ morilhoned : voir 2. morilhon.

(6) Pakañ e fleütoù : voir fleütoù.

(7) Pakañ an tonioù bras : voir tonioù.

(8) Kaout ur genou da baka kelien : voir kelien.

(9) Pakañ kelien : voir kelien.

(10) Pakañ ar bleiz : voir bleiz.

(11) Pakañ ar bleiz gant un taol boned : voir bleiz.

(12) Paket e dan da ub. : voir tan.

(13) Paket an tan ha gwerzhet al ludu : voir tan.

(14) Paket er sac'h : voir sac'h.

(15) Bezañ paket e zorn er pod : voir dorn.

(16) Bezañ paket e zorn er sac'h : voir dorn.

(17) Bezañ paket etre an nor hag an draped : voir dor.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...